Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

kazeg

Stummioù : c'hazeg ; gazeg ; kazeg ;

Gwelet ivez kezeg
Gwelet an tem Ar c'hezeg

jument

E vije daou war ar faucheuse, ha unan a gondue ar gazeg...

Vijé dow war focheuz, a un gondué gazek.

Deux [personnes] étaient sur la faucheuse, et une conduisait la jument.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha me a vije, me a vije war ar machin, ha Papa a vije gant e gazeg.

A mé vijé, mé vijé war machin, a Papa vijé gan i gazek.

Et moi j'étais sur la machine, et Papa menait la jument.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Met me a vije ret din, peogwir Papa ne gleve ket, e vije ret din a-wezhioù huchal, met Hoo ! Hoo ! Neuze e lavaren Hoo ! d'ar gazeg.

Mè mé vijé rêt tin, pegur Papa glêwê ket, vijé rêt tin (a)wêjo huchel, mè oo ! Oo ! Neuhé lârèn oo ! de gazek.

Mais il fallait que je... Puisque Papa n'entendait pas, il fallait que je crie parfois. Hoo ! Hoo ! Alors je disais hoo ! À la jument.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

A-wechoù ne vije ket aezet ivez. Geo, ar c'hezeg 'nije an abitud da vezañ asambles. Met kez da lakat ur gazeg na 'nije ket an abitud da vezañ gant unan all... un taol, un taol troad ha a bep sort, ne vije ket gwall interesant.

Wêjo vijé ked èzet ie. Gè, hézek nijé ’n abitut te véañ sames. Mè kês te laked gazek na nijé ke ’n abitut te véañ gan un all... En tol, en tol troat a bop sort, vijé ke gwèll intérésan.

Ce n'était pas toujours facile. Si, les chevaux habitués à être ensemble. Mais va mettre une jument qui n'est pas habituée à être avec une autre... Un coup de pied et tout, ce n'était pas très agréable.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Gwelet frazennoù all...