Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

asied

Stummioù : asied ; asiedad ; asiedoù ;

Gwelet an temoù An asiedoù ha An asiedad

assiette

Aze 'teus un asied brav da lakat ar seurt-se avat. Ret eo din tapout unan all abalamour din da reiñ anezhañ dit avat.

Ahé teus ’n asiet braw de lakat sort-sé ha. Réd è din tab un all bañw tin da rèiñ néañ dit hat.

Tu as là une belle assiette pour mettre ça. Il faut qu'en j'en prenne une autre pour te la (re)donner.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ma 'tez c'hoant da gas un tamm gachenn d'unan bennak e vi kat d'ober. Peogwir 'to da asied d'ober.

Ma té c'hoan te gas tamm gachenn d'un bénnak vi kat t'or. Pugur to de asiet t'or.

Si tu veux apporter un morceau de gâteau à quelqu'un, tu pourras le faire. Parce que tu auras ton assiette pour ça.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Tap un asied din eta, ha ur gontell. Un asied heu... Hemañ n'eo ket ac'hanen geo ?

Tab eun asiet tin ta, a gontell. Eun asied eu... Hémañ nè ke hann gè ?

Prends-moi une assiette, et un couteau. Une assiette heu... Celle-ci n'est pas d'ici, si ?

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)