Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

uoùek

Stummioù : uoùek ;

oeuf (à l'–)

Darn 'nije c'hoant da gaout un u war ar grampouezhenn, ha neuze e vije torret un u war-benn, neuze e vije krevet gant beg ar machin, ha feiz neuze e vije etalet gwellañ e vije gallet, abalamour da lakaat gwenn ha melen un tamm partout quoi. Ha honnezh a vije ur grampouezhenn uoùek, e vije graet deus honnezh.

Darn nijé hoan de gaout 'n u war grampouenn, a neuhé vijé torret 'n u war-benn, neuhé vijé kreuvet gan bég machin, a fé neuhé vijé étalet gwèllañ vijé gallet, bañw te laket gwènn a mélen tamm partout quoi. A hoñ vijé grampouenn uoek, vijé gwèt teus hoñs.

Certains voulait un œuf sur la crêpe, et alors on cassait un œuf dessus, on le crevait avec le bout du machin [la spatule], et on l'étalait du mieux qu'on pouvait, pour mettre du blanc et du jaune un peu partout. Et on appelait ça une crêpe « œufée ».

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)