Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Al lostgerioù

Tangi YEKEL, gwengolo 2019

E penn-kentañ he fennad diwar-benn al lostgerioù e kinnig Melani Jouitto an termenadur-se :

« Les suffixes sont des morphèmes qui servent à la dérivation morphologique, comme -enn dans kalonenn 'objet en forme de coeur'. Les suffixes se distinguent des préfixes en ce qu'ils apparaissent après leur racine. »

E-skeud studial sujedoù all a-raokoc'h hon eus bet digarez da gomz deus lostgerioù zo. Lostgerioù an anvioù-verb zo bet gwelet er pennad Dibennoù an anvioù-verb ha lostgerioù an anvioù-kadarn lies er pennad al liester.

Gwelet a refomp amañ markerien pennañ anvioù hag anvioù-gwan hom brezhoneg. Harp a gemerfomp war ar renabl lostgerioù « bev-mat » savet gant Jul Gros (TDBP3, 1984, p.341-368).

[^] 1. Lostger -abl

Amprestet eo bet digant ar galleg ha merkañ a ra ar posublded : debrabl, bevabl, inkomprenabl, evabl, indebrabl, enorabl, inkredabl...

ar soub n'eo ket debrabl

e vuhez n'eo ket bevabl

inkomprenabl !

evabl

indebrabl

Al lipaj zo mat met n'eo ket enorabl !

inkredabl penaos 'deuint bet en em debrouilhet tout

[^] 2. Lostger -ad

Talvoudegezhioù dishañval en deus.

[^] Endalc'had

Barrek eo da verkañ endalc'had un dra bennaket. Hir eo ar renabl roet gant Jul Gros (p.345-347). Sell aze un toulladig skwerioù dastumet deus hom zu :

un tiad vugale

ur skudellad

ur sac'had

ul loaiad traoù

e damm kovad

un otokariad kazi

A-wechoù ec'h a an nen er-maez ar park un tamm gant an endalc'had. N'eus ket nemet sellet deus ar skwer dindan ma kont ar c'homzer ar wech ma en doa kerzhet en ur bern kaoc'h ki :

ur votezad 'ma (j'en avais toute la chaussure)

Gerioù hag a verk ar c'hementad a vez lostgeriet en -ad : toullad, torkad, bozad (contenu des deux mains jointes), dornad, briad (brassée), bagad...

dam, arru zo lâret un toullad traoù avat

un torkad tud

ur vozad bagennoù 'na kavet

un dornad

ur vriad

Ur bagad klujiri zo.

Er gontadenn Ar goulenn dimeziñ, kontet gant Maria Prad, e kav dimp he deus diegi d'implijet al lostger -ad ma ne vez ket meneget an endalc'had. E-se e klevomp yalc'had arc'hant deus un tu ha yalc'h deus an tu all :

am eus kollet me, ma yalc'had arc'hant dec'h
kollet he yalc'had arc'hant

Met :

kollet 'ma ma yalc'h dec'h

Ne soñj ket dimp eo ken gwir-se en hom brezhoneg avat :

bet 'na ur voutailhad pe div

un hanter kastelodennad

Da notenniñ zo ne vez ket cheñchet jener an anv-kadarn gant al lostger -ad. Benel e chom an anvioù benel unan ha kemmañ a reont a-reizh :

ur wizad voc'h

Ar c'hemmadur dre-vlotaat a vez war an anv-gwan war-lerc'h :

ul loaiad vihan pe ul loaiad vras

Gourel e chom an anvioù gourel, hep kemmadur dre-vlotaat han-se :

ma vije ur parkad ed

Gwir eo se nemet evit daou c'her. Goûg ha genoù zo gourel o-daou. Koulskoude e kemm evel gerioù benel ar gerioù deveret dioute goûgad (gorgée) ha genaouad (bouchée) :

ur c'hoûgad

ur c'henaouad

[^] hed

Barrek eo al lostger -ad da verkañ an hed : kammad, troatad, meudad, pennad.

bep troatad

ur meudad

ur metr pep kammad

un tamm pennad kordenn

Diwar Gervella (1947, §830) e resisa Jouitto : « le suffixe -ad peut dénoter une mesure de longueur plutôt que de contenu (*kammad, troatad). Cependant, l'absence de lénition dans ces cas lui fait suggérer une dérivation en -hed 'longueur' (troad - hed*). »

Sachañ a ra Yann Gerven hom evezh gant e bennad Bolenn, bolennad ; boutailh, boutailhad war ar fed-se : « evit un hed, pa ne vez ket kaoz eus danvez (meneget pe soñjet hepken), eo arabat implijout an -ad ».  

Dek metrad kordenn a ro ur gordenn dek metr.

N'hon eus skwer ebet gant °metrad pe °kilometrad, na pa vefe frazennoù o c'hortoz ar stummioù-se :

e oa un hanter-metr erc'h war an douar

dek metr dour a oa 'ba...

pevar metr kleuz

[^] kleñved

Hervez Jul Gros e c'hall al lostger -ad merkañ « une maladie affectant certains membres ». Sell aze un toullad skwerioù roet gantañ (p.347) :

gouzougad (mal au cou)
ur harrad (jambe malade)
eur bizad (un doigt malade)
eur vrehad (un bras malade)
eun dornad (une main malade)

Dimp da c'hoût, n'hon eus skwer ebet evel-se.

Hir eo renabl ar gerioù en -ad evit komz deus ar mezviñ avat (dw. tem ar sac'had) : tortad, toufad, jerbellad, sac'had, foñsad, kovad, pifad, korfad, pichennad, revrad...

Tri ouzhpenn a ro Jul Gros (idem, p.487) : jiletennad, picherad, tontonad.

[^] taol

Implijet e vez kalz c'hoazh al lostger -ad evit komz deus an taolioù : takad, krampouezhennad, klakennad, stekad.

Barrek eo lodenn ar c'horf a ro an taol da vezañ lostgeriet : krabanad, pavad.

Evel lodenn ar c'horf skoet : skouarniad, fasad.

Gerioù en -ad a vo implijet ivez evit komz deus an taol-dorn war revr ar bugel (fessée) : foñsad, stekad, pastellad.

bremañ-souden ec'h ez da gaout ur foñsad

ur stekad

ur pastellad

Memes tra er football pa gomz an nen deus tennoù er volotenn : c'hwistad, foñsad...

me 'ma skoet ur c'hwistad 'ba honnezh, me 'ma skoet ur foñsad 'ba honnezh, ken 'na graet « pouf »

[^] annezer

An implij-se deus -ad ne vez ket klevet ken en Treger, evel a lâre Jul Gros c'hoazh er bloavezhioù 1970 :

« Le suffixe -ad marquant l'habitant n'est plus très vivant en Trégor. On y connait encore Tregeriad, Tregorrois, Leoniad, Léonard, Kernevad, Cornouaillais, ces deux derniers devenant souvent au pluriel Leoniarded et Kernevaded, au lieu des pluriels réguliers Leoniz, Kerneviz. (p.347) »

[^] 3. Lostger -adeg

Merkañ a ra un ober a-stroll ha reiñ a ra anvioù benel : beilhadeg, huchadeg, lazhadeg, botadeg, pouilhadeg, garmadeg, broc'hadeg...

beilhadegoù

e vo klevet huchadeg e-kichen

ma sellan e vez ul lazhadeg

ar votadeg

pouilhadeg

neuze e vije garmadeg

ur broc'hadeg

[^] 3. Lostger -adenn

En em dishañvelaat a ra deus -adeg pa verk un ober hiniennel pe un dra bennak e-unan. Benel eo ar ger lostgeriet : stokadenn, ruzadenn, c'hwitelladenn, blagadenn, kleuzadenn...

hag an disterañ stokadenn a rez aze

ur ruzadenn eu

ur c'hwitelladenn ya

Ar wech all e vo graet ur vlagadenn neuze.

kleuzadenn ya

Un tech kreñv da gurzhañ -adenn en devoa notennet Jul Gros c'hoazh (idem, p.353) :

« En TP le suffixe -adenn est parfois contracté en -aënn, forme à condamner.»

Kazi bep gwech e klever ur gurzhadenn en eur-a-herie. Mont a ra al lostger -adenn da [ɑ:n] gant un a hir, an taol-mouezh o kouezhañ war silabenn diwezhañ ar ger :

kaozeadenn kozéan [koze'ɑ:n]
blagadenn blagan [bla'gɑ:n]
trinkadenn trinkan [tɹĩŋ'cɑ:n]

Mont a ra kuit ar gurzhadenn el liester :

kontadennoù kõntadeno [kɔ̃nta'deno]

[^] 4. Lostger -adur

Merkañ a ra disoc'h un ober. Gourel eo ar gerioù : breinadur, dichonkadur, devadur, skubadur, dic'harzhadur...

breinadur

an devadur marteze ac'h ampiche ar boan d'ober ivez

un tamm dichonkadur

neuze e veze lesket ar skubadur a-drek an nor

dic'harzhadur

[^] 5. Lostgerioù -ailh hag -ailhez

Lostgerioù gwashaat int, ha reiñ a reont gerioù gourel : foustailh, meskailhez, kanailhez

e veze troc'het foustailh

ar baotred oa kanailhez evel tout ar baotred

un tamm meskailhez

[^] 6. Lostger -aj

Ur ster gwashaat a vez gantañ a-wechoù ha reiñ a ra gerioù gourel : kignaj, lonkaj, evaj, bugaleaj, garzaj, koneriaj, fardaj...

kignaj

servijiñ da lonkaj

petore evaj eo gwelloc'h ganit ?

adretorn en o bugaleaj gouez dezhe

graet e vez garzaj kwa

ne raen ket nemet koneriaj ivez

kozh fardaj

[^] 7. Lostgerioù -ard hag -ardenn

Diwar-benn stumm an den pe ur si a-gorf e vez implijet. Gourel eo ar ger gant -ard, benel gant -ardenn : mañchard, dukard (-enn), toupard(-enn), kampilhard, kleizard, dehouard...

me zo mañchard kwa

un dukardenn

un doupardenn

un tamm kampilhard

kleizard

dehouiard

[^] 8. lostger -der

Servijet a ra da stummañ gerioù difetis diwar anvioù-gwan : uhelder, ledander, donder, tevder, tommder.

war an uhelder da vat eo

apeupre 'ba al ledander-se aze

'ba an donder-se

an devder

ar c'hazh zo en tommder.

Evel notennet gant Jul Gros, « le BP emploie quelques mots en -der, mais n'en crée plus » (idem, p.360).

Etre daou e vezer dre-gomz evit jener ar ger stummet. Serret hon eus peder gwech tevder, kemmet eo div wech hepken :

an devder

ur pezh taol 'ba 'n devder aze

'ba 'n tevder-se

en tevder d'ar voutailh aze kua

Raloc'h eo ar c'hemmadur evit tommder (div wech diwar seizh en hom c'horpus). Barrek eo ar memes den da reiñ ar stumm kemmet ha nann-kemmet :

un dommder deus an amzer

ah, met n'omp ket o vont war sezon an tommder hañ

Gant unan all e klevomp ar stumm nann-kemmet... ha kemmet an anv-gwan war-lerc'h :

evel zo bet aze, gant... gant an tommder vras aze

[^] 9. Lostger -eg

Gant al lostger-se e vez savet anvioù-gwan diwar anvioù-kadarn. N'emañ ket en implij nemeur ken, met kavet a raer anezhañ en un toullad gerioù : sabranek, genaoueg(-ez), dourek, barrek...

sabranek ma keret

Ha genaouegez.

dourek

Te zo barrek.

Gantañ e vez stummet ivez anvioù-kadarn evit anviñ lec'hioù plantet : lanneg, balaneg.

'ba al lanneg

ur vaelaneg

[^] 10. Lostger -egezh

Anvioù-kadarn difetis a vez savet gantañ. N'emañ ket en implij ken met chomet eo e gerioù zo : anaoudegezh, talvoudegezh, hardiegezh, tiegezh.

kollet 'neus e anaoudegezh

an dalvoudegezh 'neus cheñchet 'vat

hardiegezh

plac'h an tiegezh

An distagadur anezhañ eo éges ['e:gəs].

[^] 10. Lostger -enn

Stank stank eo al lostger -enn. Gantañ e vez stummet gerioù benel en niver-unan diwar anvioù-stroll pe anvioù hollek : hadenn, kraoñenn, keliedenn, patatezenn, yeotenn, kroc'honenn, mogerenn...

[^] 11. Lostger -er

Servijet a ra da stummañ anvioù ajanted ha gourel eo ar gerioù : lonker, ever-jistr, gastaouer, toer, miliner, kemener, charreter...

[^] 12. Lostger -erez

Deveret eo al lostger -erez deus al lostger -er. Merkañ a ra anvioù ajanted benel : keginerez, skolaerez, dougerez, pañserez, klemmerez, krampouezherez...

Merkañ a ra ivez anvioù binvioù ha mekanikoù : diluzierez (peigne), rafanterez (scie à refendre), gwenterez (vanneuse), plomerez (bêche), difreterez (aérofaneur), troc'herez (faucheuse à section)...

[^] 13. Lostger -erezh

Distaget e vez ['ɛ:ʁəs] ha servijet a ra da anviñ oberoù difetis. N'eus ket nemet un toullad gerioù gantañ : maenerezh (maçonnerie), masonerezh (maçonnerie), pesketaerezh (pêche), menajerezh (activités ménagères), krampouezherezh (crêperie)...

ar maenerezh aze

te zo bet o labourat 'ba ar masonerezh un tamm

pesketaerezh

e oa skol menajerezh

krampouezherezh

Hervez Favereau e ro gerioù gourel. Resisaat a ra avat eo « souvent féminin au sens (de lieu) d'activité : ar gigerezh la boucherie » (1997, p.77). Se a vefe kaoz zo ur c'hemmadur dre-vlotaat war ar grampouezherezh, al lec'h ma raer krampouezh :

ar grampouezherezh

[^] 14. Lostger -idigezh

Ur skwer hepken hon eus serret deus al lostger ral-kaer-se. Stummañ a ra anvioù difetis ha benel :

un dristidigezh da welet anezhañ.

Gouez da Jul Gros « il est devenu improductif dans la langue parlée qui en a conservé peu d'exemples ». Sell aze skwerioù all roet gantañ : ar binvidigezh, an didalvidigezh hag ar werzhidigezh.

[^] 15. Lostger -ig

Jul Gros c'hoazh a ra ur renabl hir deus skwerioù en -ig en e levr Le Trésor du breton parlé (1984, p.166-176). Resisaat a ra er penn-kentañ penaos e vez implijet :

« En breton l'aspect diminutif d'un mot est marqué par le suffixe -ig (pl. -igou) qui le termine. Ce suffixe confère au sens primitif du mot simple soit une idée de petitesse matérielle, soit une nuance de tendresse, de caresse, d'intimité ou de pitié. Actuellement, c'est ce dernier cas qui est de beaucoup le plus fréquent en TP. Mais il faut noter que les deux sens, matériel et affectif, se confondent quelquefois dans le même diminutif. »

Kentañ tra da lâret, al lostger -ig ac'h a tamm ha tamm er-maez ar c'hiz en hom brezhoneg. Mar a dra a lak ac'hanomp da soñjal evel-se.

Ne glevomp ket james ar stumm hipokoristik tammig, kaeroc'h c'hoazh ne gav ket dimp e vez komprenet ken (koulskoude eo anavezet e Plougouskant, meneget gant Yann an Du en e c'heriadur). Ordinal e vez implijet gant brezhonegerien Bear ha war-dro un tamm bihan.

Evit ar pezh a sell gerioù da verkañ ar c'hementad en -ig evel toulladig ha pennadig, komprenet int met ne vezont ket implijet war ar prim gwech ebet. Gwelloc'h eo d'ar vrezhonegerien ouzhpennañ bihan bep gwech :

ur pennad bihan

un toullad bihan

Un dra all zo, gwelet a ra ma mamm-gozh er gerioù lostgeriet evel koantig ha bihanig un astez dismegañs. Eviti e vezont implijet evit ober goap. Diskwel a ra ar cheñchamant ster-se, deus ar mignonaj d'an dismegañs, ur c'holl a-fed komprenêzon dre an avani ne vezont ket implijet nemeur. E-se e kav dimp ne gaver al lostger -ig nemet en un toullad-mat a c'herioù skornet.

Gwechoù [ic] ha gwechoù all [ec] eo an distagadur anezhañ, gant ur staoñekadur bep tro (an Du ne notenn nemet an distagadur [ec] evit Plougouskant). El liester e vo staoñekaet ivez ha klevet e vo ['i:ɟo] pe ['e:ɟo] :

Gwelet a rez ma boupigoù a vez aze a-wechoù ya.

kanigoù saovaj aze

Kavet a raer gerioù lostgeriet en -ig e troiennoù skornet :

hañvig gouel Mikael

Soubenn an tri draig : "dour, holen ha baraig"

mabig Jezus

Un toulladig adverboù a vez lostgeriet en -ig ivez : prestig, bremañ-soudennig, dousig.

ha prestik e komañsit anezhañ ?

lesk unan ganin bremañ-soudenig

dousig dezhi !

Ar raganv-diskouez lies zo barrek da gaout al lostger ivez :

aze e oa deuet ar re-seouig

Evel an anvioù-gwan niveriñ pegementiñ :

Me zo ma-unanig.

Te zo da-unanig.

Un toulladig anvioù-gwan ivez : berrboellig (écervelé), flutig (maigrichon), c'hoantastig (envieux), moutig (futé)...

En anvioù bihan e klever anezhañ stank c'hoazh : Soazig, Jobig, Janig, Pierig, Lizig, Marijannig, Lomig, Ifig, Nestig...

Er gerioù ouzh ar vugale e vez implijet kalz ivez, un tamm mat nebeutoc'h avat evit ar pezh en deus klevet Jul Gros : chutig (tétine), mañig (bisou), poupig (bébé), bichig (chat), paotrig, ober morig (faire pipi), nañnañig (câlins), mont e toull-mouzhik (partir bouder) ...

N'omp ket souezhet eta o kavet anezhañ e rimastelloù evit ar vugale :

doupig doupig da Sant Loupig

doub ha doub ha doub ha doupig

Pe e anvioù c'hoarioù : c'hoari pennbouzellig (jouer à se mettre la tête à l'envers), mouchig-dall (colin-maillard), troadig-kamm (cloche-pied)...

Evit komz deus al loened e kaver un toullad-mat a c'herioù en -ig : flisterig-dour, gwrac'hig-ar-c'harzh, milvig, alanig kov-ruz, kanig...

Unan bennaket hon eus ivez e tem ar yec'hed : kinglañvik (être légèrement malade), ar spilvig (les éternuements)...

Da notenniñ zo evit achuiñ ne cheñcha ket jener ar ger gant al lostger -ig.

[^] 16. Lostger -us

Gantañ e vez stummet anvioù-gwan hag a verk ar stad pe posublded ur stad : landrammus, fentus, kaozeus, ankouaus, evurus, malurus, chañsus...

traoù landrammus

te zo fentus

n'eo ket kaozeus

arru out ankouaus evel unan kozh

oh met, ur jeu dipitus eo... d'ober

chañsus

ha bremañ 'h eo maleürus se dezhe

evurus bremañ gant hom dud-kozh

[^] 17. Lostger -vezh

Kalz e klever anezhañ evit merkañ ar badelezh : devezh, nozvezh, beurevezh, bloavezh, mizvezh, sizhunvezh, abardaevezh...

Distaget e vez [wəs] peurvuiañ, [vəs] pe [əs] a-wechoù e gerioù zo :

sizhunvezh zunes / zunves
mizvezh mizes
nozvezh nõzves / nõzes

Anvioù an deizioù a c'hall bezañ lostgeriet ivez en -vezh evit pouezañ war ar badelezh. Bremañ avat ne vezont ket klevet kalz ken ha n'omp ket sur deus an holl stummioù roet dimp :

lunvezh lunves
meurzhvezh meurzes ?
merc'hervezh mèrhes ?
yaouvezh yowes ?
gwenervezh gwénves ?
sadornvezh zadénes
sulvezh zulwes

Evel gant -ad ha -ig ne cheñch ket jener ar ger. Da skwer, gerioù evel miz ha beure a chom gourel :

o lâret din oa ur mizvezh kwa

Kazi 'meus tremenet ar beurevezh hep gouzout din.