Brezhoneg Bro-Vear

« Poule pondeuse »

Kontet gant Maria Prat (klevet war Radio Kreiz Breizh).
Trugarez da Yann-Bêr Gwiader ha Tomaz Laken !

Un devezh ivez e oa ur paotr yaouank deus e-kichen du-mañ, a oa aet da welet Soaz kozh a oa o reiñ boued d’ar yer.

« - Ac’hanta ! emezañ, deviñ a ra ho yer ?

– Deviñ ? Ro peoc’h din sell ! Me zo arri prest da bediñ al louarn da dont da gerc’hat anezhe tout. Pe da lakat anezhe e soubenn.

– Hañ ! eme hemañ, me a oar petra ’peus ezhomm. Ar yer-se a ’deus ezhomm un tamm poule pondeuse.

Poule pondeuse ? Marteze. Met pelec’h ’h in-me ? Lannuon zo pell ac’hann, ha ma c’harrigell zo dirodet. Penaos ’h in-me da gerc’hat poule pondeuse amañ ?

– Ac’hanta ! emezañ, me ’h ey da... da Lannuon gant ma zrakteur hag a degaso deoc’h ur sac’had. » Ha graet ’neva.

Teir sizhun goude a oa aet da welet ar resultat. Lampet e oa an hini gozh da bokat dezhañ.

« – Oh ! emezi, to zo un den mat. Rekouret-naet ’teus ac’hanon. A soñj din... a soñj dit, n’am eus nemet nav yar, hag e kavan dek u bemdez abaoe. Met ar pezh na gomprenan ket avat, ar c’hog ne gan ket ken.

– Met penaos ? D’ar c’hog ’peus roet poule pondeuse ivez ?

– Fidadoulle avat ! Me ne oan ket o soñjal ha ’meus laket anezhañ en ur gaoter vihan dindan ar c’hlud d’an hini a gare da debriñ.

– Hañ ! Paour-kaezh tintin ! Aze ’peus graet an taol diwezhañ ! Ar c’hog ’neus debret poule pondeuse ivez. Ha se zo kaoz zo savet u gantañ. Ha bremañ moarvat ’neus soñjet : « Pa on tapet (en... o ?) deviñ evel ar yer, me n’on ket o vont da derriñ ma fenn da ganañ war ma c’hlud hag a chomo trankil aze, ken e vo ar c’houlz din da dont da leskel ma u. »