Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An derez-uhelañ

Tangi YEKEL, c'hwevrer 2017

Kas a reomp al lenner etrezek pennad al lec'hienn Arbres evit ur studiadenn ledanoc'h.

[^] 1. Stummañ an derez-uhelañ

Stummet e vez an derez-uhelañ en ur lakaat an dibenn -añ d'an anv-gwan :

Ne oaran ket deus an daou-mañ pehini eo an hini fentusañ. (Je ne sais pas lequel des deux est le plus amusant [ridicule].)

Evel gant an derez-uheloc'h ec'h a kensonenn diwezhañ an anv-gwan war galetaat ordinal :

kozh kos ➜ koshañ kosã

kapabl kapap ➜ kapaplañ kapapã

febl fêp ➜ feplañ fêpã

prim prum ➜ primañ prummã

Evel-henn e lâr Favereau (1998, p. 89) : « les mêmes remarques s'appliquent concernant L, N, R : uhellañ, finnañ, kaerrañ (mais on écrit uhelañ, finañ, kaerañ… en « peurunvan ») » :

ker kér ➜ kerañ kérrã

uhel uel ➜ uhelañ uèllã

bihan bien ➜ bihannañ biãnnã

Anvioù-gwan zo o dez ur gensonenn vut er fin hag a chom mut en derez-uhelañ, evel en derez-uheloc'h :

nevez néwé ➜ nevesañ néwéã

skañv skã ➜ skañvañ skãã

Stummioù direizh an derez-uhelañ a glot gant reoù an derez-uheloc'h :

matgwelloc'h / gwellgwellañ
kalzmuioc'hmuiañ
fallgwashoc'hgwashañ

[^] 2. Stummañ an derez-uhelañ gant muiañ

N'hon eus ket nemet ur skwer evel-se e tout hom c'horpus :

muiañ skañv (les plus légères)

Ar skwer-mañ zo da geñveriñ gant skañvañ bet meneget a-raok. Deus gwelet n'eo ket techet hom brezhoneg d'implijet frammoù a-sort-se gant muiañ dirak an anv-gwan. Jouitteau, da heul akademiezh ar brezhoneg en 1922, a lâr eo « techet brezhoneg Treger d'ober gant perifrazennoù gant muiañ. »

A-hend-all n'hon eus ket skwer ebet deus derez-uhelañ an anv-gwan-verb, na skwer ebet gant muiañ a-raok pe goude an anv-gwan-verb.

[^] 3. Derez-uhelañ en tu-raok

Kalz aliesoc'h evit an derez-uheloc'h e vez kavet an derez-uhelañ a-raok d'an anv. Darn anezhe a vez kavet stank er plas-se : gwellañ, kentañ, diwezhañ, muiañ

fallañ toull zo (le pire trou qui soit)

koshañ hini 'meus soñj diouti eo ma mamm-gozh (la personne la plus ancienne dont je me souvienne est ma grand-mère)

brasañ devezh 'tije e renkez sevel en noz c'hoazh (la plus grande journée que tu avais tu devais encore te lever la nuit)

serjant, divalavañ hini zo prest a-walc'h (le sergent, c'est presque [le grade] le plus minable)

eñ 'h eo da gwellañ plas emezañ (ça c'est ta meilleure place disait-il)

kentañ tra a ran deus beure eo lakaat ar radio (la première chose que je fais le matin c'est mettre la radio)

Ar skwer diwezhañ-mañ n'en deus kemmadur ebet e penn kentañ ar ger. E-se e vezont implijet hep ger-mell ebet.

[^] 4. An derez-uhelañ hag an adverb

Evel en derez-uheloc'h e c'hall adverboù zo stummañ an derez-uhelañ. Adverboù spas pe amzer evel :

e-krec'hkrec'hoc'h kwéhoc'h ➜ krec'hañ kwéhã

war ar varrenn krec'hañ-tout (sur la barre la plus haute)**

[^] 5. Substantivañ an derez-uhelañ

Evel-henn e lâr Jouitteau : « l'adjectif superlatif peut être substantivé. Il apparait précédé alors d'un déterminant. Ce déterminant peut être un article. »

Kement-mañ zo gwir. E lodenn vrasañ ar skwerioù hon eus klevet e vez santet ar ger-mell. Souezhusat tra, ar ger-mell an an hini e vez implijet bep tro, gant un 'n peget deus an derez-uhelañ :

ar muiañan muiañ nmuã

ar c'hoshañan koshañ nkosã

ar gwashañan gwashañ ngwasã

ar bravañan bravañ nbravañ

ar gwellañan gwellañ ngwèllã

ar pellañan pellañ npèllã

[^] 6. Al lavarennoù emboestet

Hervez Jouitteau, « les propositions enchâssées qui modifient un superlatif sont introduites par le complémenteur ma », evel er skwer da heul, hag ivez 'ba un toullad frammoù meneget el lodenn 7 :

ar pellañ ma ec'h eomp eo betek euh... (le plus loin que nous allons c'est jusqu'à euh...)

Ne vez ket geuilhet ar reol ordin avat, evel er skwer da heul, gant ar memes paotr :

soixante centimètres an hirañ e vez (soixante centimètres au maximum [litt. le plus long qu'elle soit])

[^] 7. Frammoù gant an derez-uhelañ

Implijet e vez an derez-uhelañ e mat a framm :

bravañ ma 'h eo din (le plus heureux que je sois)

an nebeutañ ar gwellañ (le moins possible)

ar primañ ma c'hall (le plus vite possible)

ar pellañ ma eo kap (le plus loin possible)

ar pep gwellañ (le meilleur)