Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An islavarennoù anv-gwan

Riwal, miz genver 2017

A-raok lenn ar pennad-mañ e vo gwelloc'h deoc'h lenn ar pennad-digoriñ diwar-benn an islavarennoù.

An islavarennoù anv-gwan (relatives) 'deus perzh un anv-gwan e-barzh ar frazenn. Goude un anv e vezont kavet neuze. Ger kent (antécédent) a vez graet deus an anv-se.

Ar ger kent a c'hall bezañ rener (sujet) pe renadenn (complément d'objet) e-barzh an islavarenn.

[^] 1. Isurzhiañ pe kenurzhiañ ?

A-raok mont pelloc'h ec'h eo mat lavaret kement-mañ : pa vez implijet ar ger ha ec'h eo diaes a-wechoù lavaret pe ec'h eo un islavarenn a deu war e lerc'h (subordination) pe ul lavarenn kenurzhiet (coordination), peogwir e komañs an eil lavarenn gant ar verb.

... e oa X deus ar bourk ha 'deue da sikour ober : Il y avait X du bourg qui venait aider / et elle venait aider.
Div verc’h 'na ha 'oant ket dimezet : Il avait deux filles qui n'était pas mariées / et elles n'étaient pas mariés.
Me 'ma ma tonton amunuzer ha 'rae morzholioù bihan : J'avais mon oncle menuisier qui faisait des petits marteaux / et il faisait des petits marteaux.
A-blasoù e vez mailh ha 'vez ezhomm da dennañ anezhe kuit : Par endroits il y a de la boue qu'il fallait enlever / et il fallait l'enlever.

[^] 2. Pa vez strizh ar ger kent

Pa vez strizh (défini) ar ger kent, n'eus stagell (conjonction) ebet : an islavarenn a deu diouzhtu goude ar ger kent.

Me a vije e ti ma marraine, a oa o terc'hel koñvers. (ger kent : rener)
N'eo ket se a oas oc'h esa klevet ? (ger kent : renadenn eeun)
... e vijent lakaet e-barzh an hed a vije c'hoant da welet anezhe bezañ. (ger kent : doareenn)
Ha neuze e oa egile a vije graet traoñ an ti dezhañ. (ger kent : renadenn dieeun)
Ar re-se eo les saints bâtisseurs 'neus degaset... ? (ger kent : rener)
[...] e oare an eur ec’h arruemp gant laezh. (ger kent : doareenn)

Gwech ha gwech all e vez degaset an islavarenn gant ha, met raloc'h eo.

Ar machin hag a vije lakaet ed warnañ. (ger kent : renadenn dieeun)
Aze zo kavet gantañ hini hag a goache an drog. (ger kent : rener)
O komz deus he den ha zo marv. (ger kent : rener)

Raganvioù strizh zo (pronoms) a vez implijet alies evel ger kent evit sevel islavarennoù anv-verb :

• An hini

An hini 'neus ket c'hoant da vezañ re bourdet gante. (ger kent : rener)
An hini a veze an nesañ. (ger kent : rener)
An hini 'na kaozeet e dad aze dec'h. (ger kent : perc'henn ar renadenn eeun)
An hini ne oar ket e dud brezhoneg. (ger kent : perc'henn ar renadenn eeun)

• Ar re(où)

Ar reoù 'tea. (ger kent : renadenn eeun)
Evit ar re a vez prenet aze. (ger kent : rener)

• Ar pezh (+ gwelet an notenn diwar-benn petra hag ar pezh)

Tout ar pezh a oarfen. (ger kent : renadenn eeun)
Ar pezh 'mije d'ober deskiñ. (ger kent : renadenn eeun)

• Ar sort

Ar sort a vije c'hoant da gaout a vije roet dezhe. (ger kent : renadenn eeun)
Ar sort a vo. (ger kent : rener)

• Al lec'h

An islavarennoù anv-gwan gant lec'h evel ger-kent a vez implijet evit sevel islavarennoù doareañ lec'hiañ.

[^] 3. Pa vez amstrizh ar ger kent

Pa vez amstrizh (indéfini) ar ger kent e vez implijet ha(g) evel stagell :

Ma vez ur vuoc'h din hag a vo diforc'het a-benn arc'hoazh. (ger kent : rener)
Ar re-se a oa douar hag a oa manet evel se. (ger kent : rener)
Bezañ zo traoù evel-se ha zo simpl d'ober. (ger kent : rener)
Bezañ zo plasoù hag e komprenen anezhe ervat. (ger kent : renadenn eeun)

Gwech ha gwech all ne vez ket degaset an islavarenn gant ha, met raloc'h eo :

Eñ a oa un Alzasian 'na desket brezhoneg. (ger kent : rener)
Pa veze ur vuoc’h (ne) veze ket kat da gaout ul leue e vez lâret : [...]. (ger kent : rener)

• Na

Ar ger na a vez implijet evit degas islavarennoù anv-gwan er stumm nac'h :

Ur gazeg na ’nije ket an abitud da vezañ gant unan all

Met gall a reer ober hepañ ivez :

Gant ur c’hoef ha ne vije ket mat en he flas.

Raganvioù amstrizh zo a vez implijet alies evel ger kent evit sevel islavarennoù anv-verb :

• Unan, unan bennak(et)

[...] e huchent evel unan bennaket hag e vijer bet o vougañ anezhe. (ger kent : renadenn eeun)
Evit unan ha n’eo ket bet komañset bihan... (ger kent : rener)

Hep ha (raloc'h) :

’Na unan ac’h arrue e-barzh. (ger kent : rener)

• Reoù

A-benn neuze ec'h eo reoù hag ac'h arrie alies-alies war ar pemdez. (ger kent : rener)
... e vije lakaet reoù ha ne ouient ket kaer da vont d’an tableau. (ger kent : rener)

Hep ha (raloc'h) :

Bezañ zo reoù 'oa kouezhet en arouez. (ger kent : rener)

• Darn

A-wechoù e vije darn hag a c'houlenne : [...] (ger kent : rener)
Bezañ zo darn hag a oa akuit d’ober (ger kent : rener)

[^] 4. Kement / a-gement

Gall a reer ivez implijout kement (pe a-gement) evit degas un islavarenn anv-gwan. Goude ur bennlavarenn er stumm nac'h e vez graet, peurvuiañ goude ar stumm n'eus ket 'met.

Goude ur ger-kent strizh :

Ne oa ket nemet an daou-se kement a oa mat.
N’eus ket nemet se kement a gont ken.
N’eus ket nemeton-me kement a gosha.
N’eo ket ar reoù ’dez an nebeutañ a draoù kement a vez oc’h ober.

Goude ur ger-kent amstrizh :

N’eus ket nemet ur wezh kement zo arru se ganin.
N'eus ket 'met un dra a-gement 'neus keuz

Gwelet ar forum evit skwerioù tennet deus al levrioù.

[^] 5. Skwerioù ouzhpenn

Islavarennoù anv-gwan goude ur ger-kent amstrizh

A-gement / kement