Ken

La langue bretonne
Derv
Messages : 9
Inscription : 02 février 2016, 09:25

Ken

Message par Derv » 05 mai 2019, 10:52

Daoust hag eñ peus bet klevet frazennoù giz-se, pe gant ar patrom-se?

Skuizh eo ken eo skuizh

Soñj meus bout klevet traoù evel: Brav eo ken ec'h eo.
Met pas evel ar frazenn gentañ.

Tangi
Messages : 840
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ken

Message par Tangi » 05 mai 2019, 12:07

Ya ! Ur skwer a meus kavet prim-ha-prim war al lec'hienn :
aze oa du ken e oa du
Sur a-walc'h zo reoù all, ar framm-se zo anavezet a-walc'h.

Riwal
Administrateur
Messages : 662
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: Ken

Message par Riwal » 05 mai 2019, 13:55

Frazennoù 'meus klevet :
Ha honnezh a oa jentil ken e oa jentil.
... e oa yen ken e oa yen.
Pa ne vez ket adlavaret an anv-gwan e vez doublet ar ger ken :
Ha fur ha jentil ken ken e oa.
O tifronkal evel e vez lavaret, o garmat ken ken e oa.
Eñ a oa jentil ken ken e oa
Me zo añmerdet ken ken 'h on

Derv
Messages : 9
Inscription : 02 février 2016, 09:25

Re: Ken

Message par Derv » 06 mai 2019, 11:37

Kerne-Uhel evel Bro-Dreger ur wech izhpenn neun!

Ken ken meus ket bet klevet gant ar verb adlaret war-lerc'h.

Ha neun ba Bro-Leon neuint izhpennet -añ da sevel kenañ diwar ken?

Tangi
Messages : 840
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ken

Message par Tangi » 06 mai 2019, 21:14

Sell aze ar pezh a lâre Jul Gros diwar-benn "kenañ" (TDBP3, 1984, p.248) :
Kenañ, adverbe d'intensité, marquant le superlatif absolu [...]
Cet adverbe paraît être une contraction de la locution conjonctive "ken a" ci-dessus. Du moins, le sens l'indique et c'était bien l'avis de Troude et d'Ernault.
Glao a ra kenañ, il pleut très fort.
[...]
Il est regrettable que "kenañ" ait tendance à céder la place à l'insipide "minabl" en TP."
Ne oaren ket e vije implijet gwechall en Bro-Dreger. N'am eus ket klevet anezhañ gwech ebet.

Répondre