Ba ar frazennoù 'zo da heul vez lâret "ma kerez" pa vez kaozeet reut :
Diksioner Jañ an Du, brezhoneg-galleg, p. 299/300 :
"kared
[...]
3) divers.
Disken alese ma kerez !
diskênn lésé me kérez !
Descend de là, sinon ! [litt. "si tu veux"]
Diwall ma kerez ma voujez !
diwɑll me kérez me voujez !
Ne bouge surtout pas ! [litt. "attention à toi si tu veux si tu bouges"] "
Diksioner Jules Gros, français-breton des expressions figurées, A - I, Emgleo Breiz - Brud Nevez, 1993, p. 8 :
"Abattre (s') (frapper)
Na zalhez ket d'ober, mar karez, petramant ez aio ma dorn war da henou !
Ne continue pas, si tu veux, sans quoi mon poing va s'abattre sur ton bec !
Serr da houzoug, mar karez, petramant ez aio ma dorn war da henou !
Tais-toi, si tu veux, sans quoi mon poing va s'abattre sur ton bec ! "
Ma kerez
Re: Ma kerez
Ya, gwelet a ran petore implij a vez graet dioutañ.
Re: Ma kerez
Ur frazenn gaer 'meus gant ma kerez evel-se, klevet gant Manuel :
lem da dorn ma kerez hañ peotramant e poazho dit ! [lɛm də dɔrn me 'ke:rɛz ɑ̃ pə'tɑ̃m 'pwɑho dit] enlève ta main si tu veux, ou sinon ça te brûlera [quand on sert une boisson bouillante] !

Un dra interesant gant "ma kerez" :
Normalamant e vez ur c'hemmadur dre vlotaat goude "ma" ba Bear :
Ma gontez se da serten reoù... Ma gavan un dra bennaket...
Met gant "karet" n'eus ket :
Ma kerez... Ma karit...
Moarvat eo stummioù kozh sonnet (hervez ar yezhadurioù e vez ur c'hemmadur amreizh goude "ma".)