Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

goude

Stummioù : goude ;

Gwelet an tem Goude

après

Te a gaso hennezh ganit d'ar gêr da reiñ bep a damm d'ar reoù all goude.

Té gaso heñs kenit te gèr da reiñ bop (a) damm de réoù all goudé.

Tu l'emporteras avec toi à la maison pour donner un morceau à chacun des autres après.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ma 'mez poan gof goude, me a dihuno ac'hanout evit noz.

Ma mé poan gof goudé, mé divuno anout wit noz.

Si j'ai mal au ventre après, je te réveillerai cette nuit.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Goude ar brezel neuze, pa oa arru er gêr, 'na goulennet gant Papa hag-eñ e oa kontant da reiñ e verenn dezhañ bemdez.

Goudé brézel neuhé, pé oa ai gèr, na goulet gan Papa ag-eñ oa kontan de reugn i vèrn déañ bañwdé.

Après la guerre, quand il est revenu à la maison, il a demandé à Papa s'il voulait bien lui donner son repas du midi tous les jours.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

bepred e rofen dezhe bep a damm a-raok. A-raok lavaret dezhe 'meus... 'ma bet poan gof goude.

Boped rofèn dé bob (e) damm rok. Rok lât té meus... ma bé poan gof goudé.

En tout cas, je leur donnerais un morceau à chacun avant. Avant de leur dire que j'avais eu mal au ventre après.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Geo, pa on chomet er gêr gant Maman goude, pa...

Gé, pé on chome gêr gan Mañmañ goudé, pé...

Si, quand je suis restée à la maison avec Maman, quand...

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

E-barzh Trezelan, e-barzh ar skolioù bihan evel se e chomez betek daouzek vloaz. Ha goude daouzek vloaz neuze 'h ez pelloc'h, se an hini a oa. Se an hini a oa.

Bah Trézélen, bah skolio bïen vesé chomès béték dowzek la. A goudé dowzek la neuhé hès pèlloh, zé ni oa. Zé ni oa.

À Trézélan, dans les petites écoles comme ça,

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

1. Goude e oan chomet er gêr neuze, betek e oan dimezet. 2. Te ha ar skol avat hañ.

1. Goudé oan chome gèr neuhé, bétég oan diméet. 2. Té a skol had añ.

1. Ensuite j'étais restée à la maison jusqu'à ce que je me marie. 2. Toi et l'école alors !

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

Peogwir X a oa ganet en juin ha me 'ma bet triwec'h vloaz goude en août.

[pəgyːʁ X wa ’gãːnət {en juin} a me ma bet tʁi’wɛh la ’gude {en août}]

Parce que X était né en juin et moi j'avais eu dix-huit ans en août.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Pas d'arat, nann. Nann nann, d'arat ne vije ket ar memes tra, met da hadañ traoù goude.

Pas t'aret nann. Nann nann, d'aret vijé ke mostra, mè da hadañ trèw goudé.

Pas pour labourer, non. Non, pour labourer ce n'était pas pareil, mais pour semer ensuite.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha goude neuze e vije graet ur bern anezhe e-barzh ar porzh.

A goudé neué vijé gwèt bèrn nè bah pors.

Et ensuite on en faisait un tas dans la cour.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ah ya, goude e vijent degaset d'ar gêr tout.

A ya, goudé vijènt diêset te gèr tout.

Ah oui, ensuite on l'amenait à la maison [le blé].

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Bet eo o c'houll mar a dra gant Papa goude e oamp dimezet.

Béd è houl mar dra gan Papa goudé oam diméet.

Il a demandé beaucoup de choses [de conseils] à Papa après que nous nous soyons mariés.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha feiz 'meump prenet anezhañ, met seulamant, heu, ar menaj ne oa ket libr ac'hann daou vloaz goude.

A fé meum préne néañ, mè seulaman, eu, ménaj oa ke lip hann dow la goudé.

Et nous l'avons achetée, mais la ferme n'était pas disponible avant deux ans.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

'Meus ket soñj deus he ... deus he den kar he den zo marvet c'hwec'h vloaz goude eo dimezet, goude int dimezet.

Meus ke joñj deuz i… deuz i dén, ka i dén zo marwet hwèh la goudé 'h è diméet, goudé 'h int diméet.

Je ne me rappelle plus de son mari, car son mari est mort six ans après qu'elle se soit mariée, qu'ils se soient mariés.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

1. Ha evel se 'meump renket goude, heu, goude bezañ prenet ur menaj bihan 'meump renket prenañ e-lec'h e oamp c'hoazh, war ar marc'had. Ah beñ ya. Nim 'meump komañset par prenañ traoù hañ. 2. Ya. 'Pa desket prenañ.

1. A vesé meum rènket goudé, eu… goudé béañ préned e ménach pïen meum rènket prénañ lèh oam hoas, war marhat. A beñ ya, nim meum komañset par prénañ trèw añ. 2. Ya. Pa disket prénañ.

1. Et ainsi nous avons dû, heu... après avoir acheté une petite ferme, nous avons aussi dû acheter là où nous étions, par-dessus le marché. Oui, nous avons commencé par acheter des choses. 2. Oui. Vous aviez appris à acheter.

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

Ya, ha neuze goude neuze, pa 'meump astennet an hangar neuze, laket deus egile, feiz, 'meump laket ar saout e-barzh.

Ya, a neuhé goudé neuhé, pé meum astênne ’n hangar neuhé, laket deuz égilé, fé, meum lake zowt bars.

Oui, et ensuite, quand nous avons agrandi le hangar, qu'on l'a mis contre l'autre, nous y avons mis les vaches.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha goude pa 'mamp arru muioc'h neuze, a-benn neuze e oa graet, e oa graet ar machin ha siloioù ha tout, ha evel se, neuze e oa aezetoc'h reiñ boued dezhe, neuze goude e oa graet ar salle, neuze e oa graet ar salle de traite neuze.

A goudé pé mam ai muoh neuhé, bènn neuhé oa gwèt, oa gwèt machin a siloio a tout, a vesé, neuhé oa êstoh rèin bwét tè, neuhé goudé oa gwèd salle, neuhé oa gwèt salle de traite neuhé.

Et après, quand on en a eu plus, c'est à ce moment qu'on a fait la machine et les silos et tout, et comme ça, c'était plus facile de leur donner à manger. Peu après, on a fait la salle de traite.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

1. Geo da c'horo 'h ae X bepred. 2. N'ae ket avat . 1. Ah ne rae ket ? 2. Geo, pa oa... Geo, a-raok, pa oa goroet gant an dorn, met pas goude.

1. Gè, de horo ’h è X bopet. 2. N’è ke vat. 1. A rè ket ? 2. Gè, pé oa… Gè, rok, pé oa goroet gan dorn, mè pas goudé.

1. Si, X venait traire. 2. Non alors. 1. Ah non ? 2. Si, quand... Si, auparavant, quand on trayait à la main, mais pas après.

1. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
2. Plac'h, 1946, Pederneg
(dastumet gant Riwal)

Nann, ma gomañsan ober e vo ret din derc'hen d'ober. Se 'na respontet din. Ma gomañsan ober e vo ret din derc'hen goude.

Nann, ma gomañsañ or vo rét tin dèrhèn d'or. Zé na rèspontet tin. Ma gomañsañ or vo rét tin dèrhèn goudé.

Non, si je commence à le faire, je devrai continuer. C'est ce qu'il m'avait répondu. Si je commence à le faire, je devrai continuer ensuite.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya bremañ un toullad bloavezhioù a zo (?) kemer d'ober... kolza (T. : ya) d'ober greun neuze quoi (T. : d'ober greun) da werzhañ goude quoi.

[ja bɔ̃m ˈtula blaˈweʒo zo stənɔ̃ ˈkomɛʁ doːʁ ˈkolza wid oː doːʁ gʁœː ˈnœe kwa də ˈwɛʁzɑ̃ ˈgude kwa]

Oui maintenant ça fait pas mal d'années (?) colza pour faire du grain que l'on vend ensuite.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

met goude a-benn ar bloaz war-lerc'h, lañsadennoù adarre, hag e voutent adarre

[mɛ ’gu:de bɛn blɑ war’lɛrh ə lɑ̃sa’deno ə’dɑe a ’vutɛɲ ’dɑe]

mais après l'année suivante, des pousses de nouveaux [branches ayant été coupées au ras], elles poussaient de nouveaux

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

Goude e ray all, goude e ray all. Me a lâr dezhi penaos oc'h ober !

[ˈgude ˈʁɛjo al ˈnœhe ˈgude ˈʁɛjo al me laːʁ dɛj pəˈnɔ̃z hoːʁ]

Après elle en refera, elle en refera. Je lui explique comment faire !

[des gâteaux]

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

En-dro eizh eur a sav apeupre met se n'eo ket ken diwezhat se c'hoazh. (T : N'eo ket nann nann nann.) Pa vezer en retred hañ, normalamant !

[dʁo ˈe̞zəʁ zɑv apəˈpʁɛ mɛ ze ˈnɛ kə ken diwɛː se hwɑs – pe vɛːʁ ˈʁətʁɛt ɑ̃ normaˈlɑ̃mɑ̃n]

Je me lève autour de huit heures mais ça n'est pas encore si tard que ça. (T : Oui ça n'est pas tard.) Quand on est en retraite hein, normalement !

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Kar domaj eo dihuniñ anezhe c'hoazh quoi hañ. Unan bihan evel-se nez ezhomm da gousket. (T: Ya.) Adkargañ e baterioù... (T : Ya avat ma e neus ezhomm...) D'ober las goude ! (T : Teir eur e neus ezhomm hañ.) D'ober las goude !

[kɑ ˈdomaʃ ɛ diˈvyni nɛː wɑːs kwa ɑ̃ yn ˈbiən vəˈsɛ ne eːm gouskət – atˈkaʁgɑ̃ i baˈtʁijo - ˈdobəʁ lɑːs ˈgude – ˈdobəʁ lɑːs ˈgude]

Car c'est dommage de devoir les réveiller. Un petit comme ça a besoin de dormir. (T : Oui.) Recharger ses batteries... (T : Oui s'il a besoin... ) Pour chahuter, semer la pagaille ensuite ! (T : Il a besoin de trois heures hein.) Pour chahuter après !

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

(Ur bannac'h glav a zo bet.) Ur bannac'h bihan ya, anons e reont hañ, anons e reont a-benn arc'hoazh hag an deiz war-lerc'h a rafe (?) glav. (Ah ya ?) Ha goude fin sizhun brav adarre. Met dec'h a oa anonset glav hag a oa chomet brav gwelet a rez.

[bɔh ˈpiən ja aˈnɔ̃s ʁɛɲ ɑ̃ aˈnɔ̃s ʁɛɲ bɛn aˈwɑs a de wa lɛʁh ˈʁafe glɑw – a ˈgude fin zyn bɾɑːw ˈɑe mɛ deχ wa aˈnɔ̃sə glɑw a wa ˈʃomə bɾɑw gwɛs]

(Il y a eu un peu de pluie.) Un peu de pluie oui, ils annoncent hein, ils annoncent de la pluie pour demain et après demain. Et après en fin de semaine [ils annoncent] beau de nouveau. Mais hier ils ont annoncé de la pluie et il a fait beau tu vois.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

an ti kentañ goude ar c'hoñvers diwezhañ oa aze goude ti Gwichard

[ti: 'kentɑ̃ 'gu:de 'hɔ̃:vɛrz di'weɑ̃ wa 'ɑhe 'gu:de ti: 'gwiʃart]

la première maison après le dernier commerce qui était là après la maison de Guichard

Frañswa ar Bihan, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

ensuite

An dud goude a rae fagodennoù gant... gant se.

'N dut goudé rè vagodènnoù gan sé.

Ensuite, les gens en faisaient des fagots.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha evel se goude, pa oan arru du-hont feiz, e vamm a oa ganimp, pevar bloaz e oa bet ganimp

A vesé goudé, pé oan ai du-hon, fé, i vamm oa genim, péwar bla oa bé genim.

Et quand je suis arrivée là-bas, sa mère était avec nous. Elle a été quatre ans avec nous.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Evel se neuze goude neuze 'h eo aet da chom e-barzh an ti-se.

Ve-sé neuhé goudé neuhé 'h è wèt te chom bah 'n ti-zé.

Ensuite elle est allée habiter cette maison.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Goude pa oa aet ma vamm-gaer e-barzh he zi, ac'hanta 'ma den ebet hañ.

Goudé pé oa èt ma vamm-gèr ba i zi, hanta ma dén béd añ.

Après, quand ma belle-mère s'était installée dans sa maison, eh bien je n'avais personne [pour m'aider à traire].

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha n'eo ket a-walc'h goro. Kas al laezh en ti a vije d'ober goude peogwir an écrémeuse a oa e-barzh an ti.

A n’ê ked wah goro. Kas lêz èn ti vijé d’or goudé pegur ’n écrémeuse oa ba ’n ti.

Et ce n'est pas tout de traire. Il fallait ensuite apporter le lait dans la maison, parce que l'écrémeuse était dans la maison.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ne welen ket anezhañ goude 'met da verenn, 'met d'ar bredoù e oa.

Wélèn ke néañ goudé mè de vèrn, mè de préjo oa.

Je ne le voyais qu'au repas de midi, qu'aux repas.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha eüruzamant kar goude, gant ar saout 'meump bet trawalc'h a labour.

A évuruzaman ka goudé, gan zowt meum bé trawah labour.

Et heureusement car ensuite, avec les vaches, on a eu assez de travail.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Kar domaj eo dihuniñ anezhe c'hoazh quoi hañ. Unan bihan evel-se nez ezhomm da gousket. (T: Ya.) Adkargañ e baterioù... (T : Ya avat ma e neus ezhomm...) D'ober las goude ! (T : Teir eur e neus ezhomm hañ.) D'ober las goude !

[kɑ ˈdomaʃ ɛ diˈvyni nɛː wɑːs kwa ɑ̃ yn ˈbiən vəˈsɛ ne eːm gouskət – atˈkaʁgɑ̃ i baˈtʁijo - ˈdobəʁ lɑːs ˈgude – ˈdobəʁ lɑːs ˈgude]

Car c'est dommage de devoir les réveiller. Un petit comme ça a besoin de dormir. (T : Oui.) Recharger ses batteries... (T : Oui s'il a besoin... ) Pour chahuter, semer la pagaille ensuite ! (T : Il a besoin de trois heures hein.) Pour chahuter après !

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

bien que

Ac'hanta c'hoazh goude e vije saout war an hent alies, ac'hanta 'neus ket bet an nen aksideñchoù na mann ebet evel se.

Hanta, hoas goudé vijé zowt war 'n èn alies, hanta neus ke béd 'n én aksideñcho na mann bét vesé.

Bien que les vaches étaient souvent sur la route, eh bien on n'a pas eu d'accidents ni rien comme ça.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

N'eus ket bet accident ebet, na mann ebet diwar ar saout na mann ebet, goude bezañ ordin war an hent gante.

N'eus ke béd aksidan pét, na mann bét diwar zowt na mann bét, goudé béañ ordin war 'n èn gantè.

Il n'y a eu aucun accidnet ni rien à cause des vaches, bien qu'elles étaient constamment sur la route.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)