{"id":305,"date":"2019-04-08T16:41:19","date_gmt":"2019-04-08T14:41:19","guid":{"rendered":"http:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/?p=305"},"modified":"2022-04-12T10:33:10","modified_gmt":"2022-04-12T08:33:10","slug":"le-sauce-pe-ar-saoz","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/2019\/04\/08\/le-sauce-pe-ar-saoz\/","title":{"rendered":"\u00ab Le Sauce \u00bb pe \u00ab ar Saoz \u00bb ?"},"content":{"rendered":"\n<p>Sell aze ur pennad bet embannet daou viz zo er gazetenn sizhuniek \u00ab\u00a0Ya !\u00a0\u00bb. Arri eo faegegek ganin klevet ha gwelet an anvio\u00f9 familh brezhonek skrivet en o stumm gallek&#8230; en brezhoneg. Ret e oa din sevel ma mouezh !<\/p>\n\n\n\n<!--more-->\n\n\n\n<p>Ec\u2019h an da gomz ama\u00f1 deus un dra hag\na displij din hardi ha ne gavan ket ec\u2019h afe an trao\u00f9 war-wellaat : ar stumm da\ndistaga\u00f1 ha da skriva\u00f1 an anvio\u00f9-familh brezhonek gant tud zo. <\/p>\n\n\n\n<p>Evit komz deus ar sujed-se zo ezhomm da displega\u00f1 petra eo\nar \u00ab&nbsp;c\u2019hCode-switching&nbsp;\u00bb (\u00ab che\u00f1ch-kod \u00bb a ran-me diouta\u00f1). \u00ab&nbsp;Code-switching&nbsp;\u00bb\na vez l\u00e2ret pa vez kemeret gerio\u00f9 digant ur yezh estren hep che\u00f1ch o stumm, o\ndistagadur nag o frosodiezh. <\/p>\n\n\n\n<p>D\u2019ar c\u2019houlz ma veze bev ha yac\u2019h ar brezhoneg en Breizh-Izel\nne veze ket a \u00ab&nbsp;che\u00f1ch-kod&nbsp;\u00bb, pe nebeud-kaer. Brezhonekaet e veze distagadur an holl c\u2019herio\u00f9\namprestet digant ar galleg. Evit an anvio\u00f9-familh gallek e oa ar memes kont. Anvio\u00f9\ngallek evel Desbordes pe Colas zo bet brezhonekaet du-ma\u00f1 en [d\u025b&rsquo;b\u0254\u0281d\u0259s] ha [&lsquo;ko:las].\nAn anvio\u00f9-familh brezhonek, evel-just, ne vezent ket distaget gwech ebet en o\nstumm gallek. Stumm ofisiel an etat-sivil na veze ket implijet war ar pemdez.\nAr pezh a veze klevet a oa stummo\u00f9 brezhonek an anvio\u00f9-familh hag an anvio\u00f9-bihan\n(pep anv-bihan gallek zo bet brezhonekaet gant ar reo\u00f9 gozh).<\/p>\n\n\n\n<p>Brema\u00f1 eo\nche\u00f1chet penn d\u2019ar vazh avat. Sal vui ec\u2019h a war-dreutaat plas ar brezhoneg sal\nvui e implijer ar \u00ab Che\u00f1ch-kod \u00bb en brezhoneg a-vrema\u00f1, ha plantet ur gaoz\ngallek e-kreiz ur frazenn vrezhonek. Ar pezh a veze ral-kaer gwechall a deu da\nveza\u00f1 klevet ordinal. Gwasha\u00f1 tra, estroc\u2019h evit gerio\u00f9-estlamm pe anvio\u00f9\nkadarn gallek a vez klevet en brezhoneg a-vrema\u00f1&#8230; stumm gallekaet hom\nanvio\u00f9-familh ivez ! <\/p>\n\n\n\n<p>Pa selaouan\nmediao\u00f9 brezhonek ha pa glevan anvio\u00f9-familh distaget en o stumm gallek ec\u2019h\neuzhan. Spontus eo ar che\u00f1ch-kod-se d\u2019am divskouarn. Re a vrezhoneg yac\u2019h, hag\na anvio\u00f9-familh distaget evel e vez gleet, am eus klevet evit anduri\u00f1 e vefe\ndistummet hom anvio\u00f9-familh. <\/p>\n\n\n\n<p>Ar pezh zo,\nn\u2019eo ket ken disha\u00f1val a-se an trao\u00f9 pa lenner skrido\u00f9 brezhonek. A-hervez, pa\nlennomp e isvokalizomp didrouz en hom fenn ar pezh a welomp merket. Me ma-unan\nam bez ezhomm da lakaat en brezhoneg Treger ar pezh a welan skrivet. Pa arrian war\nun anv-familh gallekaet e sac\u2019han kenkent avat. Troc\u2019het-libr eo ma lennadenn. Rak\ndiaesoc\u2019h eo lenn en brezhoneg ur ger skrivet en galleg&#8230; na pa vez un\nanv-familh brezhonek&nbsp;! E-se e oan gwall dipitet o skoilha\u00f1 e niverenn 702\nYa ! gant anvio\u00f9 evel Pascal Le Palud, Ronan Le Pennec, Morwenn Le Normand,\nDenise Le Hen, Elouan Le Sauce (ma Doue koulskoude !&#8230;), Jean-Claude Le Ruyet\nha reo\u00f9 all c\u2019hoazh, hir a-walc\u2019h e oa ar renabl. Anat deoc\u2019h, gant\nskriturio\u00f9 gallekaet a-sort-se ne vez ket broudet an nen d\u2019ober gant ar stummo\u00f9\nbrezhonek orin&nbsp;!<\/p>\n\n\n\n<p>Ne so\u00f1j ket din koulskoude e vefe ken start a-se lakat\nanezhe en o stumm brezhonek skrivet. En niverenn 702-se e oa ivez un dornadig\nskwerio\u00f9 mat, kalz nebeutoc\u2019h male\u00fcruzamant&nbsp;: Yann-Vadezour ar Rouz, Fa\u00f1ch\nan Henaff, Yohann an Nedeleg. Petra zo kaoz neuze e tegemeromp evel-se\nanvio\u00f9-familh brezhonek distumm&nbsp;? Peadra zo d\u2019en em so\u00f1jal ha\u00f1\nkwida&nbsp;? <\/p>\n\n\n\n<p>En gwirionez e klever an tech-se muioc\u2019h-mui gant an\nnevez-vrezhonegerien. Re alies e vezan souezhet ha dipitet o klevet anezhe o\ntistaga\u00f1 o anv-familh dezhe en e (di)stumm gallek, goude ma eo brezhoneg o\nc\u2019haoz. Kement ha ken bihan ma\nteu da veza\u00f1 ral a-walc\u2019h kavet unan bennaket hag a ro bec\u2019h da distaga\u00f1 e anv\nevel e vez gleet. <\/p>\n\n\n\n<p>Ne oaront\nket distaga\u00f1 o anv en brezhoneg, dre an avani n\u2019o deus ket klevet ar stumm\nbrezhonek anezha\u00f1&nbsp;? Peotramant ne gredont ket ober, ken kustum int\ngant ar stumm \u00ab&nbsp;ofisiel&nbsp;\u00bb o deus klevet ordinal&nbsp;? Pe c\u2019hoazh e reont gant ar stumm\nmelestradurel dre leziregezh&nbsp;?<\/p>\n\n\n\n<p>Bepred eo,\na-benn fin kont eo an etat-sivil gall an hini a vez trec\u2019h war hom yezh. Ne gav\nket din eo gwall yac\u2019h leskel ar velestradurezh termeni\u00f1 skritur (ha distagadur)\nhom anvio\u00f9. Kalz a charre zo en deizio\u00f9-ma\u00f1 gant tilde Fa\u00f1ch. Diwallomp\navat da goll stummo\u00f9 reizh hom anvio\u00f9-familh. Ul lodenn deus te\u00f1zor ar yezh\nint. Implijomp hardi ar stummo\u00f9\nbrezhonek anezhe !<\/p>\n\n\n\n<p style=\"text-align:right\">Miz kerdu 2018.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Sell aze ur pennad bet embannet daou viz zo er gazetenn sizhuniek \u00ab\u00a0Ya !\u00a0\u00bb. Arri eo faegegek ganin klevet ha gwelet an anvio\u00f9 familh brezhonek skrivet en o stumm gallek&#8230; en brezhoneg. Ret e oa din sevel ma mouezh !<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"comment_status":"open","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"footnotes":""},"categories":[3],"tags":[58],"class_list":["post-305","post","type-post","status-publish","format-standard","hentry","category-en-em-sonjal","tag-anviou-familh"],"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/305","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=305"}],"version-history":[{"count":2,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/305\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":338,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/305\/revisions\/338"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=305"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=305"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=305"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}