Page 1 sur 1

ma = est-ce que ?

Publié : 20 septembre 2021, 21:28
par Tangi
Gant ma mamm-gozh e kleven un implij drol a-walc'h deus ma. Implijet e vije ganti evel ger-goulennata gant ar memes talvoudegezh ha daoust hag-eñ :

Ma int mat ? -> est-ce qu’ils sont bons ?
Ma eo mat a-walc'h ? -> est-ce que c’est assez bon ?
Ma eo mat meloñ ? -> est-ce que le melon est bon ?
Ma eo mat soup ? -> est-ce que la soupe est bonne ?
Ma eo tomm a-walc’h ? -> est-ce que c’est assez chaud ?

Gant den all ebet 'ma bet klevet-se betek-henn. Nevez zo 'vat 'meus serret ur frazenn lec'h 'neus ma un dalvoudegezh damheñvel :

Ma zo tiez aze ? me n’onn ket bet aze pell zo -> est-ce qu’il y a des maisons là ? moi je ne suis pas allé là depuis longtemps

Traoù a-sort-se 'pefe klevet/lennet tu bennaket ?

Re: ma = est-ce que ?

Publié : 04 octobre 2021, 21:42
par Riwal
Ne gav ket din 'mefe klevet se.

Re: ma = est-ce que ?

Publié : 08 octobre 2021, 18:11
par Derv
Na mi 'e!