Brezhoneg Bro-Vear

Ar brezel bras

N'eus ket bet kavet nemet div bajenn deus ur c'harned brezel skrivet gant ur paotr ganet e 1878 e Kervorc'h, lutanant er 73e RI. Freuzet ha kollet eo ar pajennoù goude. Daoust hag-eñ e oa pajennoù en brezhoneg a-raok ? N'eo ket lâret. Kontañ a ra en div bajenn-se devezh ar 26 a viz mae 1918. An deiz war-lerc'h e voe prizoniet gant an Almanted. Da lâret eo emañ o kontañ aze penaos e oa tapet, en brezhoneg kuit da vezañ komprenet gant an Almanted ?

Houehet varnugent ar vis Mai mil naontekant tri houec'h. Sul ar drindet. Mé ol oa en repos barz ferm Belle-vue en kuchen Pargnan bars départamant Aisne, ar Sul amzer ol oa brav quer a amzer tom ar éol, ma beurévès ma tréménent ar hanveet ar labour ben ar noz, da greis dé ma demet mad ma lein. Joyus ar oant tout gant ma hamaradet, dar noz content oas ober ar pred mad. Allaz na hoant ket asèet mat vit dibi ariaz ar soudart var ar vélo ur liser hoa gantan evit alerti tout ar compagnonès. Prim a prim ar ma débet ar tam rog rassembli ma section. Ma zud hoa bet kouls a mé obliget da dibri prim. Evit mont da gemer position oar lec'h désignet gant ordre hoa deut gant ar soudart. Pé oant arri var ar position commencé divaligen ariout, prest goudé a commenças homp hanogno tenna bian a bras a deva tennet goela a prima ma deva gallet*. Alaz pe ariaz var dro un heure ar beure…

* Var dro unek heure ma bet ordre da logean ma zud a mé bars megleuïo hoa en kuchen bars belajen Paissy.

… ar canogno Allemand commenças tenna ac ar drehaz var omp ré car calz a oant muoc'h nombreuz (bean ar hoa hugen evit pemp unan diwip.) omp ré oa bet obliget da devel gant a stank couéè ar obuso an dro dè. Var dro uneguer neguer pe neguer hanter ma bet an ordre da von da repos bars ar veglo hollouet bas entré Paissy pad ar restant deus an nos a hoant chomet gant ma zud bars ar vegleu, homañ ar voa solit rag penvit ar sé na digé jamès padet. Da bember dimeus ar beuré commencent non nont sonjal, rag bean ar hoa an dra benach dreist d'ordinal. Neubet a amser goudé a velas ar Général partian gant dao pé tri officèr a ganté an toulad papero. Kent kennt ariaz ont holonel, ac ar houlenaz piou a so azé ar offisèr a commandè ar compagnos ar respontas ar hentan a hè homman. Ar holonel ar houlas hoaz petra [achu]

Peurunvan :

Ar c'hwec'hvet warn-ugent a viz Mae mil naontek kant triwec'h. Sul an drinded. Me a oa en repos e-barzh feurm Belle-vue en kichen Pargnan e-barzh departamant Aisne, an amzer a oa brav kaer ha tomm an heol, ma beurevezh 'ma tremenet oc'h anavezout al labour a-benn an noz, da greiztez 'ma debret mat ma lein. Joaus e oan gant ma c'hamaraded, d'an noz kontant e oan ober ur pred mat. Allaz ne oan ket azezet mat evit debriñ ec'h arriaz ur soudard war ur velo ul lizher oa gantañ evit alertiñ tout ar gompagnonez. Prim-ha-prim 'ma debret un tamm a-raok rasambliñ ma seksion. Ma zud oa bet koulz ha me oblijet da dibri prim. Evit mont da gemer posision war al lec'h deziniet gant ordre oa deut gant ar soudard. Pa oan arri war ar posision e komañse an deñvalijenn arriout, prest goude e komañsas hon c'hanonioù tennañ bihan ha bras ha 'deva tennet gwellañ ha primañ ma 'deva gallet.* Allaz pa arrias war-dro un eur ar beure…

* War-dro unnek eur 'ma bet ordre da lojañ ma zud ha me e-barzh meingleuzioù a oa en kichen e-barzh belajenn Paissy.

… ar c'hanonioù alman a gomañsas tennañ hag a drec'has war hon re kar kalz e oant muioc'h nombreus (bezañ a oa ugent evit pemp unan diouzhimp.) hon re oa bet oblijet da devel gant ars tank e kouezhe an obuzoù en-dro dezhe. War-dro unnek eur nekeur pa nekeur hanter 'ma bet an ordre da vont da repos e-barzh ar vaengleuz c'holoet e-barzh antre Paissy e-pad ar restant deus an noz e oan chomet gant ma zud e-barzh ar vaengleuz, homañ a oa solut rak panevert ar se na 'dije james padet. Da bemp eur dimeus ar beure e komañsen non nont soñjal, rak bezañ a oa un dra bennak dreist ordinal. Nebeud a amzer goude e welis ar jeneral o partiañ gant daou pe dri ofiser ha gante un toullad paperoù, kenkent ec'h arrias hon c'horonel, hag e c'houlennas piv a zo aze an ofiser a gommande ar gompagnonez ha respontas ar c'hentañ 'h eo homañ. Ar c'horonel a c'houlas c'hoazh petra [achu]