N'eus ket met...

La langue bretonne
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

N'eus ket met...

Message par Riwal »

Julien a écrit :En galleg 'vez lâret "Il n'y a que...", ha "N'eus ket met..." en brezhoneg met "Il n'y a pas que..." 'zo diaesoc'h da draduizañ.
Bet 'ma goûlet gant Daniel met hennezh ne wele ket penaos 'oa moaien da lâret se ha ne me ket klasket goude...
E-mesk ta traoù Tangi 'vez kavet : "Estroc'h evit...'zo." : "Il y en a ailleurs que...", "Il y en a d'autres que...", ha neuze "Il n'y a pas que...".
Ne welan ket penaos 'vefe moaien da lâret forz penaos peogwir "pas" en galleg 'zo un dra speciel...

Bet 'peus klevet komz deus se sur a-walc'h :

Da gentañ tout, ne oa ket lâret "pas" en galleg met evit lâret "ur kammed", a-hent-all ne oa ket met "ne".
Un tamm bihan goude 'da komañset ar frañsizien da lâret traoù evel "Je ne couds point", Je ne bois goutte", "Je ne marche pas.", "Je ne mange mie."...
Goude neuze 'oa krog an dud da veskañ se ha da lâret se forz penaos.
Tangi a écrit :Ya, "estroc'h evit" a vez implijet evit lâret memestra ha "il n'y a pas que" 'ba hom brezhoneg-ni.
Evit istor ar "pas" gallek ne oaren ket nann.
Riwal a écrit :Estroc'h evit "estroc'h" ;) zo moaien ivez da implij "ouzhpenn" a-wechoù d'am sonj.
'Meus ket klevet se em anrejistramanchoù en brezhoneg, met ur wech 'ma klevet ma zintin-gozh o lavaret en galleg :
"Il y a plus que toi qui s'appelle Bernard." = "Il n'y a pas que toi qui s'appelle Bernard."
Moarvat e oa ur "bretonnisme".

Lennet 'ma istor ar "pas" dija ya.
Hanval a-walc'h eo deus ar brezhoneg a-benn ar fin, kar gwechall-gozh ne vije ket lavaret 'met "ne".
Ar "ket" a oa deuet diwezhatoc'h, ha breman ouzhpenn ne vez ket klevet an "ne" er yezh komzet.
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: N'eus ket met...

Message par Riwal »

Bet on o klask un nebeut skouerioù el levrioù.

NEMET ('MET)
'Meus ket kavet ar stumm "ne ... ket 'met" neblec'h ebet, 'met e geriadur Favereau, met n'eo ket gwall sklaer ha ne ro skouer ebet.
Ar stumm "ne ... ken nemet" a vez kavet alies.
Peseurt hini eo a vez lavaret 'ba Bear d'ho soñj ?
Me a soñje din e oa "ne ... ket 'met", met a-benn ar fin eo diaes lavaret, peogwir ne vez ket klevet na T na N.

Jules Gros 1 p. 263
NEMED (le plus souvent réduit à 'med en Trég. parlé)
N'eus ken nemedon er gêr.
N'eus ken 'med ar vadeziant etre al loened hag an dud.
N'hallan debri nemed traou disholen.
N'eus arru nemed eur vag.

Geriadur Favereau
NEMED : n'eus ket 'metañ (Ku), n'eus ken 'med ar vadeziant etre al loened hag an dud
QUE (conj.) : avec nég. NE... NEMED var NAMAED (parf. 'MED, 'MAED, popul. après NE... KET...) : ne oa nemed paotred, n'eus 'med unan, n'eus 'med parkeier, parf. NE... KEN : n'eus ken bugale, ne ra ken kousked, parf. hybride NE... KEN 'MED : ne raen ken 'med selled.

Yezhadur Favereau
p. 448 : n'eus nemetoñ 'n'eus un oto ar mod-se, il n'y a que lui qui a une bagnole comme ça.

Jean Le Dû, Le Trégorrois à Plougrescant, français-breton
QUE (p. 424)
tu n'as qu'à y aller, tœs-ke mè mõnn
il ne fait que ce qu'il lui plaît, ra mèt sord blich téã
il n'est bon qu'à dire du mal des gens, n'ê mad mè te dikriã n dut
il n'y a que toi, n'œs-ke mèrtout

Yvon Gourmelon, Notennoù yezhadur e Al Liamm
Nac'hadenn + nemet a gustum treiñ ar framm galleg : ne... que.
N'am eus kavet nemed diou (J.G.).
An hini n'eo ket aotrou en e vro n'en deus nemed mont en ur vro all hag e vo (J.G.).
Ha netra nemet glac'har n'am eus bet em buhez (Kan).
Alies e vez klevet ken met e-lec'h nemet, kazi bep tro e Kernev Izel ha Poher, 60% gant Jules Gros.
Ar re n'o deus ken med kezeg zo fouletoh evid ar re o deus trakteurien (J.G.).

Geriadur an Here
NEMET
Ne eve nemet dour.
N'eo nemet gevier.
(kreñvaet gant un adv. nac'h zo lakaet dirazañ) Ar bugel-se ne ra ken tra nemet gouelañ.

Geriadur ar Merser
NEMED : N'eus ken nemedon er gêr, il n'y a que moi à la maison.
QUE : Il ne voyait que d'un oeil, ne wele nemed gant eul lagad ; ne wele kén 'med gand ul lagad.

Yezhadur Chalm (La Grammaire bretonne pour tous, Eugène Chalm)
4. Utilisation avec différents mots négatifs
4.3. Avec nemet
=> On emploie la négation sans ket :
Ne ra nemet debriñ ha kousket, il/elle ne fait que manger et dormir.
=> L'utilisation de ket entraînant une phrase de sens contraire :
Ne ra ket nemet debriñ ha kousket, Il/elle ne fait pas que manger et dormir.

=> Pour ce genre de phrases, on emploie aussi ken :
Ne ra ken nemet debriñ... Il/elle ne fait rien que manger...

??? D'am soñj eo en em drompet amañ : "Estroc'h evit debriñ ha kousket e ra" a vije welloc'h moarvat.

----------------------------------------------------------

OUZHPENN
Ar stumm-se 'peus ket klevet anezhañ gwech ebet ?

Geriadur Favereau
OUZHPENN : Ouzhpenn kaoseal zo d'ober

Yezhadur Favereau
p. 144 : Ouzhpenn me zo bet, d'autres que moi y ont été (& ouzhpenn evidon, cf. estr egedon L, estroc'h ewidon T).

Geriadur an Here
OUZHPENN : dirak un anv-verb, un adverb pe un anv-gwan :
Bez' ez eus ouzhpenn komz d'ober.
Ouzhpenn eno e c'haller kavout labour.
Ouzhpenn laouen e oa ar besketaerien gant ar pezh o doa tapet.

Geriadur ar Merser
OUSPENN : Ouspenn c'hoari a zo d'ober, labourad ivez, il ne suffit pas de jouer, il faut aussi travailler.
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: N'eus ket met...

Message par Tangi »

Sell 'ta, labour 'teus graet paotr !

'Meus ket bet klevet c'hoazh "ouzhpenn" implijet evel-se. Ret e vefe goulenn.

A-hent-all e klevan-me 'ba Bear : "ket 'met" [kə mɛ(t)]. Dre ma 'h eo [kə] ha n'eo ket [ke] on techet da lâret 'h eo "ket" kentoc'h evit "ken". Gant Jean Le Du e c'hallfemp goulenn.

Ar pezh 'teus kavet 'ba yezhadur Chalm a gavan drol ivez. Ar c'hontrefed deus ar pezh a gaver er yezh gomzet...
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: N'eus ket met...

Message par Riwal »

Tangi a écrit :Sell 'ta, labour 'teus graet paotr !
Me a blij din mont da furchal 'ba al levrioù (memes re an Here pe Chalm !), evel se e taolan pled goude da welet pe 'h eo ar memes tra 'ba Bear pe n'eo ket.
Tangi a écrit :A-hent-all e klevan-me 'ba Bear : "ket 'met" [kə mɛ(t)]. Dre ma 'h eo [kə] ha n'eo ket [ke] on techet da lâret 'h eo "ket" kentoc'h evit "ken". Gant Jean Le Du e c'hallfemp goulenn.
Ya, se a glevan ivez, ha moarvat 'teus rezon, kar an E 'ba ken zo serr-serr, kazi evel un (i).
Julien
Messages : 224
Inscription : 08 février 2014, 12:51

Re: N'eus ket met...

Message par Julien »

Riwal a écrit :
Yezhadur Chalm (La Grammaire bretonne pour tous, Eugène Chalm)
L'utilisation de ket entraînant une phrase de sens contraire :
Ne ra ket nemet debriñ ha kousket, Il/elle ne fait pas que manger et dormir.
??? D'am soñj eo en em drompet amañ : "Estroc'h evit debriñ ha kousket e ra" a vije welloc'h moarvat.
Tangi a écrit :
Ar pezh 'teus kavet 'ba yezhadur Chalm a gavan drol ivez. Ar c'hontrefed deus ar pezh a gaver er yezh gomzet...
Ya drol eo se, ar c'hontrefed libr eo deus ar pezh 'vez lâret amañ 'ba 'n Bear.
Riwal a écrit : Geriadur ar Merser
OUSPENN : Ouspenn c'hoari a zo d'ober, labourad ivez, il ne suffit pas de jouer, il faut aussi travailler.
Aze 'mefe lâret "N'eo ket a-walc'h c'hoari, labourat 'vez d'ober."
Ur wezh ma zad 'na lâret evel-se, pa 'oamp torriñ traoù evit adober un ti, "N'eo ket a-walc'h torriñ, dresañ 'vez d'ober".
Ar stumm da lâret gant "ouzhpenn" ne meus ket bet klevet ivez.
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: N'eus ket met...

Message par Riwal »

O troc'hañ ma anrejistramañchoù e oan, ha 'meus kavet ar frazenn-se gant ma mamm-gozh :
N'eus ket heu... glebiet 'met ma dorn tu kontrefet.
Hag aze, abalamour d'an "heu...", e vez klevet an T 'ba "ket".
Répondre