Brezhoneg Bro-Vear

Kanaouenn Yann

Kanet gant Raymonde Poazhevara deus Pederneg, enrollet gant Oanez al Lae e 2021 ha degaset dimp gant Gireg Konan.

Da biv 'dimezi-te 'ta Yann Yann ?
Da biv 'dimezi-te 'ta Yann ma mab ?

Da Verc'h Jañ-Mari Bizpoazh, Mammig gozh kozh kozh,
Da Verc'h Jañ-Mari Bizpoazh, Mammig gozh, goût a rit !

Me a soñje din 'vije bet da verc'h ar roue,
Mes na vo ket !

Pelec'h 'vo da eured 'ta Yann Yann ?
Pelec'h 'vo da eured 'ta Yann ma mab ?

'Ba iliz Pederneg, Mammig gozh kozh kozh,
'Ba iliz Pederneg, Mammig gozh, goût a rit !

Me a soñje din 'vije bet 'ba iliz vras Pariz,
Mes na vo ket !

Pelec'h 'laki anezhi da gousket 'ta Yann Yann ?
Pelec'h 'laki anezhi da gousket 'ta Yann ma mab ?

'Ba kraou ar wiz kozh, Mammig gozh kozh kozh,
'Ba kraou ar wiz kozh, Mammig gozh, goût a rit !

Me a soñje din 'vije bet 'ba ur gwele pluñv,
Mes na vo ket !

Pelec'h 'laki anezhi he c'hoaze 'ta Yann Yann ?
Pelec'h 'laki anezhi he c'hoaze 'ta Yann ma mab ?

War an trebez ruz, Mammig gozh Kozh kozh,
War an trebez ruz, Mammig gozh, goût a rit !

Me a soñje din 'vije bet 'ba ur foteuilh bourret,
Mes na vo ket !

Pet bugel a fo 'ta Yann Yann ?
Pet bugel 'fo 'ta Yann ma mab ?

Dek pe daouzek, Mammig gozh kozh kozh,
Dek pe daouzek, Mammig gozh, goût a rit !

Me a soñje din 'vije bet unan hepken,
Mes na vo ket !