Ar pouez-mouezh ba Reter bro Dreger

La langue bretonne
Derv
Messages : 18
Inscription : 02 février 2016, 09:25

Ar pouez-mouezh ba Reter bro Dreger

Message par Derv »

Daoust hag eñ peus bet klevet anezhañ ?
Aze emañ div gartenn lec'h weler an tachennoù disheñvel

Image

Image
mammenn hlbi
Tangi
Messages : 1657
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar pouez-mouezh ba Reter bro Dreger

Message par Tangi »

Ar gartenn gentañ a deu deus an HLBI ivez ?

Arri a ran da glevet ar pouez-mouezh ZIM, peogwir on krog da dastum an anvioù-lec'hioù kreiztre an Trev hag al Lev (brezhonegerien deus Pañvrid, Gouanac'h, Kemper-Gwezhenneg, Trezigne ha Plagad 'meus bet klevet). O stumm da distagañ ar gerioù teirsilabennek zo egzotik da vat d'am divskouarn : brezh'neg, meud'sin...

Evit ar peurrest n'eus tamm diferañs ebet gant hom brezhoneg evit ar pezh a sell ar pouez-mouezh, han-se n'int ket ken dishañval-se an eil deus egile.

Evit an anvioù-lec'hioù eo ur sapre delc'h eviton, peogwir e vez diaes din divinout penaos e vezont pronoñset. Da skwer "Roz 'n Avalenn" a vez distaget dre du-mañ, ha "Roz 'n Avlenn" du-hont. Ur skwer all, "Kerdaniel" a vez distaget dre du-mañ, ha "Kerdaniel" du-hont... Ur bern pechoù eviton kwida !
Derv
Messages : 18
Inscription : 02 février 2016, 09:25

Re: Ar pouez-mouezh ba Reter bro Dreger

Message par Derv »

Tangi a écrit : 10 avril 2024, 19:03 Ar gartenn gentañ a deu deus an HLBI ivez ?
N'eo ket n'eo ket !

Kavet war internet e-giz-se. Al ledenez emañ ket barzh neun moarvat ?
Tangi
Messages : 1657
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar pouez-mouezh ba Reter bro Dreger

Message par Tangi »

Nann, n'emañ ket e-barzh.

Koulskoude 'vat e vez klevet roujoù deus an distagadur ZIM 'ba ar parroujoù etre ar Yeodi hag an Trev :
Beuldi ha Beurleudi
"ar C'holldo" evit "ar C'holledo" (Pederneg)
"ar C'holldenno" evit "ar C'holledenno" (Treglañviz)
Tangi
Messages : 1657
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ar pouez-mouezh ba Reter bro Dreger

Message par Tangi »

Klevet herie en Pañvrid : "intermant", evit "interamant".
Répondre