Page 1 sur 1

Kentañ 'oa

Publié : 21 octobre 2016, 12:26
par Tangi
Klevet ganin teir gwech al lavarenn-se gant Lusieñ. Daou skwer :
An deiz all e oamp amañ o kaozeal, an hini yaouank, (kentañ a oa ?) e welez ul logodenn oc’h esa dont amañ.
Hag eu... kentañ a oa, o welet... o welet un tamm deus an avion evel ur bortierenn pe un damm bennaket o tont... o tont deus an avion ha kentañ a oa (reoù ?) o welet tan o tont gantañ.


Kavout a ra din e talv "a-greiz-tout". Bet 'peus klevet pe lennet anezhi tu bennak ?

Re: Kentañ 'oa

Publié : 21 octobre 2016, 21:28
par Riwal
Ya, klevet teir gwech, met pas gant ma mamm-gozh, gant tud all.
Ha kentañ a oa (tout d'un coup), me da glevet X o lavaret d'ar reoù all : [...]

Re: Kentañ 'oa

Publié : 24 octobre 2016, 14:34
par Tangi
Kavet a ra din 'meus kavet "kentañ 'vo" gant ar memes talvoudegezh :

pa vo klasket ne gavo ket anezhañ, kentañ e vo goude, pa ne vi ket o soñjal, « pouf ! »
quand on le cherche on ne le trouve pas [mot], tout d’un coup après, quand tu n’y penseras pas, « pouf ! » [il te reviendra]