Penaos e penn kentañ un islavarenn sujediñ

La langue bretonne
Riwal
Administrateur
Messages : 1115
Inscription : 14 novembre 2013, 11:59

Penaos e penn kentañ un islavarenn sujediñ

Message par Riwal »

Exemples d'emploi de penaos comme conjonction de subordination.

- Klevet ’peus lavaret emichañs, tranladireno, penaos zo klakennoù en Frañs, tranladiralonla tranladireno. (Son ar c’hlakennoù)

JULES GROS
- Hastit buan gwalhi ar gor-ze : ne welit ket penaoz a zo braoued ha traou outañ ?
- C'hoazh 'vo lâret penaos ec'h on o tispenn an dud. On dira encore que je médis des gens.
- e oan o lavared dezi penaoz on tapet diêz a-hont être an diou-ze, je lui disais que j'étais mal à l'aise (gêné) là-bas entre ces deux (femmes)-là.
- me am-eus klevet penaoz e ya da zegas tud war he zraou, j'ai entendu dire qu'elle allait amener (faire venir) des gens sur son ménage (habiter sa maison).

JEAN LE DU
- Klèwe mœz laad penõz wa n ti de wèrza. (Le trégorrois à Plougrescant, Dictionnaire breton-français, 2012)

KLERG
- Hag o welout penaos an hini a rae Sancho anezhi ur briñsez ne oa nemet ur goueriadez divalav talfasok ha togn he fri, e sante kement a vezh ma ne grede ket digeriñ e c'henoù. (Don Kic’hote)

DANIEL GIRAUDON
- Pa gomañs ober glav ha ma klogorenn an dour, 'vez lâret penaos 'bado ur pennad mat. (Du soleil aux étoiles)

MOUEZ AR VRO (kazetenn)
- Al labour reta evit lakat ar Barizianed da zouja ar Vretoned, eo diskouez d'ezo penaos ar re-man a zo tud ken « sivilizet » hag int o unan, evito da gaout eur yez ha stumiou dishenvel.
- hogen, an hini ar muia kablus en kement-man n'eo ket al laer, uhel pe izel, hogen ar Stad, en deuz diskouezet eur wech ouspenn penaos n'eus ket falloc'h evesaer egetan eus mad an holl, en deus lezet miliardou marc'hadourez da veza koufontet en ampoent ma oa ar muia ezom anezo.
- Ar c'hazeten Bonsoir, eus Pariz, a gont penaoz, abaoue eun nebeut deveziou araok au darvoud, an Ao. Nail hen devoa eur rak-sonjezon (pressentiment) eus e varo.

YANN GERVEN
- Klevet a reer Tonton Georges – er juke-box pe war an tele – o kanañ penaos e vez kavet merc'hedigoù o sukañ o biz c'hoazh hag o troñsañ o mailhur evit arc'hant dija, evit afer-se. (Bouklet ha minellet)

FAñCH AL LAY
- Darn, paotred bajaneg pe verhed divaoue, a grede penaoz e oant bet , e gwirionez, pedet da valarjea, da eva jistr, da zebri gwadigennou ha rost kandadenn.(Bilzig)
- Ar brud a oe en em skignet penaoz an aotrou marheg, fritet gantañ e drantell e Roazon pe e Pariz, an-nevoa ranket dond da c'houlenn repu digand e vamm. (Bilzig)
- Lavaret ho-pije penaoz komzou divaoue Lellig o-devoa kropet, skornet deze o empenn. (Bilzig)
- Ar re goz a lavar penaoz an Dukez Anna a zo eno koachet dindan «gazulge». (Bilzig)

DIR-NA-DOR
- Ar zizunvez-se, e oe kaset ar helou dre ar barrouz penaoz ar person […] a larje overenn hanternoz en lochenn eur boutaouer a oa deut da chom, nevez 'zo, war-hed-taol d'al lanneg-se. (Pipi Gonto)
- Gwir eo eta a lare ma huñvre, penaoz e oan eet da gi ? (Pipi Gonto)
- … hag a laras deze o-daou penaoz kuitañ tra o-devoa d'ober e oa dond gantañ, rag anez-se e vijent serret gand an archerien. (Pipi Gonto)
- Personig a zavas anezi, hag e taolas ple gand spont penaoz n'he-devoa nemed eur vreh hag eur harr. (Pipi Gonto)

MARIA PRAT
- Med feiz, sell, 'vid diskwel dit penaoz eh on eun den frank ha reiz 'n em marhajou, eh an d'ober paper. (Paotr an artichao)
- me 'h a da lared dit penaoz emañ hirie ar yaou, ha me a zo o vond da varhad Lannuon. (Paotr an artichao)
- Ya, goud a ran penaoz eur bugel savet mad a gle senti deuz e dud. (Juluan 'n-eus gonezet ar « grolo »)
- En dro-ze me gred penaoz n'eo ket c'hwi, med ar re a vo war ho lerh eo a zoursio deuz ober hoh interamant. (Maria Prat)
- Laret vez penaoz Lom an Dosenn a zo e horolaj war-lerh. (Chadenn ar galeour)

ERNEST AR BARZIG
- hag evid frankad war ma jiletenn, 'vel ma lavare on tad-koz, Pier, e soñjen penaoz e oa heñvel menoziou ma mignonez ha re he zud (Buhez ha faltazi) pas qu'il en sort du pus et des choses ? (GROS2)
Répondre