Brezhoneg Bro-Vear

Ar bouc'h

Kontet gant Aleñ Toudig (kaozeadenn Hent Don 25/06/2013)

Hag e oa, peogwir ec'h eomp kostez Logivi aze ec'h eomp da... da difrechañ. Aze e oa... un tamm menaj bihan a oa. Ha bepred emañ sur a-walc'h, fin, n'on ket sur emañ ken ivez, arri zo... Hag e oa... Ar C'hlec'h a oa veutrinaer d'ar c'houlz-se, hag e oa arri Ar C'hlec'h du-hont 'ba ar menaj bihan-se. En em gavet klañv... ur bouc'h a oa, ur pezh bouc'h. Me n'onn ket, chomet e oa da sellet met... ur pezh bouc'h.

Feiz e oa... yen e oa an amzer d'ar c'houlz-se, daonet e vo xxx (?). Ha trist e oa gwelet anezhañ ivez, an tamm bouc'h-se. Ha feiz e oa arriet Ar C'hlec'h neuze da welet. Ha feiz, Ar C'hlec'h o sellet dioutañ. « Oh ma Doue ! emezañ. Hemañ emezañ... hemañ emezañ zo ezhomm lakat anezhañ bepred lec'h eo tomm.
– Ha feiz, eme an hini gozh... »

Aze ne oa tamm... ne oa ket... eno e oa pri, douar-tout. Douar e oa an ti ha ne oa ket simantet mann ebet ha neuze un tamm... Feiz, soñjal a rae ivez. « Daoust pelec'h e vo lakeet hemañ ? »

Feiz, a-benn ar fin an hini gozh a lâre evel-se : « Oh ! » Kar ar c'hozh bouc'h kozh-se a selle paotr. Eñ ne oa ket brav tostaat dioutañ. Ha feiz, a-benn ar fin an hini gozh o lâret d'Ar C'hlec'h : « Oh ! n'eus ket nemet lakat anezhañ... me ac'h a da lakat anezhañ 'ba ma gwele emezi. Aze 'no tomm.
– Oh ! Ya met... »
Ar C'hlec'h o lâret dezhi evel-se :
« Ya met... soñj deoc'h ! Ar c'hwezh ?
– Ma Doue emezi ! Na vezit ket jenet gant se emezi. Eñ en em abituo ! »