La recherche a retourné 110 résultats

par Tangi
21 janvier 2020, 19:14
Forum : Ar brezhoneg
Sujet : Ha noa ivez!
Réponses : 1
Vues : 6918

Re: Ha noa ivez!

Kavet a ra din e implijomp bezañ + skoazell-verb en degouezhioù-se :
ha bezañ eo ivez
et elle l’est effectivement [vieille]
ha bezañ ’meus e-se
et j’en ai alors
Daoust hag-eñ e c'hallomp klevet "ha 'noa ivez" dre amañ ? N'on ket kat da lâret.
par Tangi
27 novembre 2019, 09:28
Forum : Ar brezhoneg
Sujet : En ur / o
Réponses : 3
Vues : 15212

En ur / o

Ur faotenn zo eviton e levr Meudig embannet gant TES en 2009 :
Spontet e voe ar bugelig paour en ur glevet pezh a lavare e dad.
Ar rannig o a vez gortozet aze, ne vez ket ?
par Tangi
07 octobre 2019, 10:41
Forum : Ar pennadoù yezhadur
Sujet : Respont d'ur goulenn-nac'h / Répondre à une interro-négative
Réponses : 3
Vues : 12127

Re: Respont d'ur goulenn-nac'h / Répondre à une interro-négative

Se an hini eo ya.

Posubl eo astenn ar respont o adkemer gerioù ar goulenn :

- N'int ket sod ?
- Nann, n'int ket sod.

- N'int ket sod ?
- Geo/Gint, sot int.

Evel-se eo sklaeroc'h c'hoazh al lojik.
par Tangi
20 août 2019, 10:30
Forum : Ar brezhoneg
Sujet : "Hor" , "joiñ"
Réponses : 1
Vues : 7558

Re: "Hor" , "joiñ"

Aze ne welan ket, nag evit an eil na evit egile.
par Tangi
17 août 2019, 20:48
Forum : Al lec'hienn
Sujet : Petra nevez ? // Quoi de neuf ?
Réponses : 32
Vues : 63126

Re: Petra nevez ? // Quoi de neuf ?

N'eo ket fall :)
par Tangi
06 mai 2019, 21:14
Forum : Ar brezhoneg
Sujet : Ken
Réponses : 4
Vues : 11179

Re: Ken

Sell aze ar pezh a lâre Jul Gros diwar-benn "kenañ" (TDBP3, 1984, p.248) : Kenañ , adverbe d'intensité, marquant le superlatif absolu [...] Cet adverbe paraît être une contraction de la locution conjonctive "ken a" ci-dessus. Du moins, le sens l'indique et c'était bien l'avis de ...
par Tangi
05 mai 2019, 12:07
Forum : Ar brezhoneg
Sujet : Ken
Réponses : 4
Vues : 11179

Re: Ken

Ya ! Ur skwer a meus kavet prim-ha-prim war al lec'hienn :
aze oa du ken e oa du
Sur a-walc'h zo reoù all, ar framm-se zo anavezet a-walc'h.
par Tangi
26 septembre 2018, 23:03
Forum : Ar brezhoneg
Sujet : Arri/Erru + kaout
Réponses : 3
Vues : 9622

Re: Arri/Erru + kaout

Ya, "arri 'meus riv" --> deut zo riv din

Frazennoù evel "Arri 'teus graet ur bern" a vez klevet ya.

Evit Yann an Du (geriadur brezhoneg Plougouskant) : "marque le résultat d'une action ; devenu ; qui commence à être (avoir) ; qui est presque"
par Tangi
24 septembre 2018, 20:15
Forum : Ar brezhoneg
Sujet : Arri/Erru + kaout
Réponses : 3
Vues : 9622

Re: Arri/Erru + kaout

Implijet e vez kalz ya.

Kompren a ran anezhañ evel : "arri 'teus sec'hed" = "il t'es venue une envie de boire"

Un arliv eo evit diskwel emañ ar c'hoant evañ o paouez dont.
par Tangi
16 mars 2017, 20:29
Forum : Ar pennadoù yezhadur
Sujet : Displegadur kaout / Conjugaison de kaout
Réponses : 1
Vues : 13181

Displegadur kaout / Conjugaison de kaout

Amañ an hini e vez komzet deus ar sujed / C'est ici que l'on parle du sujet.
https://www.brezhonegbrovear.bzh/yezhad ... egan_kaout