Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

plat

Stummioù : blat ; plat ; platoc'h ;

plat

Met a-hend-all evit ober krampouezh, Maman 'nea ur pezh billig plat, ha honnezh a vije pozet war an trebez, hag aze e vije graet tan dindan goude.

Mé hèndall wid or krampous, Maman néa pés pillik plat, a hoñ vijé pozet war ’n trébé, ag ahé vijé gwèt tan dinan goudé.

Mais sinon pour faire des crêpes, Maman avait une grande galetière plate, qu'elle posait sur le trépied, et ensuite elle faisait du feu dessous.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

platoc'h

['plɑ:tɔh]

plus plat

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)

War bennoù he daoulin eno war... war ar c'hased, a vije graet dezhi da vont war bennoù he daoulin, ha neuze e vije... e lakae ur maen plat eno a-raok. Ha feiz war hennezh e ganne quoi. Ba ar stank quoi.

[waʁ 'bɛno i 'dɔwlin eno waʁ – waʁ ə 'hasət viʃe gwɛt 'tɛj də 'võn waʁ 'bɛno i 'dɔwlin – a nœhe viʒe – 'lake ə min'plat eno 'ʁok – a fe waʁ 'hẽs 'gãne kwa – bah 'stãŋk kwa]

Sur ses genoux, sur la caisse qu'on lui faisait pour s'agenouiller, et elle mettait une pierre plate devant. Et c'est sur ça qu'elle lavait le linge, dans le lavoir.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)