Brezhoneg Bro-Vear

Tog Maivon

Kontet gant Nicole Pastol (kaozeadenn Hent Don 26/02/2013)

Maivon ha Jañ-Mai a oa o terc'hen ur menaj bihan kostez Tregrom… pardon Isabelle, kostez Tregrom. Te zo o chom e Tregrom. Ah te zo ganet e Tregrom ivez ! Met ur menaj bihan, ur menaj bihan paour, ne oa ket c'hwi e oa hañ. Maivon ha Jañ-Mai. Sell, bep yaou an otokarr Kadeg a dremen 'ba… aretiñ a rae e-barzh… aretiñ a rae un tamm partout hañ, a-raok mont da Lannuon da werzhañ moc'h bihan ha moc'h bihan a veze 'ba ar c'hasedoù war doenn an otokarr.

Sell… Maivon ne veze ket preset james pa dremene an otokarr, e veze oblijet da c'hortoz anezhi. Sell, a-benn ar fin Jañ-Mai 'na lâret dezhi « Gleout a rallfes bezañ d'an eur Maivon ivez, te a lak tout an dud da c'hortoz evel-se, n'eo ket se mat. Ah… gleout a rafes ben… » Tremen a rae ur bern amzer da lakat he c'hoef. A-benn 'deze fichet he petiborioù ha tout. Ha Jañ-Mai 'na lâret dezhi : « Gleout a rafes lakat un tog. – Oh ! me, eme Maivon, a lakfe un tog a-walc'h met an togoù zo ker ha ni zo paour hañ. – Sell, ah ! met, eme Jañ-Mai, aze zo ur wiz kozh e-barzh ar c'hraou, ha zo sañset da gaout moc'h bihan. Ha pa 'do bet he moc'h bihan, ma vezont gwerzhet mat e-barzh marc'had Lannuon, hag e vo prenet un tog dit. Sell, bet e oa moc'h bihan. Gwerzhet e oant e-barzh marc'had Lannuon, gwerzhet mat e oant. Sell e oa prenet un tog da Maivon. Me a gomz deoc'h deus un tog bihan gant ur pezh pluenn hag un evn bihan. Eñ a oa chik !

Sell, Maivon, ar sul goude, hag o vont d'an oferenn hag a lakaas he zog. Met, Tregrom n'eo ket bras, tout an dud 'na gwelet Maivon gant an tog-se. Se 'da spontet anezhe da gentañ. Ordin… Maivon a oa en koef a-raok ha gwelet anezhi gant un tog, gant ur pezh pluenn hag un evn bihan ! Sell, pintet eo ar person 'ba ar gador-sarmon, ne rae ket nemet c'hoarzhin pa wele tog Maivon. Deuet e oa dour d'ober, met me a gomz deoc'h deus dour ! Evel skeiñ gant kelornioù ! Oh ! Sell, Maivon 'na soñjet « Oh !, me 'meus aon gant ma zog, penaos d'ober gant ma zog ? »

Bon, fin e oa an oferenn. Ober a rae glav bepred. Ha Maivon ne oa ket bet jenet hañ, petra 'da graet nemet troñsal, oc'h ober evel ar merc'hed Rostren1, troñset he c'hotilhon war he fenn ha treuzet plasenn bourk Tregrom, ha prezerviñ he zog. Sell, e oa deuet ur vandenn kañfarded, e oa reoù, e oa reoù a oa o tont deus n'onn ket pelec'h. Ha pa 'deuint gwelet Maivon, sell, int 'da galoupet war-lerc'h Maivon, 'na lâret « Sell he zoull ! Sell he zoull ! Sell he zoull ! » Ha Maivon o tont dezhe « Kozh kañfarded ! An toull-se zo kozh met ma zog zo nevez ! »

(1) Merc'hed Rostren / 'Dizolo o reor da goach o fenn ! (Louergad) [Seubil 1983 p. 32]
– Merc'hed Rostrenn / A dizolo o revr da c'holo o fenn. [Giraudon 2006 p. 180]