Ar raganvioù-diskouez
Tangi YEKEL, miz gouere 2018
Gwechall e vije implijet an tri rannig-diskouez -mañ, -se ha -hont evit sevel ar raganvioù-diskouez. Tal-kichen hemañ ha hennezh e oa deus henhont. Herie-an-deiz avat ne vez ket klevet ken hennezh diwezhañ en hom brezhoneg.
Evit an drivet gour unan n'anavezomp ket nemet ar stummoù-mañ neuze :
| gourel | hemañ : hémã | hennezh : hẽs (raloc'h : hénes) |
|---|---|---|
| benel | homañ : homɑ̃ | honnezh : hɔ̃s (raloc'h : hɔ̃nes) |
Favereau (1997, p.118) a ra ar memes koñstad diwar-benn ar stumm -hont o vont da goll. Notenniñ a ra neuze « des formes nouvelles (mais un peu familières) comme hemañ all cet autre, hounn'zh all idem (fém.), ar re-m' all Ph les autres... gus ». Ar frammoù-se a gaver ivez en hom brezhoneg ha kavet a ra dimp zo un tamm ster-gwashaat gante :
hemañ all : hém al
-
🔗 hemañ all
[hem al]
l'autre là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
homañ all : hom al
-
🔗 homañ all an hini 'meus bet herie
[‘homal ni møz bet 'hɛje]
c'est cette autre-ci que j'ai eue aujourd'hui
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
hennezh all : hẽz al
-
🔗 hennezh all oc'h arriout aze
[hẽ:z al ’hɑjud ’ɑhe]
l'autre là qui arrive ici
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
honnezh all : hɔ̃z al
-
🔗 honnezh all
[hɔ̃'zɑl]
cette autre-là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
ar re-mañ all : rém' al
-
🔗 ar re-mañ all
['remal]
les autres-là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
ar re-se all : rézé al
-
🔗 ar re-se all
[reze ɑl]
les autres-là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Evit ar pezh a sell al liester just a-walc'h en em gavomp gant un toullad-brav a raganvioù-diskouez.
Ar stummoù stankañ a glever eo ar re-se (rézé / raloc'h : réz) hag ar re-he (réhé / réé). Bezañ zo stummoù all savet diwar ar re-mañ gant merk al liester -où ouzhpennet :
Pe da re :
ar reoù-se : réwzé
-
🔗 kement a salopriaj zo 'ba ar reoù-se evel 'ba 'r gachoù
[’kemɛn ˌsalo’priɑʃ so bar rew ze wɛl bar ’gɑ:ʃo]
il y a autant de saloperies dans ceux-là que dans les autres gâteaux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Pe da -se :
ar re-seoù : rézéw
-
👂 🔗 ar re-seoù oc'h arriet ha reoù o vont a-raok koura, peogwir tout ec'h arrifomp da vont a-raok kwa
['ʁezew o 'hɑjɛt a ʁew vɔ̃n ɾo:k kuɾa py tut 'hɑjfɔ̃m də vɔ̃n ə'ɾo:k kwa]
ceux-là qui arrivent [naissent] et ceux qui meurent quoi, puisque tout nous en viendrons à mourir quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Ar raganv lost-ger -ig zo barrek da heuilh merk al liester -où. Daou skwer hon eus, bet klevet holl gant ar memes plac'h deus Koadaskorn :
me 'meus klasket ar re-seouig
-
👂 🔗 me 'meus klasket ar re-seouig
[me møs 'klɑskə re'zewic]
moi j'ai cherché ceux-là
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
'h on bet o kerc'hat boued d'ar re-seouig
-
👂 🔗 feiz, goude-kreistez neuze, bremañ-souden, 'h on bet o kerc'hat boued d'ar re-seouig
[fe: ’gu:de kres’te: nœe ˌbomə’zɔ̃m hɔ̃ be ’kɛrhəd bwed də re’zewic]
ma foi, l'après-midi alors, tout à l'heure, j'ai été chercher de la nourriture pour ceux-là [oiseaux]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Jouitteau (Les démonstratifs), da heul Hewitt hag an Du, a wel un tech da lemel re er framm :
« En Trégor, cette évolution montre un pas de plus car les formes rapportées par Hewitt (2001) et Le Dû (2012, p.71) montrent un effacement du morphème re, avec -où comme seule forme du pluriel. »
Deus tu ar c'huzh-heol an hini e vez klevet an aliesañ. Ar skwerioù bet kavet en hom c'horpus zo bet roet peurvuiañ gant tud deus Plûned :
evel-se ar 'seoù a oa bet en em gavet ganimp ivez
-
👂 🔗 evel-se ar re-seoù a oa bet en em gavet ganimp ivez
[vi'sɛ zew wa be nɔ̃n gɑ:d gənim ‘ie]
comme ça ça s'était retrouvé avec nous [on les avait récupéré aussi, terres]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
ar 'seoù a deske a-walc'h a raent
-
👂 🔗 ar re-seoù a deske a-walc'h a raent
[zew ’diskɛ ə’wɑh ʁɛɲ]
ceux-là apprenaient pas mal
Gant : Jerar Toudig, ganet e 1962 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Plûned.
Dastumer : Tangi
aze e oa deuet ar 'seouig
-
👂 🔗 aze e oa deut ar re-seouig
[’ɑhe wa dœ ’zewic]
[à cette époque-] là étaient arrivés ceux-là [tracteurs]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
Ar framm ar re-mañ a vez kavet un tamm mat nebeutoc'h evit ar framm ar re-se hag ar stummoù deveret dioutañ. Dam da se sur a-walc'h eo muioc'h stabil : n'hon eus ket notennet stumm all ebet dioutañ.
Da notenniñ penaos o deus ar raganvioù-diskouez-se talvoudegezh ur raganv-gour pa vezont laket e penn kentañ ur frazenn. Kement-se a lâre Jul Gros e Teñzor ar brezhoneg komzet (1970, p.33) :
« Hennez ('celui-là'), honnez ('celle-là'), ar-re-ze ('ceux-là', 'celles-là') sont des mots usés à force d'être employés. On verra dans le texte breton combien sont nombreuses les phrases commençant par ces mots. Dans la plupart des cas, leur sens démonstratif s'est détérioré au point de n'avoir plus la valeur que d'un pronom personnel se rapportant à un être dont il a déjà été question dans la conversation. On les traduit souvent par 'il', 'elle', 'ils' ou 'elles'. »
Deus gwelet zo en hom brezhoneg un raganv-diskouez all, hoñ [hõ] (elle, celle-là). Nemet hag ur stumm krennet deus honnezh e vefe ? War a seblant eo kat an eil da ramplas egile, evel diskwelet er frazenn dindan :
ha hoñ... honnezh zo un tamm pluskenn warni
-
👂 🔗 honnezh zo evel... 'ba ar genre d'an irvinenn, honnezh zo don-mat 'ba an douar, eo ret kreuziñ, oh ya ! ken don-se, hag e ra... n'eo ket... n'eo ket na ront na karrez met añfin, ingal eo, ha hoñ... honnezh zo un tamm pluskenn warni ha neuze pa droc'hi anezhi eo druz, se zo kurius kwa, evel peg eo
[hɔ̃:s so wɛl ba ʒɑ̃ɹ də niɹ’vi:nən hɔ̃:s so dɔ̃n’mɑd ban ’du:aɹ ɛ ʁɛt ’kɾœ:zĩ o ja ken dɔ̃n ze a ɹa nɛ kə nɛ kə na ɹɔ̃n na ’kɑɹe mɛd ɑ̃’fin ’iŋgal ɛ a hɔ̃: hɔ̃:s so tɑ̃m ’plyskən waɹni a ’nœ:he pe ’dɾo̞:hi nɛj ɛ dɾy: ze zo ky’ɹy:s kwa wɛl pe:k hɛ]
celle-là c'est comme... dans le genre du navet, celle-là est très profond dans la terre, il faut creuser, oh oui ! aussi profond que ça, et elle fait... ce n'est... ce n'est ni rond ni carré mais enfin, c'est égal, et elle... celle-là a une petit pellicule sur elle et alors quand tu la coupes c'est gras, c'est curieux quoi, comme de la colle que c'est [tamier]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
E-pad pell hon eus kontet anezhañ evel ur raganv-gour, e-kichen hi. Ha gwir eo, e 90 % deus an degouezhioù e kaver hoñ gant talvoudegezh ur raganv-gour sujed a-raok ar verb :
oh ya ! hoñ a gle bezañ war da gilhenn 'vat
-
👂 🔗 oh ya, hoñ a gle bezañ war da gilhenn 'vat
[o ja hɔ̃: gle ’be:ɑ̃ waʁ də ’giʎən ha]
oh oui ! elle doit être sur ta quille
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
Goude ar verb e vez kavet ivez :
da biv emañ hoñ oc'h ober sin 'ta ?
-
👂 🔗 aze 'deus graet sin din, un tamm mat a-raok, (T. : Anjela ?) « da biv emañ hon oc'h ober sin 'ta ? », kar me 'sellan ket 'ba an oto hañ ! peogwir dija eu... ba, dija 'ba an hent Saint Yves, aze n'eo ket ledan hañ ! 'meus ket ezhomm... 'meus ket ezhomm da douch deus trottoir peotramant 'mo ur gastennad
[ˈɑhe̞ døz gwe̞d ˈziːn dĩ - tɑ̃ˌmɑd əˈʁo̞k - də ˈbiw mɑ̃ ˈhɔ̃ː ho̞ːr ˈziːn ˌie ta - kaʁ me zɛˈlɑ̃ kə bah ˈnoto ɑ̃ - pəˈguːʁ deʒa ə - ba deʒa ba nɛn ... - ˈɑhe̞ ˈne̞ kə ˈleːdən ɑ̃ - ˈmøs kəd em - ˈmøs kəd em də ˈduʃ dəs tʁoˈtwaʁ - pəˈtɑ̃mɑ̃n mo gasˈtenət]
là elle m'a fait signe, bien en avant, (T. : Angéla ?) « à qui est-ce que celle-là fait signe ? », car moi je ne regarde pas dans les voitures hein ! puisque déjà euh... ba, déjà dans la rue Saint Yves, là ce n'est pas large hein ! il ne faut pas que je... il ne faut pas que je touche le trottoir, sinon je vais faire une chute
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Koulskoude, pa seller a-dost deus an implijoù anezhañ e remerker ec'h a en-dro evel ur raganv-diskouez. N'hall ket bezañ kontet evel raganv-gour dizalc'h han-se. Da skwer e c'hall hoñ en em gavet war-lerc'h un araogenn :
n'a ket primoc'h gant hoñ evit gant unan all
-
🔗 n'a ket primoc'h gant hoñ evit gant unan all
[na kə 'prymɔh gɑ̃ hɔ̃: wi gɑ̃n al]
elle ne va pas plus vite avec celle-là qu'avec une autre
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
Evel renadenn eeun :
me a dapo hoñ moarvat
-
🔗 'teus ezhomm ebet, me a dapo hoñ moarvat
[tøz e:m bet me ’dɑpo hɔ̃: ma’hɑt]
tu n'as pas besoin, je la prendrai certainement [jument]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
Pe c'hoazh evel renadenn-dra :
mamm hoñ
-
🔗 hag he mamm ha ma mamm-me, mamm hoñ, mamm ar plac'h-se, mamm an hini oa lazhet, oa kamaradezed
[ag i mɑ̃m a mə mɑ̃m me mɑ̃m hɔ̃: mɑ̃m plɑh se mɑ̃m ni: wa ’lɑhət wa kɑ̃ˌmɑra’de:zɛt]
et sa mère et ma mère à moi, la mère de celle-là, la mère de la fille-là, la mère de celle qui avait été tuée, étaient amies
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
breur hoñ a oa dantist 'ba 'r Pempoull
-
👂 🔗 breur hoñ a oa dantist 'ba 'r Pempoull
[brœr hɔ̃: wa dɑ̃’tist bah ’pɛmpul]
le frère de celle-ci était dentiste à Pempoull
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
Degas a ra Jouitto da soñj kement-mañ : « les démonstratifs peuvent apparaître dans l'état construit, alors que cette distribution est agrammaticale pour les pronoms ». Bezañ hon eus ur skwer avat gant ur raganv-gour dizalc'h e-barzh ur renadenn-dra :
tad hi
-
🔗 tad hi
[tɑ:t hi]
son père à elle
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Kontet hon eus dre vras pet gwech e kaver hi, homañ, honnezh ha hoñ en hom c'horpus :
| hi | homañ | honnezh | hoñ | |
|---|---|---|---|---|
| pet gwech | 70 | 70 | 270 | 280 |
| tregantad | 10 % | 10 % | 39 % | 40,5 % |
Ret eo goût o devez ar raganvioù-se talvoudegezh ur raganv sujed etre 80 ha 90 % deus an amzer. Gwelet a raer neuze eo techet ar vrezhonegerien d'implijet honnezh ha hoñ un tamm mat muioc'h.