Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An islavarennoù sujediñ hag an islavarennoù goulennata

Riwal, miz genver 2017

A-raok lenn ar pennad-mañ e vo gwelloc'h deoc'h lenn ar pennad-digoriñ diwar-benn an islavarennoù.

An islavarennoù sujediñ (complétives) 'deus perzh ar renadenn eeun (COD) e-barzh ar frazenn. Kavet e vezont goude verb ar bennlavarenn neuze.

Amañ e vo gwelet an islavarennoù goulennata ivez (+ an islavarennoù estlammañ), dre e kemeront ar memes plas e-barzh ar frazenn.

[^] 1. An islavarennoù sujediñ gant o verb displeget

Peurvuiañ n'eus stagell ebet. Neuze 'deus an islavarenn ar stumm-mañ : – (rannig verb) + verb displeget + fin an islavarenn.

Ne 'ta ket lavaret dezhe e rajes ur c’hachenn.
Gwel a-walc’h a raen warnañ ne ’na ket.
Ne 'meus ket c'hoant e vefe labezet diouzhtu.
[...] ken e vin sur e vo aet e-barzh an ti.
[...] da diwall 'h afent war o genoù.
Sur on dit ec'h eo mat.
Ha ne blije ket dezhi e vije kontet gevier dezhi.
Ne gredan ket ec'h afent kuit.
Evel-se e c'hallez krediñ e vije bravoc'h evit eben.
[...] 'na lavaret dezhe e oa o vont da di X da lavaret dezhañ ’na ur paotr bihan ivez. (div islavarenn, an eil e-barzh eben)

A-wechoù e vez torret urzh an islavarenn, met ral-kaer eo :

[...] e oarent e Kerdaniou ma breur e oa bev.

Gwech ha gwech all e vez implijet penaos evel stagell, met raloc'h eo. Ur roll peurleunius (explétif) 'nez ar ger penaos neuze, da lavaret eo ne seblanta servijiñ da vann ebet cf. (Penaos, complémenteur déclaratif – Arbres).

[...] ’na gouvezet penaos e vijen me o kerc’hat patatez.
Lavaret da X penaos ’meus bet ur paotr bihan ivez.
Eñ a oare penaos ne veze den ebet o kousket ’ba ’n ti.

Lavaret e vez ec'h eo an implij-se deus ar ger penaos ur perzh deus brezhoneg Bro-Dreger, met a-benn ar fin n'eo ket ken stank-se ar skwerioù e-barzh hom c'horpus.

Gwelet ar forum evit skwerioù tennet deus al levrioù.

Goude gortoz e vez implijet ar ger ken evel stagell peurvuiañ. Neuze e c'haller en em c'houlenn pe ec'h eo un islavarenn sujediñ pe ec'h eo un islavarenn doareañ.

Gortoz ken e vo arri.
[...] e oa o c’hortoz ken e vije goulennet gantañ.
Ne c’hortozen ket ken e teue an dud da welet ac’hanon.

Gwech ha gwech all ne vez ket implijet ar ger ken met raloc'h e seblant bezañ.

[...] e vije graet dimp gortoz e vije fouetet tout ar reoù all a bep eil.

[^] 2. An islavarennoù sujediñ anv-verb

E-barzh islavarennoù sujediñ zo e c'hall ar verb chom hep bezañ displeget. An anv-verb eo a vo implijet neuze, ha kavet e vo e penn-kentañ an islavarenn neuze. A-wechoù e vo degaset gant da. – anv-verb + fin an islavarenn, pe : da + anv-verb + fin an islavarenn.

• Verboù zo ne degemeront ket 'met islavarennoù anv-verb war o lerc'h.

A-wechoù [...] e tegouezhe dit bezañ diwezhatoc’h.
Eñ a gle en em virout c’hoazh pell a-walc’h.
Bez’ zo darn a ranke mont hebiou ar skeul.
E vo ret din gortoz goude merenn.
Ne vanka ket dit ankouaat da draoù.
Aze e oa komañset prepariñ an traoù.

Ma vez ur renadenn eeun (COD) da verb ar bennlavarenn, pe ma vez ar bennlavarenn er stumm gouzañvus (passif), e vez implijet da evit degas an islavarenn.

Ampich ar vugale da c’harzenniñ.
Ma vije bet laosket da dont.

Goude lakat e kaver an daou stumm, gant da pa vez ur renadenn eeun pe hepañ pa ne vez ket :

Ha ’na lakaet anezhe da c’halompat.
Nim ’mamp [...] lakaet ober anezhi.

• Goude verboù zo e vo implijet un islavarenn anv-verb pa vez rener an islavarenn hini ar bennlavarenn ivez. A-hend-all e vez displeget verb an islavarenn (gwelet uheloc'h).

Ne blije ket dezhañ kaer mont war an hent gant an trakteur.
Ma 'tez c'hoant da gas un tamm gachenn d'unan bennak [...].
Diwall a ran da debriñ re sukret.

Met pa vez ezhomm da lakat ar verb en doare divizout e ranker displegañ ar verb memes tra :

Ne 'ma ket c'hoant e vijen aet d'an tableau.
Diwall e parijes war ar c'hezeg.

Goude darn deus ar verboù-se, pa vez dishañval rener an islavarenn deus rener ar bennlavarenn e c'haller ober daou dra : displegañ verb an islavarenn (gwelet uheloc'h) pe implijout un « islavarenn » anv-verb degaset gant ar verb gwelet. Da skwer :

Goude ar verb goulenn (er stumm nac'h) :
n'houlez ket gwelet ac'hanon o vont ac'hann : tu ne veux pas me voir partir d'ici > tu ne veux pas que je partes d'ici.
n'houlan ket e lârfe papi din : je ne veux pas qu'elle m'appelle papy.

Goude ar verb kaout c'hoant :
pa vije ket c'hoant da welet anezhañ o tenañ ken : quand on ne voulait plus le voir têter > quand on ne voulait plus qu'il tête.
c'hoant 'neus e tapje poan : il veut qu’il attrape du mal.

Goude ar verb kaout hast :
Ha 'ma ket 'met hast da welet kein o borpant o vont kuit : et je n'avais qu'hâte de voir le dos de leur veste partir > j'avais hâte qu'ils partent.

Goude ar verb bezañ mat :
ma 'h eo mat dit gwelet ac'hanon o vont : si ça te va que j'y aille.

• Goude ar verb gortoz, pa vez rener an islavarenn hini ar bennlavarenn ivez :

Da c’hortoz partiañ.

Met pa vez rener an islavarenn renadenn ar bennlavarenn e vez degaset an islavarenn gant da :

O c’hortoz anezhañ da dont er-maez.
... ’mamp renket gortoz an Amerikaned d’arruout.
Oc’h c’hortoz Daniel ’h on d’arruout.

• Verboù all c'hoazh a cheñch o ster un tamm bihan pa vez un islavarenn anv-verb war o lerc'h :

Lavaret : ur ster gourc'hemen (impératif) 'deus an islavarenn cf. (Les structures causatives – Arbres).

[...] e vije lavaret dimp kas an trakteur d’ar park.

Gouzout : an islavarenn ne ra ket dave d’ur fed anavezet gant ar rener neuze, met kentoc'h d’un dra hag ec'h eo kat pe barrek pe boaz d’ober.

Gouzout a ouie ober.
Met kanañ a oare ober.

Krediñ : pa vez un islavarenn anv-verb war e lerc'h e sinifi oser.

Ne greden ket tremen.

Bezañ + anv-gwan

Goude bezañ + anv-gwan e vez kavet un islavarenn anv-verb peurvuiañ. (Met goude anvioù-gwan zo e c'hall verb an islavarenn bezañ displeget ivez, gwelet bezañ sur uheloc'h.)

Pa vez dibersonnel ar verb bezañ er bennlavarenn (= n'eus rener ebet, e galleg : c'est, ce n'est pas), ne vez degaset an islavarenn gant stagell ebet, ha neuze ec'h eo an islavarenn zo rener ar frazenn, hag e c'haller sañset lakat anezhi e penn kentañ ar frazenn : – °Diaes eo mont pelloc'h. > °Mont pelloc'h zo diaes.

N'eo ket aezet bezañ gant kezeg.
A-hend-all eo brav bezañ amañ.
Nim a oa difennet dimp kaozeal brezhoneg.

Gant un anv-gwan en e derez uheloc'h :

Aezetoc’h eo soagnal saout evit soagnal moc’h.

Met pa vez ur rener e-barzh ar bennlavarenn e vez degaset an islavarenn anv-verb gant da. An anv-gwan zo doareenn (attribut) ar rener-se neuze.

Ne vijent ket aezet da diblumañ.
Ar reoù skrivet gant Max du Veuzit [...] a oa bravoc’h da lenn.
Ar re-mañ zo barrek da dennañ war ma saout.

Islavarennoù anv-verb er stumm nac'h

Evit sevel islavarennoù anv-verb er stumm nac’h (négatives) e c'haller implijet nompas.

Lavaret e oa din nompas skrapat.
Bepred ec'h eo ken aezet nompas kaout.
Diwall a rae an nen da nompas ober re.*

* Er skwer-mañ zo bet implijet un islavarenn er stumm nac'h goude diwall, diwar levezon ar galleg moarvat. Normalamant e vez an islavarenn er stumm kadarnaat (affirmative) goude diwall (gwelet uheloc'h).

An troioù-lavar tremen hep ha chom hep a c'haller implijout ivez :

Pa vez debron n'eo ket aezet tremen hep skrapat.
chom hep dizalaniñ.

[^] 3. An islavarennoù goulennata

An islavarennoù goulennata a servij da sevel goulennoù dieeun.

• Gant ur verb displeget

Pa vez ur ger goulennata e-barzh ar goulenn eeun 'deus an islavarenn c'houlennata ar memes stumm hag ar goulenn eeun : – ger goulennata + (rannig verb) + verb displeget + fin an islavarenn. Ar ger goulennata a deu da vezañ ar stagell isurzhiañ neuze.
– Da skwer : °Pelec'h emañ ? > °Ne oaran ket pelec'h emañ.

Amañ ar gerioù goulennata a c'hall bezañ stagell isurzhiañ :
abalamour da betra, dam da betra, pegeit, pegement, pegen (+ anv-gwan), pegoulz, pehini, pelec'h, penaos, pere, peseurt (+ anv), pet (+ anv), petra, piv.

Abalamour da betra

N'on ket kat da lavaret dit abalamour da betra na dre benaos 'ma aretet.

Dam da betra

N'onn ket dam da betra ’na graet e di evel-se.

Pegeit

Ne 'meus ket soñj pegeit e oa bet e-barzh ar prizon.

Pegement

Da welet pegement e vano ganimp.

Ne oarez ket pegement a dour a ev.

Pegen

Ha neuze e c’houle gant e vamm pegen bras e vije goude.

Pegoulz

Lavar din pegoulz ec’h arrui.

Pehini

Ne oaran ket deus an daou-mañ pehini eo an hini fentusañ.

Pelec'h

Met me n’onn ket pelec’h e oa aet.

Deus a-belec'h

Ne ’meus ket soñj deus a-belec’h e oa.

Penaos

Gwel a rin penaos e vo graet.

Dre benaos

N’onn ket dre benaos ’h omp arru da gomz deus...

Pere(où)

Gouvezout a rez pereoù ’tez ezhomm ?

Peseurt

[...] da gompren peseurt blaz ’deus.

Pet

Met ne ’meus ket soñj pet a gezeg sañset a rae.

Petore

Ne oaren ket petore anv ’na ma skolaerez.

Petra (+ gwelet an notenn diwar-benn petra hag ar pezh)

Ne sellin ket petra a vi oc’h ober.

Evit petra

Ne oarent ket evit petra ec’h arruen.

Oc'h ober petra

Ne oare ket oc’h ober petra e oa.

Petra zo kaoz

Te a oar petra zo kaoz eo deut e-giz-se ?.

Piv

Ne ’meus ket soñj piv a oa d’ar c’houlz-se.

Met pa n'eus ger goulennata ebet e-barzh ar goulenn eeun e vez implijet hag-eñ evel stagell isurzhiañ (pe a-wechoù pe... pe..., gwelet izeloc'h).
– Da skwer : °Brav eo ? > °Ne oaran ket hag-eñ ec'h eo brav.

Ha ’ma goulennet gant Maman hag-eñ e oa mat din chom er gêr.
Met me n’onn ket hag-eñ int mat ivez.
N'on ket sur hag-eñ 'h eo se eo.

Daoust hag-eñ :

Ret eo dit gwelet daoust hag-eñ ’h eo gwir.

Un dra all estroc'h evit ar verb goude hag-eñ (kalz raloc'h) :

Pa 'mo kontet hemañ e oarin hag-eñ me 'mo gonezet.

Skwerioù gant pe... pe.... Un islavarenn doubl eo neuze :

[...] da lavaret dit pe vo mat pe ne vo ket.
Met me n’onn ket [...] pe e oa lazhet e-barzh ar gêr, pe e oa aet...

A-wechoù n'eus verb ebet en eil rann deus an islavarenn :

Me n'onn ket penaos 'na lazhet anezhe, pe eo taolioù dorn pe taolioù bazh pe taolioù...
Ne oaran ket pe e oa kezeg pe betra el lec'h e oa-eñ.

A-wechoù c'hoazh ec'h eo er rann gentañ an hini n'eus verb ebet :

N’onn ket pe « sivi » pe « sibi » e vez lâret.

• Islavarennoù goulennata gant un anv-verb

An islavarennoù goulennata a c'hall bezañ islavarennoù anv-verb ivez.

Ne oaren ket penaos kregiñ ’ba troad ar morzhol.
[...] e vije ret gouzout pere lakaat.
[...] ha da c’houzout petra lakaat pelec’h.
Ne oare ket bu petore penn antren ’ba an iliz.

Islavarennoù anv-verb goulennata degaset gant da :

Ne ouiemp ket kaer petra d'ober diontañ.
Ha hemañ ne ouie ket petra da respont.
Ne oare ket ar reoù yaouank penaos d’ober evit en em dennañ.

[^] 4. An islavarennoù estlammañ

Savet e vez an islavarennoù estlammañ (exclamatives) war ar memes patrom hag an islavarennoù goulennata. Ar stagell isurzhiañ a vo pegen + anv-gwan.

Ne vefe ket soñjet biken pegen aezet e vijent d’ober.
Gwelet ’teus pegen chik eo laket.
Ne oarez ket pegen mat eo !

[^] 6. Skwerioù ouzhpenn

Islavarennoù sujediñ gant o verb displeget

Penaos (peurleunius)

Gortoz ken

Nompas

Pegoulz

Penaos (goulennata)

Dre benaos

Petore

Petra

Oc'h ober petra

Pelec'h

Hag-eñ

Pe... pe...