Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

koukoug

Stummioù : goukoug ; goukoukoù ; koukoug ;

Gwelet an tem Ar goukoug

coucou

ar goukoug eo honnezh ? hon 'meus ket gwelet anezhi deus tost gwezh ebet, pell... deus pell 'meus bet gwelet met pas deus tost 'vat, klevet anezhi a raen

[guˈkuˑg e̞ ˈɔ̃ːs - ˌhɔ̃ˑ ˈmøs kə ˈgwe̞ˑl ne̞j døs ˈtɔst ˈgweˑʒeˌbet - ˈpɛl døz ˈbɛl møz ˌbe ˈgwe̞ˑləd mɛd paz døs ˈtɔst a - ˈklɛwə ˈne̞j ɹe̞n]

ça c'est un coucou ? ça, je n'en ai jamais vu de près, loin... de loin j'en ai vu mais pas de près, je l'entendais

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)