Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar rannig bet

Tangi YEKEL, gwengolo 2019

Er pennad-mañ e kinnigomp studiañ implijoù dishañval ar rannig bet, a c'hall bezañ anv-gwan-verb (verboù bezañ ha kaout) ha rannig arvez (particule aspectuelle). Diskwel a ra Melani Jouitto ar sterioù lies-se e penn-kentañ he fennad bet :

« Bet réalise plusieurs éléments différents par leur sémantique comme par leur distribution syntaxique. En (1), le premier est d'ordre emphatique ou explétif, alors que le second réalise le participe du verbe lexical bezañ 'être'. L'un comme l'autre peut apparaître indépendamment, même si l'effet de doublement participe de l'effet d'emphase. »

(1) bet zo bet un amzer tremenet e karen o kariñ hag e vezen karet

[^] 1. Anv-gwan-verb

[^] Verb bezañ

En degouezhioù-se en deus an anv-gwan-verb bet talvoudegezh été, allé, passé, eu (existenciel) :

Bet e oant ur pennad mat o tennañ gant fuzuilhoù quoi

n'eus ket bet den ebet

Ha ma dud a oa bet e-barzh un toullad mat a euredoù a-raok

bet on o welet anezhi c'hoazh met

nevez-vet eo

Ur wech bennaket e vez klevet frazennoù gant un ellips deus ar verb-skoazell bezañ. Neuze emañ bet e penn-kentañ un islavarenn anv-gwan-verb :

... e oa o treuziñ ar blasenn, bet o falc'hat traoù

[^] Verb kaout

Ar memes stumm hag ar verb bezañ an hini eo, gant ar ster eu, obtenu, reçu :

aze evit ober ervat 'da bet ezhomm ul loen kwa

'meus ket bet kement-all a blijadur

me 'meus bet kustum da glevet hennezh

hennezh 'meus nevez-vet

[^] Amzerioù kevrennek

Implijet e vez an anv-gwan-verb bet (bezañ pe kaout) e amzerioù kevrennek dishañval, dreist-holl an amzer vremañ kevrennek hag an amzer dremenet ledan kevrennek, evel hon eus gwelet er skwerioù a-us. Barrek eo an div amzer-se da gaout ur stumm boas :

tout a oar war ar pezh a vez bet war ar journal hañ

ne vezer ket bet nemet ur wech

pa vez bet glav un tamm

Pa vije bet sec'h e oa sañset chom sec'h goude

Kavet e vez ivez evit stummañ an amzer da dont kevrennek :

herie e vo bet tomm betek noz

« ar pezh 'to bet 'to bet » a oa lâret din

[^] Framm bet on ha...

Sachañ a ra Yann Gerven hom evezh war ar framm stank-se en hom brezhoneg gant ar pennad Me zo bet hag... Gouez da Jul Gros, ar framm-se « évoque un temps passé dans lequel se situaient une action ou un état qui ont cessé d'exister » (TDBP2, 1989, p.46).

Oc'h ober anezhañ e vez an anv-gwan-verb bet, ar verb-skoazell bezañ hag ar stagell ha. Gallet a ra bezañ troet gant il fut un temps où... :

kar me zo bet ha 'ma leun war ma... war ma daouarn aze

bet on ha 'mije d'abardaez-noz ordinal

bet eo ur pennad-mat ha ne oa ket kat da vann ebet kwa

Alies ec'h a ar stagell ha kuit dirak ur verb degaset gant ar rannig o :

bet on o vont met bremañ n'an ket ken (j'y ai été [chasser] mais maintenant je ne vais plus)

bet on o c'hoari mat (à une époque j'ai bien pratiqué euh...)

me zo bet oc'h ober se (moi j'ai fait ça à une époque)

Dirak ar verb-skoazell bezañ :

amañ e oa bet e oa lapined aze

bet e oa e vije roet muioc'h louzoù, ne vez ket graet ken, me a gav

bet e oa e oamp muioc'h

Pe c'hoazh dirak un islavarenn :

bet e oa, pa oant yaouankoc'h, e vije... (à une époque, quand ils étaient plus jeunes, il y avait...)

[^] Framm bet on evit...

Er framm-se e kaver bet + verb-skoazell bezañ + evit + verb d'eztaol emañ an ober prest d'arriet :

me zo bet evit bezañ telefonet dit

... oa bet evit mont da welet

me a oa bet evit lâret da Jañ Bihan pa oa arru er gêr

Dre astenn ster e vez implijet da gomz deus unan bennak war ar renk (evit ur votadeg) :

hoñ a oa bet evit bezañ maer

an hini oa bet evit bezañ koñseilher

[^] Bezañ e-plas genel

Alies e vo implijet bet evit lâret eo ganet ur boud bev :

pa oa telefonet da lâret oa bet Edern

ma vije bet e-kerzh an hañv

n'eo ket bet ? du-se ?

met arri e oa... nevez-vet, unan a oa bihan bepred

[^] Plas bet er frazenn

Koñstatiñ a ra Francis Favereau penaos, « comme l'adjectif, l'adverbe et divers modaux, le participe passé se met souvent en tête d'une principale, notamment bet » (1997, p.187) :

bet 'neus ul louzenn

bet zo tud deus klevet

War-lerc'h ar verb-skoazell e vez kavet ingal :

me 'meus bet chañs 'ba ma aferoù

dec'h e oa bet tomm hañ

Er stumm-nac'h en em lako war-lerc'h an adverb nac'hañ ket :

Ne oa ket bet yac'h

[^] Bet doublet

Ne vez ket doublet bet en hom brezhoneg hep arvez parfetaat (aspect perfectif). Diskwelet eo gant kartenn 068 an ALBB, e-lec'h e vez gwelet Bro-Dreger (gant Bro-Ouelo ha Kernev-Uhel) oc'h en em dishañvelaat deus ar peurrest deus Breizh :

bet eo klañv

bet on skrapet

Betek re e vez doublet bet gant an nevez-vrezhonegerien eme Favereau, hag ar wirionez zo gantañ (idem, p.187) :

« La répétition (du type bet eo bet klañv il a bien été malade) que l'on entend beaucoup trop en néo-breton (comme en Léon peut-être ?) devrait rester l'exception, en vertu de sa vraie force d'insistance. »

[^] 2. Rannig arvez

[^] an amzer dremenet adkevrennek

Barrek eo bet da vezañ ur rannig arvez (particule perfective), da lâret eo e verk achumant an ober. Servijet a ra da sevel un amzer dremenet adkevrennek. Diskwel a ra Jouitto pegen dibar eo en he fennad passé surcomposé :

« Le passé surcomposé est un trait marquant du système temporel breton. Il est remarquable par l'usage, avec un temps composé, de la particule aspectuelle bet, 'été'/'eu' en plus du participe. »

Gouez da Jul Gros, « le T[régorrois] P[arlé] l'emploie de plus en plus à la place du passé composé qui lui parait moins catégorique et moins apte à souligner l'achèvement de l'action (aspect perfectif) » (TDBP3, 1984, p.318) :

Chantal zo bet kouezhet

div yar zo bet aet gante

bet on tremenet ivez

bet 'deuint graet hañ

Diskwel a ra an implij-se eo bet tremenet an ober en un amzer dremenet peurachu. E-se e tiskwel « l'antériorité par rapport à un passé composé simple » (Favereau, idem, p.256). En degouezhioù-se e c'hall an anv-gwan-verb bet hag ar rannig parfetaat bet bezañ implijet asambles :

ya, bet zo bet (oui, il y en a eu [dans un passé révolu])

... 'neus bet bet tortadoù pa oa yaouank (... a eu pris des cuites quand il était jeune)

Barrek eo ar rannig parfetaat bet da vezañ doublet en amzer dremenet adkevrennek. Hervez Yann an Du e vefe aze un arliv ster, un tamm douetañs o vezañ eztaolet (2012, p.90) :

« On rencontre aussi parfois une forme comprenant deux fois le participe passé de béã, bét, qui indique l'action achevée brève, avec une nuance de doute : béd noez bé klèwe kõms tiwahh 'il a entendu parler de vous' ; 'il croit se souvenir d'avoir entendu parler de vous'. »

Hom skwerioù ne diskwelont ket se. Evit ar pezh a sell ar ster ne vez degaset mann ebet gant ar bet doublet-se. Evitomp e servij da bouezañ war an arvez parfetaat hepken :

bet 'peus bet klevet komz deus kastell Brelidi

bet 'deus bet lâret ne blije ket dezhi

bet 'meus bet aret gant tri a gezeg ivez

bet 'teus bet gwelet ar seurt-se

bet 'meus bet graet ar barti

bet eo bet kouezhet ivez

Remerkiñ a ra Jouitto e korpus Jul Gros « des exemples où la particule bet ne semble pas compatible avec une lecture perfective » :

a-viskoazh eo bet plijet e wele dezhañ
ne 'teus ket bet anavezet Mark ?

Ne gav ket dimp zo un amzer dremenet adkevrennek er frazenn gentañ. Un dro-lavar (tu-gouzañv ?) stank eo gant ar verb-skoazell bezañ + (bet) + plijet + rener + eksperiãnser degaset gant da. Dimp-ni en deus bet talvoudegezh un anv-gwan-verb aze, ha n'emañ ket aze da verkañ eo peurachu an ober. Skwerioù hañval hon eus :

reoù eo bet plijet se dezhe a derc'h d'ober hañ

eñ zo bet plijet ordin

ordin eo bet plijet ar vugale vihan din

n'eo ket bet plijet pa 'vije 'ba 'r gouent

n'eo ket bet plijet kizhier din gwezh ebet

Evit ar pezh a sell an eil frazenn hon eus klevet reoù hañval, peurvuiañ evit komz deus tud varv. Kement-mañ a diskwel arvez parfetaat (aspect perfectif) ar rannig bet en degouezhioù-se :

'teus ket bet anavezet Jobig ar Peuc'h ivez, nann ?

daou vab dioutañ 'meus bet anavezet

'meus bet anavezet anezhañ dre ma 'neus bet graet pigeons voyageurs kwa

Koulskoude e kavomp ur skwer hag a c'hallfe diskwel un dalvoudegezh all deus bet :

'meus bet anavezet anezhi... abaoe ordin

[^] Amzerioù kevrennek all

Notennomp evit achuiñ e c'hall an amzer dremenet ledan kevrennek bezañ adkevrennek gant ar rannig bet :

petra 'mamp bet graet ?

eñ oa bet aet gant Henri

bet e oa graet ur chanson war se

Evel amzer dic'hallus an doare divizout :

prest a-walc'h e vijen bet aet d'an Indochine

me 'mije bet graet primoc'h

ne vije ket bet deut amañ a-hent-all hañ

sell 'ta e vijen bet rekouret ganit