Bernard Lahay

Riwal
Administrateur
Messages : 1115
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Bernard Lahay

Message par Riwal »

Ne 'meus ket soñj kaer pelec'h 'mamp lavaret e vefe laket traoù Bernard.
Laket 'meus anezhe ba an dielloù, hag-eñ n'eo ket traoù deus Bear, met gant an destenn 'teus skrivet ec'h eo sklaer an traoù.

Mank a ra ar galleg evit "Louarn bihan blev war e silienn".

Cheñchet 'meus an eil diwezhañ ivez : da'm soñj hai = arri.

Ma'c'h eo mat deoc'h e tigorin ar bajenn d'an dud.
Tangi
Messages : 1593
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Bernard Lahay

Message par Tangi »

Brav !

Evit an "hai"-se, n'on ket sur-kaer. An deiz ma oamp bet ne oa ket hon listenn, ha dre-se 'mamp ket klevet anezhañ. N'eo ket gwall strikt a gav din, an daou a c'hall bezañ lâret.

Evit "louarn bihan, blev war e silienn", ne oa ket ivez war hon listenn du-hont. C'hoant 'teus e skrivfen un dra en galleg en plas Bernard ?

Lâret 'mamp en dielloù ya. Met en un islodenn distag kentoc'h. Lakomp, "dielloù deus lec'h all".
Tangi
Messages : 1593
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Bernard Lahay

Message par Tangi »

Adsellet 'meus, ha Bernard a skriv "hai" evit "arri", rezon 'teus.
Louarn bihan blev war e silienn, louarn kozh blev war e gof ha louarn sot blev war e gog.
Laket e vo evel-henn ma kerez :

"Louarn bien blèw war i zilienn, Louarn koz blèw war i gof ha Louarn zod blèw war i gok."

"Petit louarn, du poil sur l'anguille, le vieux Louarn du poil sur le ventre et le Louarn abruti, du poil sur le zizi ; pour se moquer d'un enfant dont le nom de famille était Louarn"

Ret e vo dit distrompañ "Malarjez malarjezn...
Riwal
Administrateur
Messages : 1115
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: Bernard Lahay

Message par Riwal »

Laket eo.

Selaouet 'meus tout an enrolladennoù :
Diskouezit petore liv ’peus, pe c’hoant pisat pe riv.
Montrez-moi votre couleur, [pour voir si c'est] une envie d’uriner ou [si vous avez] froid.
Hennezh a vev gant aer an deiz.
E plas "an aer 'nez". En enrolladenn e vez klevet : 'n aer 'n deiz + cf. galleg : vivre de l'air du temps
Roc’h, kapital stoub.
Ne 'teus ket laket an enrolladenn.
Tangi
Messages : 1593
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Bernard Lahay

Message par Tangi »

Mat eo evel-se.

N'eus ket a enrolladenn d'Ar Roc'h, kapital stoup. Tremenet e oamp e-kichen.
Tangi
Messages : 1593
Inscription : 13 janvier 2014, 13:15

Re: Bernard Lahay

Message par Tangi »

Kentoc'h evit "orloj" eo "olaj" an hini eo. Gallet a ri distrompañ ac'hanon ?
Riwal
Administrateur
Messages : 1115
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Re: Bernard Lahay

Message par Riwal »

Graet eo !
Répondre