Page 1 sur 1

Arri/Erru + kaout

Publié : 24 septembre 2018, 15:33
par Derv
Peseurt mod gomprenit an implij Arri/Erru + kaout?

'Soñjal ba se oan goude bout klevet "E'o peus naon?"

Skwerioù ell peus jerret meus aon met peseurt mod gomprenit anezhe?
Erru + kaout pa vez implijet kaout normalamant? Riv, naon, sec'hed... ? Ai teus sec'hed?

Re: Arri/Erru + kaout

Publié : 24 septembre 2018, 20:15
par Tangi
Implijet e vez kalz ya.

Kompren a ran anezhañ evel : "arri 'teus sec'hed" = "il t'es venue une envie de boire"

Un arliv eo evit diskwel emañ ar c'hoant evañ o paouez dont.

Re: Arri/Erru + kaout

Publié : 25 septembre 2018, 11:35
par Derv
"arri eo yen din" ha "arri meus riv" vefe ar memestra neun?

Ha traoù evel "Arri neuint bec'h gant o labour" vez klevet neun?

Re: Arri/Erru + kaout

Publié : 26 septembre 2018, 23:03
par Tangi
Ya, "arri 'meus riv" --> deut zo riv din

Frazennoù evel "Arri 'teus graet ur bern" a vez klevet ya.

Evit Yann an Du (geriadur brezhoneg Plougouskant) : "marque le résultat d'une action ; devenu ; qui commence à être (avoir) ; qui est presque"