Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar vokatif

Tangi YEKEL, eost 2019

Evit gelven unan bennaket e rey Yann brezhoneger gant « strolladoù anv vokatif ha zo strolladoù anv da c'helven » Melani Jouitto, (le vocatif). Ar strolladoù anv vokatif « a c'hall bezañ leksikal pe raganv ».

[^] 1. Vokatif leksikal

Ur renabl klok a-walc'h deus ar gerioù implijet evit gelven unan bennaket a ro Jul Gros (TDBP3, 1984, p.601) :

paotr ! paotred !
plac'h ! merc'hed !
paotr kaez ! plac'h kaezh !
ma faotr ! ma mab ! ma flac'h !
gwarsed ! gwazed !
maouez ! gwreg !
paour ! paourig ! kaezh ! kaezhig !
ma bihan(-ig) ! ma evn(-ig) ! ma c'halon(-ig) ! ma loutenn(-ig) !
paotrig ! plac'hig ! mabig !
ma den mat ! ma zud vat !

N'hon eus ket klevet anezhe-tout, na tost. Gwir eo eo deut war-draoñ implij ar brezhoneg hag aet eo war-baouraat war an dachenn-se ivez. Dreist-holl ar gerioù eztaolet evit kaozeal deus ar vugale, skubet ma int bet gant ar c'hiz gall.

Koulskoude e chom bev implij ar vokatif leksikal en hom brezhoneg. An hini a glevomp an aliesañ eo paotr :

aze out sammet 'vat, paotr !

arri int gweñvet avat, paotr

Evit ur bugel e vo ouzhpennet alies an dibenn karantezus -ig :

ha bezañ 'teus traoù 'vat paotrig !

Peotramant c'hoazh an anv-gwan bihan :

ne oaran ket penaos 'teus c'hoant da lâret, paotr bihan

hey ! ma faotr bihan !

Evit ur paotr yaouank e vo kavet gwelloc'h ober gant... paotr yaouank :

paotr yaouank, mat ar jeu ?

Deus unan kozh eo paotr kozh an hini a vo klevet :

o feiz, arru out paotr kozh !

Pa vez c'hoant gant an nen lakat egile da druezañ pe da fourbilhañ e vo ouzhpennet kaezh :

charjoù, paotr kaezh ! zo inkomprenabl

Ar memes efed a vo klasket gant mab kaezh :

me 'ma mizer mab kaezh !

Pa vo kaozeet deus ur penn bras pe deus un estrañjour e vo implijet aotrou :

na servij ket deoc'h, aotrou !

Evit kaozeal gant fent deus ur bagad tud hon eus klevet kañfarded (garnements) :

neuze kañfarded ?

Evit gelven merc'hed n'hon eus nemet daou skwer, gant merc'hed ha plac'h bihan :

eh ! c'hwi merc'hed !

deus amañ ma blac'h bihan !

Ma eo ken treut an dastum evit ar merc'hed eo peogwir on un tad, daou vab dezhañ. Ma 'mije bet merc'hed 'ma dastumet moarvat muioc'h a stummioù benel.

Distroomp d'ar vugale ha notennomp e c'hall ar ger bugel e-unan bezañ implijet evit gelven :

... bugel !

Achuomp gant un dra fentus. Implijet e vez ar raganv jenerik Jañ-Mai evit komz deus n'eus forzh petore paotr bihan :

oh, Jañ-Mai, oc'h ober petra out ?

arri oc'h Jañ-Mai

Anavezet eo pelloc'h. Gouez da Riwal Jorjelin e vije lâret « Jañ-Mai Nitu » (« Jañ-Mai an ed-du ») gant e dad-kozh deus Plouvagor diwar-benn ar baotred o c'hoari las.

[^] 2. Vokatif raganv

Koñstatiñ a ra Jouitto kement-se : « il existe en breton un paradigme de pronoms vocatifs, c'est-à-dire de pronoms d'adresse ». Resisaat a ra penaos eo ar paradigm-se « restreint à la deuxième personne ».

N'eo ket dislâret gant Jul Gros (TDBP3, 1984, p.100) :

n'eo ket a-walc'h ar boan a vez, met ar frejoù a vez, te ! (ce n'est pas le tout, le mal que l'on a, mais les frais qu'on a, toi ! [rends-toi compte !])
an arc'hant ac'h a e-kerzh hennezh, c'hwi ! (l'argent qu'il me coûte, celui-là... vous ! [ne comprenez-vous pas ?])

N'hon eus ket frazenn ebet gant ar c'hwi vokatif-se. Stank stank eo an te vokatif avat en hom brezhoneg. Dre-se e klask ar c'homzer sachañ evezh egile. Talvezout a ra kement ha rends-toi compte !

Peurvuiañ e vo kavet e fin ar frazennoù :

hag eñ a desko prim te !

honnezh oa ken jentil te

o nann te !

klevet 'mamp trouz an avioned te

Gallet a ra en em gavet e-kreiz ar frazenn avat :

ar c'hezeg te a oa kaset da...

ar park te a vo karrez pe rectangle

ar re-se te a diwan goude peogwir...

hoñ gant an drubuilh te a oa en em gavet dall

a-hend-all te, ne vezent ket pell