Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An azgoulenn

Tangi YEKEL, kerdu 2017

A-raokoc’h er pennad-skrid Respont d’ur goulenn-nac’h, e oa bet apresevet ur fenomen stank en hom brezhoneg, an azgoulenn. Hañval eo deus ar pezh a raer « question tag » diouti en saozneg. An dra-se a studia Melani Jouito en ur pennad war al lec’hienn Arbres.

Sell aze un toulladig skwerioù hag hon oa bet roet. Enne e kaver an azgoulenn-se :

Se ne vez ket graet ken, bez ? (On ne fait plus ça, si ?)

Ne oa ket bet Lucienne o welet ac’hanout disadorn, boa sur a-walc’h ? (Lucienne n’était pas allée te voir samedi ? si sans doute !)

Ac’hann miz gwengolo ne gomañsa ket ar skol, gra ? (d’ici le mois de septembre ça ne commence pas l’école, si ?)

N’anaveze ket an drinded, geo ? (elle ne connaissait pas la trinité, si ?)

Met ne deu ket en-dro, geus ? (mais elle ne marche pas, si ?)

Goulennoù-nac’h eo ar frazennoù-se. Er skwerioù 1 ha 2 e weler en azgoulenn ar verb displeget hep kemmadur. Degouezhet a ra kement-se gant bezañ hag ober, hag ivez mont. Er skwer 3, da lâret eo gant ar verboù all, e vez implijet ar verb-skoazell ober hep kemmadur. Er skwerioù 4 ha 5 e vez implijet en azgoulenn gerioù hag a dremen partout, geo an aliesañ, geus a-wechoù.

E lavarennoù-ya e adkaver ivez an azgoulenn dindan ur stumm-nac’h ar wech-mañ :

Ur sul e oa, ne oa ket ? (c’était un dimanche, non ?)

Eñ ’nez patatez ivez, ’nez ket ? (Lui a des patates aussi, non ?)

Te ’ta evet, ’ta ket ? (tu avais bu, non ?)

War-draoñ emaint o tont aze, n’emaint ket ? (Ils descendent là, n’est-ce pas ?)

Er skwerioù a-us e vez adkemeret ar verb displeget (bezañ ha kaout aze) gant markerien an nac’hañ, ne (alies-mat e vez lemet) ha ket. Er skwerioù dindan e kaver verboù all. Aze e vez implijet en azgoulenn stumm displeget ar verb-skoazell ober :

’Bah da diksioner e weli se, ne ri ket ? (Tu verras ça dans ton dictionnaire, n’est-ce pas ?)

Eñ a gav hir an amzer, ne ra ket ? (Il trouve le temps long [il s’ennuie], n’est-ce pas ?)

Sachañ a refomp an evezh war ar fed e vez displeget verb an azgoulenn er memes amzer ha verb ar penn lavarenn.

Skwerioù azgoulennoù