Brezhoneg Bro-Vear

Ar vazh

Kontet gant Aleñ Toudig (kaozeadenn Hent Don 25/06/2013)

Aze e oa... 'ba Bear, 'ba Bear e oa se met... hag e oa... daou yaouank aze, fin, arri e oa... feiz, pevar bugel a oa bet. Feir, arri e oa un devezh evel-se, e oant en em gavet... gant pardon Bear e oa se. E oant pedet da frikoañ. Hag e oa pedet e vamm-gaer ivez. Hag e vamm-gaer a oa o chom war... war bord hent Trezelan aze. Hag e oant... 'dant d'ober dont tu-mañ war hent ar gar aze da frikoañ.

Feiz, arri e oa ar sul bepred. Feiz, pe ne oa ket arri sul c'hoazh met arri... ha 'na soñjet « Ma ! memes tra emezañ, e preni... ec'h ez da gaout un oto da vont kar a-benn disul emezañ ec'h eomp tout emezañ da frikoañ. » Stad en ennañ ivez o lâret d'e wreg. « Feiz, ma vije kavet un oto, un tamm oto ».

Feiz e oa deuet da soñj dezhañ mont betek ti Kariou aze. Feiz e oa arri. « Ah ! me emezañ a glask un tamm oto aze emezañ da vont a-benn disul, ni 'momp d'ober mont da frikoañ emezañ. 'Meus d'ober mont da gerc'hat ma mamm-gaer emezañ, ma vije bet...
– Oh ! Me 'meus ket kalz tra hañ. Geo, ur c'hat-chevaux 'meus aze emezañ 'meus aze emezañ. Marteze hoñ emezañ zo barrek d'ober ho jeu deoc'h.
– Feiz ! Oh geo 'vat emezañ, impeccable. »

Ma, prenet ar c'hat-chevaux gantañ. Feiz, eñ gant ar c'hat-chevaux d'ar gêr neuze. Lâret d'e wreg « (pegañ a ra bremañ ?), omp barrek 'vat sur, un oto gaer ». Feiz arri e oa sul bepred, ar sul da greistez. Feiz, 'na soñjet « Ec'h eomp da vont abretoc'h bepred un tamm kar... dimp da... mamm-gaer ma vez prest (a-benn ?) e vefomp arri ».

Feiz arri e oant. Ar vugale, ar reoù vrasañ a oa krog da redek. Unan a oa bihan. Ha feiz, tout neuze d'an ti. « Ale ! bremañ ec'h eomp da vont neuze ». Feiz, laket ar vugale 'ba an oto, tout. Met pa oa kistion da lakat ar vamm-gaer 'ba an oto ne oa ket a blas 'ba an oto ken. « Ah ! Sell amañ ur barti 'vat emezañ. Kemeret 'meus un oto re vihan neuze ». Met 'na ket soñjet e oa kement-se... « Hañ, penaos emezañ ec'h a da vezañ graet ? ».

Ha feiz, a-benn ar fin e vamm-gaer o lâret dezhañ : « Ma ! emezi, bon, ni eo... ni ac'h a da vont war hon zreid hon-daou, 'neus ket nemet da wreg mont gant an oto, hag ar vugale ». Ha feiz, mat ar jeu ! Ale, partiet e wreg gant an oto. Hag ar re-mañ neuze o temarriñ neuze war o zreid. Feiz, e oant o sevel... o sevel Bear, just an oferenn o tont er-maez.

Hemañ paotr kaezh o sellet e vamm-gaer. N'ae ket war-raok, ur vazh a oa ganti. N'ae ket war-raok ivez ! « Damen, bremañ-souden emezañ (ec'h a da vezañ gwelet ac'hanomp ?) ». Soñjal a rae. « Klok klok klok ! ». Derc'hen a rae. Feiz, a-benn ar fin e oant arri e-fas d'an iliz. Feiz, leun a dud e oa ivez. Tout an dud a selle dioutañ. Eñ a gave a-benn ar fin... jenet ivez. Oh la la ! Derc'hen a rae e vamm-gaer. Derc'hen a rae da skeiñ « tak tak ! ».

Feiz, a-benn ar fin eñ o lâret d'e vamm-gaer evel-se : « Damen e vo ! ne rez ket kement-se a drouz ivez, ne welez ket emañ an oferenn o tont er-maez ? – pa pa pa ! » « Klokl klok ! ». Hag a-benn ar fin eñ o lâret d'e vamm-gaer evel-se : « Memes tra emezañ, ne gomprenan ket ac'hanoc'h, 'peus ket lakeet un tamm kaoutchou war beg ho pazh aze ! Ne vijemp ket bet klevet o treuziñ ar bourk.
– Ha te ! Sakre genaoueg ! Kar bezañ (lakeet ?) un tamm kaoutchou war beg da lost e oamp aet tout 'ba ar c'hat-chevaux ! »