Goude ma vez kavet skwerioù kontrol e c'haller mont a-du gant ar reolenn-se :
Stummioù a verb kaout o deus merkoù war-lerc'h ar raganvioù, nemet war-lerc'h an trivet stumm unan ha liester :
me 'meus...
te 'teus...
eñ 'neus
hi 'neus (ha n'eo ket 'deus)
ni 'meump
c'hwi 'peus
i/int 'neus (ha n'eo ket ar stummioù 'deus, 'deuint, 'neuint).
Evit an amzer a-vremañ eo gwir kement hag evit an amzerioù all.
Goût a rit pelec'h e vez komzet deus se el levrioù ?
Ar plac'h 'neus / 'deus
Re: Ar plac'h 'neus / 'deus
Kontadennoù ar bobl 3, Fañch An Uhel, p217 :
"en deveus" : "hen eveuz" (Skrid Orin). E Treger e reer a-wechoù gant an trede gour unan "en deus, en deveus" goude ma vefe ur gour all. Amañ "Te en deveus graet an taol" = "Te ac'h eus graet an taol".
Re: Ar plac'h 'neus / 'deus
Ya, klevet ma memestra gt Jean-Yves Plourin ba skol-veur Brest pell zo, met oa ket evit Bro-Dreger hepken. Me gav neus studiet kreiz-Breizh kentoc'h, ma n'eo kreisteiz Bro-Gerne.Tangi a écrit :Kontadennoù ar bobl 3, Fañch An Uhel, p217 :
"en deveus" : "hen eveuz" (Skrid Orin). E Treger e reer a-wechoù gant an trede gour unan "en deus, en deveus" goude ma vefe ur gour all. Amañ "Te en deveus graet an taol" = "Te ac'h eus graet an taol".
Re: Ar plac'h 'neus / 'deus
Lennet 'meus se tu bennaket ivez, dindan e bluenn. E "tammoù gwaskin" pe "initiation au breton familier" ?
Re: Ar plac'h 'neus / 'deus
Tammoù gwaskin, p38-40.
A-hend-all e vez komzet deus ar poent-se gant Melanie jouitteau 'bah ar pennad "kaout" : http://arbres.iker.cnrs.fr/index.php?ti ... onjugaison.
A-hend-all e vez komzet deus ar poent-se gant Melanie jouitteau 'bah ar pennad "kaout" : http://arbres.iker.cnrs.fr/index.php?ti ... onjugaison.