{"id":12,"date":"2016-12-04T18:56:33","date_gmt":"2016-12-04T17:56:33","guid":{"rendered":"http:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/?p=12"},"modified":"2016-12-31T14:59:18","modified_gmt":"2016-12-31T13:59:18","slug":"ar-raktres-ahotsak-en-euskadi","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/2016\/12\/04\/ar-raktres-ahotsak-en-euskadi\/","title":{"rendered":"Ar raktres Ahotsak en Euskadi"},"content":{"rendered":"<p>Kinniget e vo ama\u00f1 dindan un destenn bet savet diwar ur c&rsquo;hounskrid Master 2 Brezhoneg skrivet gant Derv Uhello\u00f9-Meyler en 2015. Hennezh en deus studiet ur raktres interesant ken ec\u2019h eo bet kaset da benn er pemzek vloaz diwezha\u00f1 en Euskadi\u00a0: Ahotsak.<\/p>\n<p><!--more--><\/p>\n<p>Da genta\u00f1 e oa un arbennigour war an euskareg, kelenner skol-veur, Koldo Zuazo. Embannet en devoa e 1999 ul levr diwar-benn euskareg trao\u00f1ienn an Deba (provi\u00f1s Gipuzkoa, Euskadi ar C\u2019hreistez). E-skeud bruda\u00f1 al levr-se en doa bet sikourio\u00f9 gant 11 parrouz diwar 17. Ha dastumet en-dro dezha\u00f1 un toullad-mat a dud tomm o c\u2019halon deus euskareg an drao\u00f1ienn. Dre-se e oa la\u00f1set ur gevredigezh nevez e 2001 evit kas war-raok rannyezh Deba e kement parrouz a oa, Badihardugu hec\u2019h anv. Sell aze d\u2019ober petra e oa bet krouet\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab &#8211; Kroui\u00f1 al lec&rsquo;h a vodo ar re a labour evit an euskareg e traonienn Deba, boda\u00f1 nerzhio\u00f9 ha dont a-benn etre an holl da dizhout ar gwella\u00f1 disoc&rsquo;ho\u00f9 posubl.<\/p>\n<p>&#8211; Rei\u00f1 brud d&rsquo;hor yezh bro ha tenna\u00f1 ar c&rsquo;hemplezho\u00f9 zo stag outi. Brouda\u00f1 ha brasaat implij ar rannyezho\u00f9. Dalc&rsquo;hmat gant lec&rsquo;h ha kefridi ar batua sklaer en hor fenn.<\/p>\n<p>&#8211; Boda\u00f1 ar c&rsquo;horpus ha suraat e blas er standart.<\/p>\n<p>&#8211; Yac&rsquo;haat ha pinvidikaat an euskareg o labourat hag o rei\u00f1 nerzh d&rsquo;ar parlanto\u00f9 bro.<\/p>\n<p>&#8211; Evit pezh a-sell ouzh statud ar yezh er gevredigezh, brouda\u00f1 an treuzkas naturel ha kulturel. Kemer ar rummad nevez evel test, suraat an treuzkas hag azeza\u00f1 ha bruda\u00f1 war dachenno\u00f9 an implij.<\/p>\n<p>&#8211; Kenlabourat ha kengloka\u00fcsa\u00f1 gant raktreso\u00f9 he\u00f1vel o zres hag o falio\u00f9, diwan dialusko\u00f9. \u00bb miz ebrel 2001 (p21)<\/p><\/blockquote>\n<p>Stank eo an danvez dija, ha tro hon do da gomz diouta\u00f1 diwezhatoc\u2019h. Adalek ar penn kenta\u00f1 zo bet birvilh er gevredigezh en-dro da gKoldo Zuazo. Embannet o doa diouzhtu kalz a studiadenno\u00f9 diwar parlanto\u00f9 an drao\u00f1ienn ha kinniget o doa d\u2019ar parrouzio\u00f9 rei\u00f1 dorn dezhe da greski\u00f1 implij ar rannyezh er vuhez foran. Abred a-walc\u2019h avat e oant bet krog da labourat war ur pezh raktres, e-mesk bern trao\u00f9 all\u00a0: al lec\u2019hienn Ahotsak (\u00ab\u00a0mouezhio\u00f9\u00a0\u00bb).<\/p>\n<p>En 2003 e stagas ar gevredigezh Badihardugu gant al labour e trao\u00f1ienn an Deba. Emglevio\u00f9 a voe sinet gant un toullad mat a barrouzio\u00f9 evit \u00ab\u00a0dastum ha skigna\u00f1 euskareg ha glad dre-gomz ar barrouz\u00a0\u00bb (p54). Gant an arc\u2019hant bet serret e koma\u00f1sas skipailh Ahotsak da vont da filma\u00f1 euskaregerien gozh an drao\u00f1ienn e pep parrouz. Met prim a-walc\u2019h e voent gelvet gant parrouzio\u00f9 deus kornio\u00f9 all deus Gipuzkoa da vont di d\u2019ober ar memes labour. Dre-se en em ledas tamm-ha-tamm tachenn labour Ahotsak war ar vro en he fezh.<\/p>\n<p>En 2008 e voe digoret al lec\u2019hienn war an ton bras. A-benn neuze e oa an holl rannyezho\u00f9 warni ha lodenn vrasa\u00f1 parrouzio\u00f9 ar vro euskarek. Delc\u2019het o doa da labourat hardizh er bloavezhio\u00f9 war-lerc\u2019h evit serri\u00f1 ar muia\u00f1 a euskarego\u00f9 lec\u2019hel ma c\u2019hallent, ha talvoudekaat anezha\u00f1 war al lec\u2019hienn. Aet eo al labour-se war dousaat abaoe, met divent eo an danvez a gaver war al lec\u2019hienn. E miz mae 2015 e oa moaien da glevet euskareg 300 parrouz, ar pezh a rae tost da 5 000 komzer, 7\u00a0000 enrolladenn, 26\u00a0000 film. Evit al labour-se e oa bet roet 500\u00a0000 \u20ac gant provi\u00f1s Gipuzkoa hag ar bank Kutxa. E-se e oa bet paeet un toulladig tud da gas war-raok al labour dastum. An disoc\u2019h zo ur gwir \u00ab\u00a0korpus hengounel an euskareg\u00a0\u00bb\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>Ret eo kaout <strong>un oustilh diazezet war ar c&rsquo;horpuso\u00f9 dre gomz <\/strong>evit gouzout an holl drao\u00f9-se, an hini diazezet war parlanto\u00f9 hag enrolladenno\u00f9 Bro-Euskal a-bezh a zizkouezfe dimp skouerio\u00f9 an holl, an hini a lakfe war-wel implij hor zud-kozh, hag asambles gant ar skouerio\u00f9 treuzskrivet, an hini a rofe dimp da glevet (ha da welet ar c&rsquo;homzer o prezeg) an danvez da lenn-se, a-drugarez d&rsquo;ar fichennaouego\u00f9 klewelet a-vrema\u00f1 ha d&rsquo;ar pezh diharz a c&rsquo;haller ober dre internet. Da stouva\u00f1 ar vank-ma\u00f1 e teu <strong>Korpus hengounel dre gomz ahotsak<\/strong>. [<\/em><em>Ahotsak]<\/em> \u00bb p82<\/p><\/blockquote>\n<p>Er bloavezhio\u00f9 diwezha\u00f1-ma\u00f1 eo krog ar gevredigezh da liesaat an tachenno\u00f9 m\u2019ema\u00f1 o labourat warne\u00a0: yezh ar re yaouank, ar rannyezh er skol, an istor, ar c\u2019han\u2026 ha bep tro danvez serret ha skignet. Stank stank eo an trao\u00f9 bet graet gant ar gevredigezh Badihardugu en ur ober pemzek vloaz. Ha posubl e vefe ober kemend-all en Breizh\u00a0? Ne so\u00f1j ket dimp, na tost. Un diouer a dud, a arc\u2019hant hag a youl a vefe. Daoust da se e kav dimp zo kentelio\u00f9 da denna\u00f1 e-mesk an holl drao\u00f9 kaer savet gante. Dreist-holl eo spered ha preder ar gevredigezh Badihardugu a fell dimp komz dioute. Koldo Zuazo, en deus bet so\u00f1jet hardizh er c\u2019hudenno\u00f9 a save gant an euskareg standard hag ar rannyezho\u00f9. Talvezout a ra ar boan displega\u00f1 dre ar munud petore preder zo gante.<\/p>\n<p>Da goma\u00f1s e vanka l\u00e2ret penaos ema\u00f1 kont gant an euskareg e trao\u00f1ienn an Deba. Treuzkas ar yezh n\u2019eo ket bet ken stank er c\u2019horn-se evel e lec\u2019h all dre an avani e oa deuet kalz a vichourerien deus Bro-Spagn da labourat eno. 58% a euskaregerien zo en drao\u00f1ienn, ha che\u00f1ch a ra kalz deus an eil parrouz d\u2019eben (deus 24% en Ermua da 79 % en O\u00f1ati). Ar sell o devoa an euskaregerien a-vihannik war o yezh ha war ar batua (anv an euskareg standard) zo he\u00f1vel deus ar pezh ac\u2019h anavezomp mat ama\u00f1 en breizh\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>Klevet gante tamallo\u00f9 o bugale, gwelet gante al live yezh uhel skrivet e batua en o farrouz, e so\u00f1j da galz a gerent eo fall, direizh, didalvez o euskareg eme Zuazo. Ha chom a reont mut. Kuzhat a reont o euskareg ha ne dreuzkasont ket anezha\u00f1. Ha ne gredont ket reizha\u00f1 fazio\u00f9 o bugale. p27<\/p><\/blockquote>\n<p>Kement-se en deus efedo\u00f9 war ar yezh kaozeet gant ar re yaouank. N\u2019eo ket kenkoulz hag ar pezh a glefe beza\u00f1, na tost\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>Eus an tu all, en anv an euskareg batua zo bet implijet un euskareg divoutin a-walc&rsquo;h abaoe ur mare zo, unan pell eus hor yezh pemdeziek. E-giz-se, o so\u00f1jal e oa fall hor euskareg, zo chomet kalz diouzhomp hep deski\u00f1 anezha\u00f1 d&rsquo;hor bugale. Krog omp brema\u00f1 da welet disoc&rsquo;h an trao\u00f9-ma\u00f1 : An euskareg zo gant ar re yaouank n&rsquo;eo ket ken mat evel oa bet c&rsquo;hoant. Seblant a ra paour ha dinerzh d&rsquo;ar re yaouank o-unan, skei\u00f1 a reont d&rsquo;ar spagnoleg alies. Ezhomm hon eus eus ur yezh yac&rsquo;hoc&rsquo;h evit an darempredo\u00f9 etre mignoned. [Zuazo]<\/em> \u00bb p20<\/p><\/blockquote>\n<p>Gwelet a raer ar memes distok evel en Breizh etre yezh ar gomzerien a-vihannik hag ar yezh standard. Ne glefe ket beza\u00f1 ur skoilh avat da gKoldo Zuazo, ma kav pep hini he flas, rak ezhomm e vez dioute o-div\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>Gwir eo n&rsquo;eo ket [ar rannyezh] euskareg batua, met euskareg eo avat. Marteze ne oar ket an hini a gomz e-giz-se euskareg batua, met euskareg a oar. Arabat deomp ankouaat, <strong>an euskareg eo ar yezh, hag ar batua ul lodenn eus ar yezh, ur parlant hepken eus ar yezh-se<\/strong>. Ul lodenn hollbouezus ha n&rsquo;hellomp ket ober hepti, a dra sur, met <strong>n&rsquo;eo ket ar yezh en he fezh ha estroc\u2019h zo evita\u00f1 evel ar parlant mat<\/strong>. [Zuazo]<\/em> \u00bb p26<\/p><\/blockquote>\n<p>Dam da se ema\u00f1 e penn tud Badihardugu ar so\u00f1j eilpenna\u00f1 sell an dud war o yezh.<\/p>\n<blockquote><p>Kollet vefe ar vrizhkredenn eo fall ha gros euskareg an dud, fizia\u00f1s ha surentez da gomz a vefe kemeret. Hag e-giz-se ne vefe ket mezh gant an dud d&rsquo;ober ganta\u00f1 ha ne vo ket aon da zeski\u00f1 anezha\u00f1 d&rsquo;ar rummado\u00f9 da zont. p26<\/p><\/blockquote>\n<p>Sur eo ha n\u2019eo ket marteze en deus bet ar raktres Ahotsak un efed war ar sell o deus an euskaregerien war o rannyezh, evel e tielfenn Derv Uhello\u00f9-Meyler\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>Un efed vo war spered an dud, priziet vez yezh ha gouiziegezh an dud ha posubl eo e c&rsquo;hell che\u00f1ch an emzalc&rsquo;h a-fed yezh ivez. Da skouer, ma en em rent kont an dud eus pinvidigezh yezh o zud pe ma deuont a-benn da gompren perzhio\u00f9 o rannyezh a drugarez d&rsquo;an treuzskrivadur. Tost 5 000 den zo bet aterset, ma so\u00f1jer en ur c&rsquo;helc&rsquo;h 10 den tost en dro da bep hini e teuer da 50\u00a0000. p68<\/p><\/blockquote>\n<p>Un dra all a-bouez d\u2019ober war an dachenn-se eo diskwel ar rannyezh skrivet\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>Da so\u00f1j Zuazo, ne ra ket droug implij an euskareg bro dre skrid e tachenno\u00f9 uhel zo.<\/p>\n<p>Ouzhpenn beza\u00f1 klevet e rank ar yezho\u00f9 beza\u00f1 gwelet. Pa ne vez ket gwelet ar yezh e so\u00f1j ar gomzerien eo fall, dalc&rsquo;het ha didalvez, hag a-enep d&rsquo;an dra-ma\u00f1 eo ar so\u00f1j hag ar gemennadenn a ranker kas, hervez Zuazo, \u00ab <em>er gevredigezh euskarat leun a vezh hag a gemplezhio\u00f9-ma\u00f1 <\/em>\u00bb. p42<\/p><\/blockquote>\n<p>Dezha\u00f1 zo peder dachenn e-lec\u2019h ma c\u2019hall ar rannyezh beza\u00f1 skrivet\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab 1<em>. Er c&rsquo;hemennadenno\u00f9 parrouz berr.<\/em><\/p>\n<p><em>2. En istorio\u00f9 ha lennadurio\u00f9 all evit ar vugale.<\/em><\/p>\n<p><em>3. E lodenno\u00f9 zo eus ar c&rsquo;hazetenno\u00f9 parrouz. Da laret eo : en atersadenno\u00f9 graet da dud ar barrouz, el lodenno\u00f9 graet evit ar vugale, el lodenno\u00f9 diwar-benn implij dre gomz ar yezh.<\/em><\/p>\n<p><em>4. <\/em><em>E stummo\u00f9 lennegel zo, pa vezont liammet ouzh an implij dre gomz dreist-holl. [Zuazo]<\/em>\u00bb p42<\/p><\/blockquote>\n<p>Kement-se en ur delc\u2019hen so\u00f1j eo \u00ab\u00a0an implij dre gomz [\u2026] tachenn naturel ar rannyezh\u00a0\u00bb (p40).<\/p>\n<p>Evel a l\u00e2r Zuazo c\u2019hoazh, \u00ab <em>evit ma padfe an euskareg en ur mod bev ha yac&rsquo;h, neuze, eo hollbouezus al liamm etre ar rummado\u00f9. [Zuazo]<\/em>\u00a0\u00bb (p28). Dre ar rannyezh e tremen al liamm-se, ha sell aze ar sio\u00f9 mat a ro dezhi\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab\u00a0<em>1. A-drugarez d&rsquo;an euskareg bro e c&rsquo;hell an treuzkas etre ar vugale hag o zud, pe o liamm dre ar yezh beza\u00f1 kre\u00f1vaet.<\/em><\/p>\n<p><em>2. A-drugarez d&rsquo;an euskareg bro e c&rsquo;hell beza\u00f1 kresket ar santadur hag ar c&rsquo;hroui\u00f1.<\/em><\/p>\n<p><em>3. A-drugarez d&rsquo;an euskareg bro e c&rsquo;heller sevel un euskareg gwelloc&rsquo;h, reishoc&rsquo;h ha kre\u00f1voc&rsquo;h.<\/em><\/p>\n<p><em>4. A-drugarez d&rsquo;an euskareg bro e c&rsquo;heller aesaat ha primaat deskadurezh an euskareg. [Zuazo]<\/em> \u00bb p25<\/p><\/blockquote>\n<p>N\u2019eo ket trawalc\u2019h ar skol hag ar mediao\u00f9 evit saovetaat ar yezh, ar familh eo pouezus-kaer he ferzh ivez :<\/p>\n<blockquote><p>Brema\u00f1 zo 30 bloaz zo e veze laret e vefe bet saovetaet an euskareg ma antrefe er skol hag er skinwel a lar Zuazo. Antreet eo an euskareg er skol hag er skinwel ha n&rsquo;eo ket saovetaet mod ebet evit afer se.<\/p>\n<p>\u00ab <em>Brema\u00f1 emaomp krog da welet pelec&rsquo;h ema\u00f1 hor fazi : ar skol hag ar skinwel a zo binvio\u00f9 mat, n&rsquo;haller ket ober hepte, met n&rsquo;int ket trawalc&rsquo;h hag estroc\u2019h evite zo. <\/em><em>An ti eo, ar familh eo ar c&rsquo;helenner kenta\u00f1, ha hema\u00f1 eo moarvat diwar an holl an hini penna\u00f1 ha pouezusa\u00f1.<\/em> [Zuazo] \u00bb p28<\/p><\/blockquote>\n<p>Han-se eo pouezus ar skol war an dachenn-se. Ma so\u00f1j gant Zuazo eo ret deski\u00f1 ar batua er skol, er bloazio\u00f9 kenta\u00f1 avat e klefe ar vugale yaouanka\u00f1 beza\u00f1 skoliataet er rannyezh, da l\u00e2ret eo ar yezh a vez en-dro dezhe war ar pemdez. Peotramant e klefe ar skolaer kaout douja\u00f1s ouzh ar rannyezh da vihanna\u00f1, kuit da gaout \u00ab\u00a0efedo\u00f9 fall war implij ar yezh en o endro\u00a0\u00bb\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>N&rsquo;eus tamm doueta\u00f1s ebet evit Zuazo e ranker diskouez an euskareg unvan hag al live yezh uhel er skol met ne wel ket ar redi d&rsquo;en ober gant bugale 3-4 bloaz. Er parrouzio\u00f9 euskarek e ranker loc&rsquo;ha\u00f1 eus an euskareg a vez komzet enne, ha ma ne oar ket ar c&rsquo;helenner hema\u00f1 e rank-e\u00f1 kaout douja\u00f1s en e ge\u00f1ver emeza\u00f1. p25<\/p><\/blockquote>\n<p>Ar yezh a vez kaozeet er parrouzio\u00f9 eo an hini tosta\u00f1 da galon an dud dre an avani eo hini ar gerent, an amezeien, ar c\u2019hamalado\u00f9, ar c\u2019heneiled\u2026 Drezi da genta\u00f1\u00a0e teu ar blijadur :<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>Evit ma vefe ar yezh plijus da implij eo ret dezhi beza\u00f1 tost ha nes. Evel en doa laret ha skrivet Fernando Muniozguren, efedus eo an euskareg afektivel.<\/em> <em>[Zuazo]<\/em> \u00bb p31<\/p><\/blockquote>\n<p>C\u2019hoari gant ar rannyezh zo a-bouez ivez evit kre\u00f1vaat ar yezh en he fezh\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>Arabat dimp ankouaat, ton ar farsadenno\u00f9 hag ar goap, ha kaout plijadur gant ar rannyezho\u00f9 a zo nerzhio\u00f9 evit ar yezh [Zuazo].<\/em> \u00bb p44<\/p><\/blockquote>\n<p>Dre-se, tamm-ha-tamm, e vez kresket \u00ab\u00a0ar santadur\u00a0\u00bb da ge\u00f1ver ar yezh,\u00a0da l\u00e2ret eo ar varregezh da gompren spered ar yezh, da vont da heul patrom yezh ar reo\u00f9 gozh kentoc\u2019h evit mont da heul ar c\u2019hastilhaneg\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab\u00a0<em>Evit ma rafe an dud unan gant ar yezh, evit ma c&rsquo;hoarife ha kavfe plijadur an dud gant ar yezh, eo sklaer e ranko beza\u00f1 ur yezh tost, savet e Bro-Euskal gant euskaregerien. Hent-all ne en em wrizio ket, ne gemero ket nerzh hag e vo displijus.<\/em> <em>[Zuazo]<\/em>\u00a0\u00bb<\/p><\/blockquote>\n<p>Ha so\u00f1jal a ra dezha\u00f1 eo sur ar yezh da vervel ma vez pellaet re eus ar yezh pemdeziek.<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab\u00a0<em>Rei\u00f1 nerzh d&rsquo;ar santadur n&rsquo;eo ket mod ebet un dra aezet, met un dra a ranker delc\u2019hen en so\u00f1j, n&rsquo;eo ket un dra enganet nemetken, labouret ha diorroet a vez. Sikour a ra kalz an nen, just a-walc&rsquo;h, kaout skouer ar ger hag ar barrouz. [Zuazo]<\/em> \u00bb p24<\/p><\/blockquote>\n<p>Gwelloc\u2019h ha reishoc\u2019h e teu da veza\u00f1 un euskareg diazezet war yezh ar re gozh. Deus se eo sur Zuazo\u00a0ivez :<\/p>\n<p>An euskareg hag ar spagnoleg a vez mesket re alies diabeg ivez hervez Zuazo. Kemer a ra ur skouer all tennet eus ur gelaouenn eus traonienn Deba e-lec&rsquo;h vez implijet ur c&rsquo;halk eus ar spagnoleg randonus a-walc&rsquo;h, n&rsquo;eo ket saourus an disoc&rsquo;h evita\u00f1 ha simpl koulskoude an diskoulm :<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>n&rsquo;hon eus nemet gwelet ha deski\u00f1 penaos a ra hor zud hag ar re gozh<\/em> [Zuazo] \u00bb p29<\/p><\/blockquote>\n<p>Kement ha ken bihan ma l\u00e2r ema\u00f1 skouer an euskareg er parrouzio\u00f9 a gaoze euskareg\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>An hini a zesk e Londrez pe Barcelona en do nebeut a skouerio\u00f9 dindan an dorn. Hini dre gomz ar c&rsquo;helenner, hini dre skrid al levrio\u00f9 hag ar pezh en do klevet e lec&rsquo;h-ma\u00f1-lec&rsquo;h a vo e skouerio\u00f9 nemete. Met an hini ganet e Antzuola pe Aramaio en deus e skouerio\u00f9, hag abalamour d&rsquo;an dra-se e laran e rank beza\u00f1 roet nerzh da yezh ar parrouzio\u00f9 euskarek, hag abalamour d&rsquo;an dra-se e laran e rank ar barrouzio\u00f9 euskarek beza\u00f1 skouer an euskareg, kreiz an euskareg. [Zuazo]<\/em> \u00bb p31<\/p><\/blockquote>\n<p>So\u00f1jet en deus kalz er yezh a glefe beza\u00f1 desket d\u2019an dud deuet. Evit sikour an nevez-euskaregerien e klefe ar yezh-se beza\u00f1 ar batua, met ur batua an tosta\u00f1 ma c\u2019haller deus yezh ar barrouz\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>Ret eo kemer en kont gant piv vo an deskard e darempred ha gant piv e komzo. Betek brema\u00f1, da so\u00f1j Zuazo, e veze kelennet euskareg ur Vro-Euskal difetis pa rank an dud ober gant an euskareg en o farrouz. P32<\/p><\/blockquote>\n<p>Peotramant zo ur riskl da digalonekaat an deskarded, ar pezh a anavezomp re vat en Breizh\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>Eus un tu e teskint euskareg gant muioc&rsquo;h a galon. Dalc&rsquo;hmat vez plijus hag e tomma kalon an dud, ur wech er-maez eus ar c&rsquo;hentelio\u00f9-noz, kompren ar pezh a lar un den all ha beza\u00f1 komprenet gant un den all. Er c&rsquo;hontrol, pa vez gwelet ne vez ket implijet ar pezh bet desket er c&rsquo;hentelio\u00f9-noz er straedo\u00f9 e c&rsquo;h a da trao\u00f1 ar c&rsquo;hoant da vont war-raok. Eus an tu all, ma vez tost a-walc&rsquo;h euskareg ar c&rsquo;hentelio\u00f9-noz ouzh an hini a vez implijet bemdez en em lec&rsquo; hio primoc&rsquo;h an deskard, ha berroc&rsquo;h \u2013 hag evel-just marc&rsquo;hadmatoc&rsquo;h \u2013 e vo hent an deski\u00f1. Ma vez pell euskareg ar c&rsquo;hentelio\u00f9-noz diouzh hini ar straed, e vo skuizhusoc&rsquo;h an deski\u00f1, ha goude beza\u00f1 desket ivez, ma vez start an implij e c&rsquo;h aio d&rsquo;an aesa\u00f1, ha skei\u00f1 d&rsquo;ar spagnoleg eo an aesa\u00f1 alies e-barzh hor c&rsquo;hevredigezh.<\/em> [Zuazo] \u00bb p33<\/p><\/blockquote>\n<p>Ar batua zo ezhomm diouti asambles gant ar rannyezh, ne vanka ket d\u2019an hini kenta\u00f1 mouga\u00f1 an eil avat\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>Astenn ar rannyezh e rank ar batua beza\u00f1 ha n&rsquo;eo ket he distrujer pe he mouger<\/em> [Zuazo] \u00bb p.29<\/p><\/blockquote>\n<p>Komz a ra deus \u00ab\u00a0un tabut diboell\u00a0\u00bb pa glasker enebi\u00f1 an daou\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>Met evita\u00f1 eo chomet stanket an dud en un tabut diboell, hini <strong>ar batua pe ar rannyezho\u00f9<\/strong><em>. <\/em>Diboell herveza\u00f1 peogwir an holl a c&rsquo;h a d&rsquo;ober an euskareg, parlanto\u00f9 an euskareg int. Ar gudenn n&rsquo;eo ket eus an daou pehini implij, met pelec&rsquo;h, pegoulz implij unan pe egile. p34<\/p><\/blockquote>\n<p>Pelloc\u2019h evit se ec\u2019h a c\u2019hoazh dre an avani e l\u00e2r n\u2019int ket nemet daou barlant e-mesk reo\u00f9 all, hag ezhomm dioute-tout\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>Un abeg all a lak Zuazo da laret eo un tabut diboell. Parlanto\u00f9 all c&rsquo;hoazh he deus ur yezh : yezh ar vugale, yezh ar re yaouank, yezh micherio\u00f9 zo\u2026 hervez an degouezhio\u00f9 kevredigezhel ha sevenadurel, hag an holl anezhe a ra pinvidigezh ur yezh. Al lodenno\u00f9 all eus ar yezh a zo bet lakaet a-gostez abalamour d&rsquo;an tabut batua\/rannyezho\u00f9 ha war goll int bet e-pad keit-se. p34<\/p><\/blockquote>\n<p>Ha kaout liveo\u00f9 yezh disha\u00f1val zo pouezus dezha\u00f1 ivez, deus an degouezh\u00a0:<\/p>\n<blockquote><p>\u00ab <em>Evel just eo ret d&rsquo;an euskareg beza\u00f1 stag ouzh pep tachenn eus hon doare da veva\u00f1 : etre kamarado\u00f9, o c&rsquo;hoari, oc&rsquo;h ober sport, ouzh pep tra, ha dreist-holl ouzh an trao\u00f9 plijus. <\/em><em>Evit diskoulma\u00f1 ar c\u2019hudenn a zo savet betek brema\u00f1, an euskareg er skol hag ar spagnoleg er maez, e c&rsquo;hellfe an hent da heul beza\u00f1 an doare komz uhel er skol, hag a-feur ma kresker an euskareg batua, hag er maez diouzh ar skol an doare komz etre mignoned hag an euskareg bro. [Zuazo] <\/em>\u00bb p36<\/p><\/blockquote>\n<p>Lesket hon eus ar gaoz gant Koldo Zuazo un tamm brav, ken pinvidik eo e breder war parlanto\u00f9 e vro. Ne gav ket dimp zo ezhomm d\u2019astenn e gaoz muioc\u2019h, trawalc\u2019h a so\u00f1jo\u00f9 pouezus hon eus renablet aze.<\/p>\n<p>Petore kentel tenna\u00f1 deus kement-se neuze ? \u2018M eus aon en deus kemeret Breizh ur bern dilerc\u2019h. Skoet omp da genta\u00f1 gant an diouer a breder en hon bro war an dachenn-se. Feiz, sur a-walc\u2019h zo hinienno\u00f9, er skolio\u00f9-meur hag e lec\u2019h all, hag a bl\u00ea gant ul lodennig deus ar problemo\u00f9 savet gant Zuazo-se. Met ne so\u00f1j ket dimp zo en Breizh en deiz a herie deus ur preder ken don ha ken ledan war an darempredo\u00f9 etre parlanto\u00f9 ur yezh. Ha ma zo diouta\u00f1, ne wel ket an nen an efedo\u00f9 er gevredigezh. Ar c\u2019hontrefed deus ar raktres Ahotsak kwida.<\/p>\n<p>Da eil e welomp gant Zuazo ur sell war ar yezh pragmatik ken ec\u2019h eo, distag deus an ideologiezh. Beza\u00f1 zo a-bep-sort parlanto\u00f9 en euskareg, ezhomm zo dioute-tout evit saovetaat da genta\u00f1 ha pinvidikaat ar yezh. En Breizh omp pell-mat deus se. Deus un tu eo techet an Emsav da heulia\u00f1 \u00ab\u00a0puristed\u00a0\u00bb ar yezh, saouzanet mac\u2019h int gant \u00ab\u00a0ar glannder\u00a0\u00bb. Deus an tu all e kaver tud heg o tikrial pep tra pe dost graet evit adlakat ar brezhoneg en e sav, en anv ar brezhoneg pobl. E berr komzo\u00f9, nasionalisted breton elistist-minabl a-enep da republikaned o tifenn\u2026 an nasionalism gall hep go\u00fbt dezhe. Diskwel a ra brav Zuazo pegen fin-sot eo an div gostezenn a-benn ar fin.<\/p>\n<p>Un dra all a diskwela. Arri eo poent bras d\u2019ar Vretoned en em so\u00f1jal da vat war ar yezh o deus c\u2019hoant da saovetaat. Gant ma tegaso preder Zuazo un tamm brav a sklaerijenn dimp.<\/p>\n<p style=\"text-align: right;\">Tangi YEKEL<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Pellgarga\u00f1 ar c&rsquo;hounskrid : <a href=\"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-content\/uploads\/2016\/12\/kounskrid_ar_raktres_ahotsak.pdf\">Kounskrid \u00ab Ar raktres Ahotsak \u00bb<\/a><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Kinniget e vo ama\u00f1 dindan un destenn bet savet diwar ur c&rsquo;hounskrid Master 2 Brezhoneg skrivet gant Derv Uhello\u00f9-Meyler en 2015. Hennezh en deus studiet ur raktres interesant ken ec\u2019h eo bet kaset da benn er pemzek vloaz diwezha\u00f1 en Euskadi\u00a0: Ahotsak.<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"comment_status":"open","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"footnotes":""},"categories":[3],"tags":[5,4,6,7],"class_list":["post-12","post","type-post","status-publish","format-standard","hentry","category-en-em-sonjal","tag-ahotsak","tag-euskadi","tag-rannyezh","tag-yezh-standard"],"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/12","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=12"}],"version-history":[{"count":7,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/12\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":67,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/12\/revisions\/67"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=12"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=12"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=12"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}