{"id":328,"date":"2019-08-04T22:16:59","date_gmt":"2019-08-04T20:16:59","guid":{"rendered":"http:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/?p=328"},"modified":"2019-08-04T22:20:19","modified_gmt":"2019-08-04T20:20:19","slug":"gwelet-an-heol-danevell","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/2019\/08\/04\/gwelet-an-heol-danevell\/","title":{"rendered":"Gwelet an heol (danevell)"},"content":{"rendered":"\n<p style=\"text-align:left\"><strong>Ama\u00f1 da-heul un danevell skrivet ganin hag embannet e-barzh ar gazetenn <\/strong><em><strong>Ya<\/strong><\/em><strong> e daou damm (d&rsquo;an 19 ha d&rsquo;ar 26 a viz Even 2019).<\/strong><\/p>\n\n\n\n<p style=\"text-align:right\"><strong>Riwal Georgelin<\/strong><\/p>\n\n\n\n<!--more-->\n\n\n\n<hr class=\"wp-block-separator\"\/>\n\n\n\n<p>\u00ab&nbsp;Ur bempenn fleuch zo\nganin.&nbsp;\u00bb Ha Yannig da boz\ne garto\u00f9 unan-ha-unan war an daol houarn. Dek, lakez, damez, roue,\nborn. Treuflez anezhe tout. \u00ab&nbsp;Fidambie, Yannig ar Cha\u00f1s\nvat,&nbsp;\u00bb a lavar en ur c\u2019hoarzhin ar plac\u2019h zo fas\ndezha\u00f1\nen tu all deus an daol,\n\u00ab&nbsp;n\u2019onn ket piv \u2019na roet an anv-se\ndit, met hennezh \u2019na ket laeret e bemp gwenneg. An\ndro-ma\u00f1\n\u2019teus gonezet ar barti\nha me zo rivinet.&nbsp;\u00bb\nGant\nhe dorn gwenn e\nvout he c\u2019harto\u00f9\ne-barzh\nar pakad,\nkuit da\ndiskouel anezhe.\nUr strakadenn\ngant he bizied etrenek an ostizez\nevit goull ur bannac\u2019h wiski all. Yannig,\nstenn e gorf c\u2019hoazh\ngant ar start \u2019h eo\nbet ar barti, zo o sellet\ndeus an\narc\u2019hant berniet\nwar an daol, c\u2019hwerv\ne lagad.\nAn arc\u2019hant-se zo dezha\u00f1\nbrema\u00f1\nmet ne\ndap ket beza\u00f1 kontant\nkoulskoude. Jenovefa a derc\u2019h da c\u2019hoarzhin leizh\nhe c\u2019hof. Evit rivinet\nn\u2019eo ket, na tost. Kollet \u2019deus tout an arc\u2019hant \u2019da degaset\nevit partio\u00f9 an nozvezh, sell aze tout. Un taol kaer \u2019hat&nbsp;!\nA-benn pegeit \u2019do adc\u2019honezet ar sammad-se&nbsp;? Ur\nmiz, eizhtez, un\ndeiz pe daou&nbsp;?\nPeotramant amzer\nda lonka\u00f1\ndaou\npe dri gouzougad\nwiski&nbsp;? Sur a-walc\u2019h ema\u00f1\nhec\u2019h arc\u2019hant\no labourat o-unan\ntu\nbennaket e-barzh\nar c\u2019houmoul niverel,\ne-pad ema\u00f1-hi\no c\u2019hoari <em>poker<\/em>\ne-barzh toullo\u00f9 dua\u00f1\nar vegalopolenn.\nN\u2019eo ket sur Yannig e vefe kat da gompren pegen pinvidik eo\nJenovefa ha\nn\u2019eo ket an daou baotr all zo deus taol a c\u2019hallfe sikour\nanezha\u00f1. Paour-razh\nint o-daou ivez, evel tout ar reo\u00f9 all\ndeus o renk. Ha Yannig,\ngoude e vez graet \u00ab&nbsp;ar Cha\u00f1s\nvat&nbsp;\u00bb dionta\u00f1,\nn\u2019eo ket drusoc\u2019h\ne soubenn evit-se.<\/p>\n\n\n\n<p>\u00ab&nbsp;Memestra,\nJenovefa, ne gomprenan ket,&nbsp;\u00bb eme B\u00ear\n\u2013 krena\u00f1\na ra e vouezh un tamm\nbihan ha ne gred ket\nsellet eeun dionti \u2013, \u00ab&nbsp;petra zo kaoz e teu\nun <em>Alfa<\/em>\neveltout betek fo\u00f1s\nan abimo\u00f9 da c\u2019hoari ar\nc\u2019harto\u00f9 ganimp\ne-barzh an\nostaleri lous-ma\u00f1&nbsp;?\nN\u2019eo ket brav a-walc\u2019h ar vuhez en estaj kenta\u00f1&nbsp;?&nbsp;\u00bb\nJenovefa ne respont ket\ndiouzhtu, kollet he sello\u00f9 e-barzh he gwerennad wiski marc\u2019had-mat.\nAn daou all ne lavaront sort\nebet ivez. An driet paotr, Paol, \u2019h\neo krizet e dal. Ledet eo war e gador, e daouarn en e c\u2019hodello\u00f9.\nGant e dorn deho\u00f9 ema\u00f1\no floura\u00f1\ne gontell-bleg. Ne raio mann ebet evel just. Da\nbetra&nbsp;? N\u2019eus forzh penaos e oar\na-walc\u2019h n\u2019eo ket deuet Jenovefa hec\u2019h-unan. Moarvat\nzo ur gward-korf pe daou e-mesk pratiko\u00f9 an ostaleri, ha\nmoarvat n\u2019int ket armet gant kanivedo\u00f9.\nMet a bep sort so\u00f1jo\u00f9\na deu da Baol\nmemestra e-skeud santout\nyenion e laonenn dindan e viz. N\u2019eo\nket difennet hunvreal, geo&nbsp;?<\/p>\n\n\n\n<p>\u00ab&nbsp;Petra\nzo kaoz e teuan da c\u2019hoari ar c\u2019harto\u00f9 gant <em>Epsiloned<\/em>\neveltoc\u2019h&nbsp;? Feiz\u2026\n Abalamour da se\u2026&nbsp;\u00bb\nUr gouzougad\nwiski. \u00ab&nbsp;Ha\nda se\u2026&nbsp;\u00bb Ur sachadenn\nwar he sigaretenn. \u00ab&nbsp;Abalamour da\nc\u2019hoari gant gwir\ngarto\u00f9 ha gant gwir\narc\u2019hant. \u2019N\nem estaj \u2019h eo\nsorc\u2019hennet ma\nc\u2019ho\u00f1sorted\ngant al labour hag\nar yec\u2019hed. Tremen\na reont o devezhio\u00f9 bra\u00f1chet\nwar ar <em>Meganet<\/em>,\no\npleal\ndeus\no aferio\u00f9 \u2013&nbsp;ne\ndisplegan ket deoc\u2019h petra eo an aferio\u00f9-se, ne gav ket din \u2019h\noc\u2019h kat da gompren&nbsp;\u2013,\nha pa divra\u00f1chont\n\u2019h eo evit debri\u00f1\nboued yac\u2019hus,\neva\u00f1 dour\nsklaer hag ober sport war dapiso\u00f9-ruilh. Hag\nadvra\u00f1cha\u00f1\ngoude-se\nevit c\u2019hoari e-barzh\nar realded niverel.\nMet me\n\u2019meus ezhomm trao\u00f9 all. Evel just \u2019meus\nd\u2019ober pleal deus\nma aferio\u00f9 ivez,\nha sport a ran kement hag\nar reo\u00f9 all \u2013 mat\neo evit ar c\u2019horf, ret e vefe deoc\u2019h esa.\nMet ur wech an amzer\ne plij din ivez diskenn\nda welet ac\u2019hanoc\u2019h&nbsp;! En\nur stumm \u2019h eo gwelloc\u2019h ho puhez ama\u00f1\ner bempet\nestaj evit hini an <em>Alfaed<\/em>\nen estaj kenta\u00f1&nbsp;;\nc\u2019hwi zo liproc\u2019h.&nbsp;\u00bb\nHa c\u2019hoarzho\u00f9\nadarre. P\u00ear a sell\na-gorn dionti&nbsp;; biskoazh \u2019neus gwelet ur c\u2019hroc\u2019hen ken\ngwenn, na\ndent ken gwenn all \u2013\nna dilhad ken prop. Paol\nne lavar mann ebet.<\/p>\n\n\n\n<p>\u00ab&nbsp;Ha\nn\u2019it ket er-maez james&nbsp;?&nbsp;\u00bb eme Yannig. \u00ab&nbsp;Gwelloc\u2019h\neo deoc\u2019h chom dindan an douar&nbsp;? N\u2019it ket da welet an oabl\nhag\nan heol&nbsp;?&nbsp;\u00bb Lak\na ra Jenovefa he daouilin war an daol ha sellet deus Yannig,\nsouezhet. \u00ab&nbsp;An heol&nbsp;? Abalamour da betra \u2019h afemp da\nwelet an heol&nbsp;?&nbsp;\u00bb \u00ab&nbsp;Ne oaran ket. A-hervez \u2019h eo\nun dra vrav da welet. Ma mamm-gozh \u2019da\nkontet se din, peogwir \u2019da so\u00f1j\ndeus an amzer-se,\npa\nne\noa ket\naet\nan dud c\u2019hoazh\nda veva\u00f1\ndindan an douar\ne-barzh\nar vegalopolenn\npemp estaj.&nbsp;\u00bb\nUn damc\u2019hoarzh\na deu war muzello\u00f9 ruz\nar plac\u2019h. \u00ab&nbsp;Te\n\u2019tefe c\u2019hoant\nda welet an heol, Yannig\nar Cha\u00f1s\nvat&nbsp;?&nbsp;\u00bb Ha\nYannig da sevel en\ne sav ha da drei\u00f1\ne sello\u00f9 war-grec\u2019h.\n\u00ab&nbsp;Estonet out&nbsp;? Ama\u00f1,\nn\u2019eus forzh pelec\u2019h\n\u2019h ez e-barzh ar bempet\nestaj, e c\u2019hallez touch deus\nan terrest gant\nda dorn, ha c\u2019hoazh\n\u2019teus ket ezhomm da astenn da vrec\u2019h gwall\nuhel.\nN\u2019eus ket \u2019met trepasio\u00f9\nizel hag\nenk ha lous ha\nskl\u00earijennet fall. Gwasket\nomp gant an terrest daonet-se\nha gant\nar pevar estaj all a santomp a-us d\u2019hom\nfenno\u00f9, ken e vez pleget\nhom chouk ganimp ordin.\nNeuze ya, c\u2019hoant \u2019mefe\nda welet an heol hag an oabl, ha da santout an avel\nwar ma bizaj.\nMet\npiv \u2019neus gwelet biskoazh\nun\n<em>Epsilon<\/em>\no\nvont\nuheloc\u2019h evit an driet estaj&nbsp;?&nbsp;\u00bb Ha\nmont en e goazez, arri berr warna\u00f1\na-greiz-tout.\nChom\na reont o-fevar\nhep\nkaozeal. Jenovefa\na daol bouilho\u00f9\nmoged e-barzh an aer tev, en\nur\nfloura\u00f1\ngant he bizied al\nlugell USB imboudet\ne-barzh\nchouk\nhe c\u2019hil.\nGoude ul lajad \u2019h a Paol kuit en\nur\nober ur c\u2019hruz d\u2019e skoazio\u00f9.\nP\u00ear ne oar ket\npetra d\u2019ober, pe mont a-raok, pe chom&nbsp;; neuze\ne chom. \u00ab&nbsp;Sell, Yannig,&nbsp;\u00bb a lavar plac\u2019h an estaj\nuhela\u00f1 a-benn\nar fin, \u00ab&nbsp;te a blij din, neuze \u2019h amp d\u2019ober evel-hemm&nbsp;:\n\u2019h amp da c\u2019hoari ur barti all. Ma\nc\u2019honezan-me \u2019h adtapin tout ma arc\u2019hant, ha\nfin dre eno. Met ma ema\u00f1\nda cha\u00f1s\nvat ganit adarre e c\u2019halli mirout an arc\u2019hant ha war ar marc\u2019had\ne c\u2019halli dont du-ma\u00f1,\n\u2019n em lojamant,\nhag alese krapat\ner-maez da vont da welet\nan heol hag an oabl ha tout ar pezh \u2019to c\u2019hoant da welet. Petra a\nso\u00f1jez&nbsp;?\nDa dro eo d\u2019ober an dorn bepred.&nbsp;\u00bb<\/p>\n\n\n\n<p style=\"text-align:center\">***<\/p>\n\n\n\n<p>Eizhtez\ngoude ema\u00f1 Yannig o kerzhet e-barzh an trepas \u2019h a da sal ar\npignerezio\u00f9. Mezvezennet eo un tamm bihan. Ne oar ket ken pe \u2019h eo\ngwir e e\u00f1vorenno\u00f9 deus\nan nozvezh all pe n\u2019int ket. Daoust hag-e\u00f1 \u2019nefe ket hunvreet\ne-barzh ar barti\ngarto\u00f9-se&nbsp;? Beza\u00f1 ema\u00f1 o vont da grapat\nbetek an estaj kenta\u00f1 ha betek gorre an douar&nbsp;? Beza\u00f1 ema\u00f1 o\nvont da welet an oabl hag an heol&nbsp;? A-greiz-tout, hep gouzout\ndezha\u00f1, \u2019h arri e-barzh sal vras ar pignerezio\u00f9. Uheloc\u2019h eo an\nterrest ama\u00f1, pe izeloc\u2019h al leur kentoc\u2019h, hag e c\u2019haller\ngwelet pelloc\u2019h. Ur mor a\ndud zo eno o virvi\u00f1, <em>Epsiloned<\/em> a-vil-vern o tont hag o vont,\npe o c\u2019hortoz e-barzh regennajo\u00f9 hir-hir da vont d\u2019ar bevaret pe\nd\u2019an driet estaj da labourat. E-kreiz, ar pignerezio\u00f9 bras, o\nlonka\u00f1 hag o tislonka\u00f1 al labourerien, hep\npaouez \u2013 n\u2019eus na noz na deiz er bempet estaj. Pelloc\u2019h,\nwar ar c\u2019hostez, zo pignerezio\u00f9 bihanoc\u2019h hag a gas d\u2019an daou\nestaj kenta\u00f1. N\u2019eus den ebet o c\u2019hortoz dirak o dorejo\u00f9 ha\nmaeset int gant\nsoudarded o lifreo\u00f9 du, mindrailherezio\u00f9 gante. Ne gred ket Yannig\ntostaat. Petra a raio ar re-se pa welfont un <em>Epsilon<\/em> o tont\netrenek dezhe&nbsp;? Ar re-se zo <em>Gammaed<\/em> pe <em>Deltaed<\/em> ha\nne reont ket \u2019met fae ha tremen fae war amprevaned lous an estaj\ndiwezha\u00f1. Ken fonnus all e tennfont warna\u00f1 hep so\u00f1jal pelloc\u2019h\u2026\nA-greiz ema\u00f1 Yannig o kildroenni\u00f1 evel-se e wel unan deus ar\nsoudarded oc\u2019h ober sin dezha\u00f1 da dont tostoc\u2019h. Anavez a ra\nanezha\u00f1 diouzhtu, hag-e\u00f1 \u2019h eo koachet e daoulagad gant lunedo\u00f9\ndu&nbsp;: e-barzh an ostaleri e oa an deiz all, war e orloc\u2019h deus\nar c\u2019hontouer, oc\u2019h ober van d\u2019eva\u00f1 bannac\u2019h&nbsp;; unan\ndeus gwardo\u00f9-korf Jenovefa moarvat. Che\u00f1chet \u2019neus stumm bepred&nbsp;:\nherie \u2019neus gwisket dilhad te\u00f1val ar soudarded. \u00ab&nbsp;Deus war\nma lerc\u2019h&nbsp;\u00bb emeza\u00f1, rust.<\/p>\n\n\n\n<p style=\"text-align:center\">***<\/p>\n\n\n\n<p>Brema\u00f1\nen em gav Yannig e-unan o c\u2019hortoz ken e vo digor diraka\u00f1 dorejo\u00f9\nbeton ar sas. Ema\u00f1 c\u2019hoazh e benn o vezvezenni\u00f1 hag a-boan\nma oar penaos eo arri betek ama\u00f1. N\u2019eo ket gwall sklaer ar so\u00f1j\n\u2019neus derc\u2019het deus ar momejo\u00f9 diwezha\u00f1.\nAr\nbignerez kenta\u00f1\no sevel, didrouz ha\ndistro\u00f1s,\ngwenn he mogerio\u00f9.\nAr gward-korf en e gichen, dilavar, sonn\nen e sav, e daouarn a-drek e gein. Ur goulo\u00f9 neon kre\u00f1v\na-us d\u2019o\nfenno\u00f9.\nPoan d\u2019e daoulagad. Pegeit e oa padet&nbsp;? Ur c\u2019hardeur pe ur\npenn-devezh&nbsp;? An\nnorejo\u00f9 o tigori\u00f1 en\nestaj kenta\u00f1. \u00ab&nbsp;Deus.&nbsp;\u00bb\nTrepasio\u00f9\nledan hag uhel, skl\u00earijennet\ngant neono\u00f9 splann.\nMogerio\u00f9 gwenn.\nOtoio\u00f9 tredan o tremen an\ndaou baotr ken\na\nfindaon. <em>Alfaed<\/em>\n\u2019n enne ha ne divaloaint\nket pa welont anezhe\no kerzhet war ar\nbord.\nLojamant Jenovefa. Mogerio\u00f9 gwenn. Neono\u00f9.\nA-drek ur werenn, e-barzh\nur pezh all, Jenovefa\nastennet\nwar un azezenn,\nserret he daoulagad. Ur fun USB bra\u00f1chet\ne-barzh\nan\ntu a-dre\u00f1v\ndeus he fenn.\nAr\ngward-korf a derc\u2019h da vont, ha\nYannig ivez neuze.\nUn\ntrepas enkoc\u2019h. E-barzh ar\nfo\u00f1s,\nur bignerez all. Yannig e-unan an dro-ma\u00f1. Neono\u00f9 gwenn. Ur\npenn-devezh pe ur c\u2019hardeur. An norejo\u00f9 o tigori\u00f1. Un trepas all,\nhir, e beton. E\npenn an trepas-se\nzo ur sas&nbsp;: evel\n\u2019na lavaret paotr e lunedo\u00f9 du\ne wask Yannig war ur\nbouton evit serri\u00f1 an norejo\u00f9 beton ponner war e lerc\u2019h. Goude\nse, evit digori\u00f1 an norejo\u00f9 zo\ndiraka\u00f1, e renk gwaska\u00f1\ndiv wech war ar bouton all abalamour d\u2019e daouarn o krena\u00f1.<\/p>\n\n\n\n<p>Da\ngenta\u00f1, ne\nwel Yannig mann ebet. Chom a ra war an\ntreuzio\u00f9 o c\u2019hortoz e\ndaoulagad da gustumi\u00f1.\nMet kaer \u2019neus gedal\nha dislonta\u00f1 e\ndaoulagad, n\u2019eus\nket \u2019met te\u00f1valijenn\na-hed gwel dezha\u00f1&nbsp;;\nn\u2019eus tamm\nskl\u00earijenn ebet o tiskenn deus an oabl. Sebedennet eo&nbsp;: pelec\u2019h\nema\u00f1 an heol neuze&nbsp;? Ma zo dionta\u00f1 c\u2019hoazh \u2019h eo\nkoachet-libr a-drek ar c\u2019houmoul. E kement lec\u2019h e par\nYannig e sello\u00f9, ne wel ket \u2019met koabrenno\u00f9\nponner hag izel o krozal. Deus ar vro tro-ha-zro n\u2019hall ket\nspurmanti\u00f1 \u2019met stummio\u00f9 dispis ha te\u00f1val, ha n\u2019eus mann ebet\no fi\u00f1val estroc\u2019h evit ar c\u2019houmoul du oc\u2019h en em ganna\u00f1 a-us\nd\u2019e benn. A-daol-darzh \u2019h eo dallet ar paourkaezh Yannig gant ul\nluc\u2019hedenn o freuza\u00f1 an aer, ken e kouezh war benno\u00f9 e daoulin,\nstonket-marv. Chom a ra aze ur pennad, o sellet en-dro dezha\u00f1 evel\nunan aet da sot, an avel yen-sklas o skorna\u00f1 e izili. Gant ar\nreuziado\u00f9 luc\u2019hed a vez gwech ha gwech all e c\u2019hall damwelet\ndismantro\u00f9 \u2013 met dismantro\u00f9 deus petra&nbsp;? \u2013 goloet gant ur\npoultr gris ha lous ha pegus, hag ama\u00f1 hag ahont ur wezenn bennaket,\nmarv, du, krignet\u2026 Pa \u2019h eo kat ar paotr da sevel en e sav en-dro\ne teu gorrek war e giz\ne-barzh ar sas etrenek an trepas beton. En ur gerzhet e renk en em\nharpa\u00f1 deus ar voger evit chom war e divhar hag a vank dindana\u00f1.<\/p>\n\n\n\n<p style=\"text-align:center\">***<\/p>\n\n\n\n<p>Pa\n\u2019h arri Yannig en-dro e-barzh lojamant Jenovefa ema\u00f1 ar plac\u2019h o\nc\u2019halompat war un tapis-ruilh, a-drek he gwerenn. Klev a ra he\nmouezh o tont deus uhelgomzerio\u00f9&nbsp;: \u00ab&nbsp;Neuze, Yannig, ur\nvaleadenn vrav \u2019teus graet&nbsp;?&nbsp;\u00bb emezi hep paouez da\nredek. Ha dirolla\u00f1 da c\u2019hoarzhin. \u00ab&nbsp;Mann\n\u2019met gwelet da benn e tivinan \u2019h out kerseet. \u2019Teus ket\ngwelet ar pezh \u2019ta c\u2019hoant da welet&nbsp;?&nbsp;\u00bb \u00ab&nbsp;Ne\ngomprenan ket&#8230;&nbsp;\u00bb a satouilh an <em>Epsilon,<\/em> \u00ab&nbsp;te\u00f1val\ne oa evel ma vefe noz-du, ha koulskoude \u2019h omp e-kreiz an deiz.\n\u2019Meus ket gwelet sort ebet.&nbsp;\u00bb \u00ab&nbsp;Ah&nbsp;? Petra a oas\nen gortoz da welet neuze&nbsp;? Kredi\u00f1 a rae dit da vat e oas o vont\nda welet an heol hag an oabl glas&nbsp;? Hag evned bihan ivez, betek\nhag ober&nbsp;? \u2019Meus aon \u2019da ket kontet da vamm-gozh tout an\nistor dit neuze. Petra zo kaoz, a gav dit, \u2019h\nomp o veva\u00f1 dindan an douar&nbsp;? Nim ivez e vije gwelloc\u2019h\ndimp mont da vale dindan an heol ha da dizalani\u00f1 aer fresk. Met pell\namzer zo n\u2019eus ket ken a aer fresk, hag an heol n\u2019eo ket\nbet gwelet keit all zo\nivez. Distrujet e oa bet an Douar gant ar brezel nukleel bras. So\u00f1j\n\u2019da da vamm-gozh deus an heol met pas deus ar brezel&nbsp;? Ne vije\nket aet he c\u2019hokenn war an tu gin un tamm bihan&nbsp;? Oh, met pa\nso\u00f1jan, se zo kaoz \u2019ta ket degaset ganit da dilhad\na-enep ar skinado\u00f9 nukleel&nbsp;? Ha me \u2019ma ket bet skiant da\nlavaret dit. \u2019Meus aon \u2019neus paket da gorf un toullad mat a\nskinado\u00f9 aze. Ba, n\u2019eo ket tener,\ngant da cha\u00f1s vat e vi kat da \u2019n em denna\u00f1, ne vi ket&nbsp;? Ale,\nken ar wech all, Yannig ar Cha\u00f1s vat&nbsp;!&nbsp;\u00bb Ha hi da\nderc\u2019hen da redek hep sellet dionta\u00f1 ken. Tostaet eo ar gward-korf\ndezha\u00f1&nbsp;: achu ar gaozeadenn, ha Yannig \u2019h a daheula\u00f1\nda-gaout\nar bignerez evit retorn d\u2019ar bempet estaj.<\/p>\n\n\n\n<p style=\"text-align:center\">***<\/p>\n\n\n\n<p>\u00ab&nbsp;Eh,\nsell \u2019ta piv&nbsp;! Yannig ar Cha\u00f1s vat&nbsp;! Penaos ema\u00f1 da\ndamm kont&nbsp;?&nbsp;\u00bb Yannig a sell deus P\u00ear o tont etrenek\ndezha\u00f1, hep respont. \u00ab&nbsp;Daou pe dri miz zo \u2019ma ket gwelet\nac\u2019hanout. Petra zo kaoz ne deuez ket ken da c\u2019hoari ar c\u2019harto\u00f9\nganimp&nbsp;? Fachet out&nbsp;? Feson skuizh zo warnout bepred. Eh,\ndec\u2019h e oamp bet boutet er-maez deus an ostaleri peogwir e oamp\noc\u2019h en em ganna\u00f1&nbsp;: Paol n\u2019houlle ket kouzanti\u00f1 \u2019ma-me\ngonezet ar barti. Damen e vo&nbsp;! Al lorgen-se ne blij ket dezha\u00f1\nkoll \u2019hat&nbsp;!&nbsp;\u00bb Laket \u2019neus Yannig e dorn deus ar voger,\nimobuet gant fistilherezh\nar paotr. \u00ab&nbsp;Oh, ha neuze, Yannig, derc\u2019het \u2019da Jenovefa\nd\u2019he c\u2019homz&nbsp;? Laosket \u2019da ac\u2019hanout da grapat betek an\nestaj kenta\u00f1&nbsp;? Bet e oas o vale war c\u2019horre an douar neuze&nbsp;?\nLavar din penaos e oa \u2019ta&nbsp;! Penaos eo an heol&nbsp;?&nbsp;\u00bb\nAdkrog eo Yannig da vont gant e hent. \u00ab&nbsp;Brav eo, P\u00ear. Brav eo\nken ken \u2019h eo.&nbsp;\u00bb<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Ama\u00f1 da-heul un danevell skrivet ganin hag embannet e-barzh ar gazetenn Ya e daou damm (d&rsquo;an 19 ha d&rsquo;ar 26 a viz Even 2019). Riwal Georgelin<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"comment_status":"open","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"footnotes":""},"categories":[68],"tags":[],"class_list":["post-328","post","type-post","status-publish","format-standard","hentry","category-danevellou"],"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/328","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=328"}],"version-history":[{"count":3,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/328\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":331,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/328\/revisions\/331"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=328"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=328"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=328"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}