Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

dec'h

Stummioù : dec'h ;

Gwelet an tem Dec'h

hier

C'hwezhañ a rae an avel hañ dec'h da noz hañ.

[hwe ʁɛ ˈnɑːwəl ɑ̃ deχ tə nɔ̃ːz ɑ̃]

Ça a soufflé [dur] hier soir hein.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Amañ a oa partiet dec'h da seizh eur...da seizh eur da noz a oa partiet betek...betek eizh eur hanter evit ar beure.

[ˈɑ̃mɑ̃ paʁˈtiət deχ də ˈsɛjzəʁ də ˈsɛjzəʁ də nɔ̃ːs wa paʁˈtiət də ˈbekɛ ˈbekə ˈɛjzəʁ ˈhɑ̃ntəʁ wi ˈbœːʁe]

Ici il est parti hier à sept heure du soir jusqu'à huit heure et demi ce matin. [le courant]

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Ha da... da gentañ a lâre... a 'na komzet deus kant ugent pe kant tregont neuze (T : Ya ya.) abaoe eo bet fortoc'h, fortoc'h eo bet (T : Ah ya.) met c'hwezhañ a rae da vat dec'h da noz amañ hou ! XXX(?) hent (?), evel des rafales aze.

[a da də ˈgɛntɑ̃ ˈlɑːʁɛ na kɔ̃m døs kɑ̃n ˈygən pe kɑ̃n ˈtʁegɔ̃n nœː bwe e̞ be ˈfoʁtɔh ˈfoʁtɔh ɛ bet mɛ hwe ʁɛ də vat deχ tə nɔ̃ːz ˈɑ̃mɑ̃ (?) wɛl ʁafal ˈɑe]

Le premier jour ils ont dit...il a parlé de 120 ou 130 depuis ça a été plus fort, ça soufflait pour de bon ici hier soir (?) comme des rafales là.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Ale ! Mont mat a ra an traoù abaoe dec'h ?

[ɑˈle̞ mɔ̃n mɑːd ʁa tʁɛw bwe deχ]

Salut ! Ça va depuis hier ?

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

(Ur bannac'h glav a zo bet.) Ur bannac'h bihan ya, anons e reont hañ, anons e reont a-benn arc'hoazh hag an deiz war-lerc'h a rafe (?) glav. (Ah ya ?) Ha goude fin sizhun brav adarre. Met dec'h a oa anonset glav hag a oa chomet brav gwelet a rez.

[bɔh ˈpiən ja aˈnɔ̃s ʁɛɲ ɑ̃ aˈnɔ̃s ʁɛɲ bɛn aˈwɑs a de wa lɛʁh ˈʁafe glɑw – a ˈgude fin zyn bɾɑːw ˈɑe mɛ deχ wa aˈnɔ̃sə glɑw a wa ˈʃomə bɾɑw gwɛs]

(Il y a eu un peu de pluie.) Un peu de pluie oui, ils annoncent hein, ils annoncent de la pluie pour demain et après demain. Et après en fin de semaine [ils annoncent] beau de nouveau. Mais hier ils ont annoncé de la pluie et il a fait beau tu vois.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)