Brezhoneg Bro-Vear

Ar vuoc'h klañv

Kontet gant Aleñ Toudig (kaozeadenn Hent Don 25/06/2013)

Goude neuze, aze e oa... feiz en em gavet euh... Ar C'hlec'h a oa gelvet c'hoazh bepred hag ar re-seoù 'da miret ur vuoc'h. 'Ba un tamm... leusket o menaj, hag ar re-seoù 'na un tamm... miret ur vuoc'h, un tamm douar a oa miret. Ha feiz, Job e oa ha Maria. Feiz, en em gavet klañv ar vuoc'h ivez. Ne save ket, mann ebet, ne rae ket... ne rae ket fed ebet deus euh... Feiz, « Oh ! eme job, me ac'h a da c'helvet ar veutrinaer war he zro neuze ». Feiz, e oa arri ar veutrinaer neuze, Ar C'hlec'h adarre.

Met ar re-mañ euh... ar re-mañ feiz, ne oarent ket nemet brezhoneg 'ba... feiz, a-benn ar fin euh... Job a c'houlenn gant Ar C'hlec'h evel-se : « Penaos emañ kont gant ar vuoc'h ivez ? ». Feiz, eñ ne gaozee ket. Feiz, piket 'na anezhi, graet 'na e jeu diouti. Eñ 'na soñjet, « n'eus ket nemet dont da welet Maria emezañ, evit euh... lâret... lâret dezhi penaos eo kont gant he buoc'h bepred kar hoñ zo trubuilhet minabl, 'ba an ti-mañ aze. Trubuilhet eo horrol emezañ. 'Peus ket nemet lâret dezhi... »

Feiz, e oa arri ar veutrinaer 'ba an ti neuze. Ha hi... Maria a c'houlenn gant Job « Ha petra 'neus lâret ar veutrinaer deus ar vuoc'h neuze ?
– Oh ma Doue emezañ, oh ma Doue ! 'Meus ket komprenet kaer emezañ met lâret 'neus din emezañ. En galleg emezañ 'na lâret din. La va-che est dans un é-tat comme-ma-queue.
– Neuze emezi n'eo ket prest da sevel c'hoazh ! »