Brezhoneg Bro-Vear

Teir ganaouenn

Kanaouennoù kanet gant Jermen Omnes (ar Falc'her), ganet en 1922, ha dastumet e miz Gwengolo 2022 e ti reoù gozh Louergad.

Ar c'hemener

Pa arri ar c'hemener en ti,
xxx (?) da vicher dijuniñ

Savet e vez an heol,
Na vez ket beure-mat

Arru a rae en ti,
En ur hatañ e bajoù

Ha gantañ 'meus urzh,
Evit kemer an tailhoù

Ar c'hog

E-ti Yann ar C'hastell, eno emañ,
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
E-ti Yann ar C'hastell, eno emañ,
Bravañ kogig a zo er vro-mañ

E bluñv zo ruz kazi evel roz,
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
E bluñv zo ruz kazi evel roz,
Ma gan abred na vo ket kozh

Yann ar C'hastell a lak e yod er-maez,
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
Yann ar C'hastell a lak e yod er-maez,
Hag ac'h a d'an ti da diskenn laezh

Ar c'hog a deu en ur ganañ,
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
Ar c'hog a deu en ur ganañ,
A lem ar polod deus anezhañ

« Lem ar polod digant ma beg »,
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
« Lem ar polod digant ma beg »
« Evit sevel hec'h enor da'z kwreg »

Yann ar C'hastell a dap ur peul-karr,
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
Yann ar C'hastell a dap ur peul-karr,
Hag a dorras dezhañ e c'har

« Torret a 'feus-te ma gar din »
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
« Torret a 'feus-te ma gar din »
« Me am eus graet servij vat en ez ti »

« Me am eus graet servij vat en ez ti » 
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
« Me am eus graet servij vat en ez ti » 
« Lakat an tregont yar da dewiñ »

A gan ur ganadenn diwar ar gleud,
Tam toudiri, tam toudira, diridi tralala, la la la !
A gan ur ganadenn diwar ar gleud,
'lakat an hini zo da bokat d'e wreg

Ar voualc'h

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he lagad,
He lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he goûg,
He goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he chouk,
He chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he c'hein,
He c'hein, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus hec'h askell,
Hec'h askell, he c'hein, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he fluñv,
He fluñv, he c'hein, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus hec'h askell,
Hec'h askell, he c'hof, he c'hein, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he c'hof,
He c'hof, he c'hein, hec'h askell, he fluñv, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he lost,
He lost, he c'hof, hec'h askell, he c'hein, he fluñv, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he revr,
He revr, he lost, he c'hof, hec'h askell, he c'hein, he fluñv, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he morzhed,
He morzhed, he revr, he lost, he c'hof, hec'h askell, he c'hein, he fluñv, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he gar,
He gar, he morzhed, he revr, he lost, he c'hof, hec'h askell, he c'hein, he fluñv, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he zroad,
He zroad, he gar, he morzhed, he revr, he lost, he c'hof, hec'h askell, he c'hein, he fluñv, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus he biz,
He biz, he zroad, he gar, he morzhed, he revr, he lost, he c'hof, hec'h askell, he c'hein, he fluñv, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'he deus beg ebet ?
Kollet a 'deus hec'h ivin,
Hec'h ivin, he biz, he zroad, he gar, he morzhed, he revr, he lost, he c'hof, hec'h askell, he c'hein, he fluñv, he chouk, he goûg, he fenn, he lagad, he beg

Penaos e ra ar voualc'h da ganañ pa n'a deus mann ebet ?