Ma kerez

La langue bretonne
Julien
Messages : 224
Inscription : 08 février 2014, 12:51

Ma kerez

Message par Julien »

Ba ar frazennoù 'zo da heul vez lâret "ma kerez" pa vez kaozeet reut :

Diksioner Jañ an Du, brezhoneg-galleg, p. 299/300 :

"kared
[...]
3) divers.
Disken alese ma kerez !
diskênn lésé me kérez !
Descend de là, sinon ! [litt. "si tu veux"]

Diwall ma kerez ma voujez !
diwɑll me kérez me voujez !
Ne bouge surtout pas ! [litt. "attention à toi si tu veux si tu bouges"] "

Diksioner Jules Gros, français-breton des expressions figurées, A - I, Emgleo Breiz - Brud Nevez, 1993, p. 8 :

"Abattre (s') (frapper)

Na zalhez ket d'ober, mar karez, petramant ez aio ma dorn war da henou !
Ne continue pas, si tu veux, sans quoi mon poing va s'abattre sur ton bec !

Serr da houzoug, mar karez, petramant ez aio ma dorn war da henou !
Tais-toi, si tu veux, sans quoi mon poing va s'abattre sur ton bec ! "
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ma kerez

Message par Tangi »

Ya, gwelet a ran petore implij a vez graet dioutañ.
Tangi
Messages : 1654
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Ma kerez

Message par Tangi »

Ur frazenn gaer 'meus gant ma kerez evel-se, klevet gant Manuel :

lem da dorn ma kerez hañ peotramant e poazho dit ! [lɛm də dɔrn me 'ke:rɛz ɑ̃ pə'tɑ̃m 'pwɑho dit] enlève ta main si tu veux, ou sinon ça te brûlera [quand on sert une boisson bouillante] !
Riwal
Administrateur
Messages : 1151
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: Ma kerez

Message par Riwal »

Un dra interesant gant "ma kerez" :
Normalamant e vez ur c'hemmadur dre vlotaat goude "ma" ba Bear :
Ma gontez se da serten reoù... Ma gavan un dra bennaket...
Met gant "karet" n'eus ket :
Ma kerez... Ma karit...
Moarvat eo stummioù kozh sonnet (hervez ar yezhadurioù e vez ur c'hemmadur amreizh goude "ma".)
:lavarer:
Répondre