{"id":99,"date":"2017-02-28T12:28:40","date_gmt":"2017-02-28T11:28:40","guid":{"rendered":"http:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/?p=99"},"modified":"2017-02-28T18:14:25","modified_gmt":"2017-02-28T17:14:25","slug":"petore-brezhoneg-evit-an-dazont","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/2017\/02\/28\/petore-brezhoneg-evit-an-dazont\/","title":{"rendered":"Petore brezhoneg evit an dazont ?"},"content":{"rendered":"<p>&nbsp;<\/p>\n<p>\u2018Meus aon he deus ar yezh a gelennomp gwallefedo\u00f9 war ar pezh a glaskomp ober. \u00a0A-hervez e vezer o saovetaat ar brezhoneg. Kavet a ra din e reomp muioc\u2019h sin evit ne delc&rsquo;homp anezhi en he sav, en gwirionez. Ha kement-se dam d\u2019ar yezh a gasomp war-raok. Kentoc\u2019h evit adperc\u2019henna\u00f1 ur benveg eskemm en deus an Emsav choazet da stumma\u00f1 un arouez identitaer.<\/p>\n<p><!--more--><\/p>\n<p>Petra d\u2019ober evit \u00ab\u00a0saovetaat ar yezh\u00a0\u00bb\u00a0? Ma vefe goulennet gant emsaverien e vefe responto\u00f9 a-bep-seurt\u00a0: kaout ul lennegezh, servijo\u00f9 publik divyezhek, ur yezh vodern kat da gomz deus tout, teknologiezhio\u00f9 nevez en brezhoneg ha me \u2018oar. Trao\u00f9 hag a zo ezhomm dioute evel-just. Met a-benn ar fin ne glever ket komz kement-se deus \u00ab\u00a0chadenn an treuzkas\u00a0\u00bb. Graet e vez evel pa vefemp tremenet d\u2019ar bazenn war-lerc\u2019h, evel pa ne vefe ket ken deus ar vrezhonegerien a-vihannik.<\/p>\n<p>Eviton-me ema\u00f1 aze an delc\u2019h herie. Kalz a drao\u00f9 a ra an Emsav evit delc\u2019hen ar brezhoneg en e sav, met nebeud-kaer evit adsosializa\u00f1 ar yezh. Koulskoude e klefe hennezh diwezha\u00f1 beza\u00f1 hom fal penna\u00f1\u00a0: adlakaat ar rummado\u00f9 d\u2019en em veska\u00f1 dre ar brezhoneg a vez kaozeet en deiz-a-herie. Yezh ar bobl zo diouti c\u2019hoazh. Implijet e vez kalzig em farrouz hag en Bro-Dreger dre vras, ha \u2018meus aon pelloc\u2019h evit se. Pec\u2019hed eo distrei\u00f1 hom divskouarnio\u00f9 diwar ar yezh vev-se.<\/p>\n<p>Koulskoude eo se an hini a ra an Emsav herie, hag ar skolio\u00f9 brezhonek da heul. Ar pezh a vez kelennet, dre vras, eo <em>ar yezh evel ma kleje beza\u00f1<\/em>, ha n\u2019eo ket <em>ar yezh evel m\u2019ema\u00f1<\/em>. Da l\u00e2ret eo ur yezh standart puraet ha modernizet, o vont gant he zamm hent, pell-mat deus ar yezh kaozeet gant ar bobl. Kement ha ken bihan ma en em gaver gant div yezh disha\u00f1val-libr, diaes-kaer d\u2019an eil reo\u00f9 intent ar reo\u00f9 all. Ha yezh ar skol, feiz, n\u2019he deus alies-mat mann da welet, pe dost, gant ar pezh a vez kaozeet en-dro dezhi. Penaos lakaat hom skolidi da gaozeal gant o zud-kozh ma eo re disha\u00f1val an div yezh\u00a0? Penaos implijet ar brezhoneg er-maez deus ar skol ma ne bermeta ket ar yezh desket da doulla\u00f1 kaoz gant an dud diwar-dro\u00a0?<\/p>\n<p>Efedo\u00f9 en deus kement-se war kalite ar yezh. An distok etre ar rummado\u00f9 brezhonegerien nevez ha kozh zo ken bras ken emaer o koll prozodiezh ar brezhoneg. Gallet a rafer komz ivez deus an ereadurezh pe deus \u00ab\u00a0spered ar yezh\u00a0\u00bb o vont da heul hini ar galleg. War baouraat ec\u2019h a ar yezh war bep tachenn, met ne vezer ket spontet nemeur dre an avani \u00ab\u00a0eo gwelloc\u2019h evit mann ebet\u00a0\u00bb, gouez da tud zo. Din-me ne vanka ket degemer ul laoskentez evel-se war dachenn ar yezh. Un dever hon eus, implijet ha treuzkas ur yezh ar reisha\u00f1 ma c\u2019hallomp. Ar gelennerien hag ar skolarien muioc\u2019h evit ar reo\u00f9 all c\u2019hoazh.<\/p>\n<p>Arri eo poent bras che\u00f1ch penn d\u2019ar vazh kwida. En Korsika, Euskadi hag Okitania eo krog an dud da brederia\u00f1 da vat war an delc\u2019h-se. Deut eo sklaer dezhe n\u2019haller ket saovetaat \u00ab\u00a0ar yezh\u00a0\u00bb en ur laoskel a-gostez yezh ar bobl. Deski\u00f1 ur yezh standard a c\u2019hall kaout un interest, met ne so\u00f1j ket din e vanka ober diouta\u00f1 pal diwezha\u00f1 an deski\u00f1 brezhoneg. N\u2019eo ket nemet ur bazenn etrezek ur brezhoneg gwriziennet, ar yezh nemeti a c\u2019hall an deskarded implijet er-maez o c\u2019hentelio\u00f9. Ganti e adsosialisfomp ar brezhoneg, peotramant e telc\u2019hfomp da drei\u00f1 mein da sec\u2019ha\u00f1 evel herie.<\/p>\n<p style=\"text-align: right;\"><strong>Tangi YEKEL<\/strong><\/p>\n<p>An destenn-ma\u00f1 n\u2019eo ket nemet un diverra\u00f1 deus an destenn c&rsquo;hallek \u00ab\u00a0<a href=\"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/2017\/02\/28\/voulons-nous-sauver-le-breton\/\">Voulons-nous sauver le breton<\/a>?\u00a0\u00bb.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>&nbsp; \u2018Meus aon he deus ar yezh a gelennomp gwallefedo\u00f9 war ar pezh a glaskomp ober. \u00a0A-hervez e vezer o saovetaat ar brezhoneg. Kavet a ra din e reomp muioc\u2019h sin evit ne delc&rsquo;homp anezhi en he sav, en gwirionez. Ha kement-se dam d\u2019ar yezh a gasomp war-raok. Kentoc\u2019h evit adperc\u2019henna\u00f1 ur benveg eskemm en deus an Emsav choazet da stumma\u00f1 un arouez identitaer.<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"comment_status":"open","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"footnotes":""},"categories":[3],"tags":[24,25],"class_list":["post-99","post","type-post","status-publish","format-standard","hentry","category-en-em-sonjal","tag-brezhoneg-ar-bobl","tag-brezhoneg-standard"],"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/99","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=99"}],"version-history":[{"count":4,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/99\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":106,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/99\/revisions\/106"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=99"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=99"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.brezhonegbrovear.bzh\/blog\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=99"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}