Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

trebez

Stummioù : trebez ; trebezioù ;

Gwelet an tem An trebez

trépied

Met a-hend-all evit ober krampouezh, Maman 'nea ur pezh billig plat, ha honnezh a vije pozet war an trebez, hag aze e vije graet tan dindan goude.

Mé hèndall wid or krampous, Maman néa pés pillik plat, a hoñ vijé pozet war ’n trébé, ag ahé vijé gwèt tan dinan goudé.

Mais sinon pour faire des crêpes, Maman avait une grande galetière plate, qu'elle posait sur le trépied, et ensuite elle faisait du feu dessous.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Maman 'na ur billig apeupre ar vent-se aze, ha honnezh a vije pozet war an trebez, le trépied.

Maman na billik apeuprè vèn-sé ahé, a hoñ vijé pozet war ’n trébé.

Maman avait une galetière de cette taille à peu près, et elle la posait sur le trépied.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

N'eo ket war an trebez e vije laket, Maman 'nea ur machin espres, feiz, ront ar memes tra evel ur billig a-hend-all ivez, ha e vije laket ar billig war-benn eno

N’è ke war ’n trébé vijé laket, Maman néa machin èspes, fé, ron momestra vèl billik hèndall ivez, a vijé laked billik war-bènn éno.

Ce n'est pas sur le trépied qu'on la mettait, Maman avait un machin exprès, rond exactement comme une galetière, et elle mettait la galetière dessus.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)