Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

kezeg

Stummioù : c'hezeg ; c'hezek ; gezeg ; gezek ; kezeg ; kezek ;

Gwelet an tem Ar c'hezeg

chevaux

Pa 'na e gezeg ivez, Maman, ne 'teus ket soñj, 'na ur machin da hadañ patatez.

Pé na i gézeg ie, Maman, teus ke joñj, na machin de hadañ patates.

Quand il avait ses chevaux, Maman, tu ne te souviens pas ? Il avait une machine à semer les pommes de terre.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Allis Chalmer ya a oa e anv. Met ne 'meus ket soñj pet a gezeg sañset a rae.

Allis Chalmer ya oa i hano. Mè meus ke joñj ped gézek sañse ré.

Son nom [la marque du tracteur] c'était Alice Chalmer, oui. Mais je ne me souviens pas combien de chevaux il faisait.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ma vije war ar faucheuse e vije en e goazez war ar skabell, ma vije... Kalz ostilhoù a vije, a vije ur skabell warne quoi. Hag aze an hini a vije o konduiñ a vije trankil. Ya, ma sente e gezeg diontañ met...

Ma vijé war faucheuse vijé ni goazé war skabell, ma vijé... Kalz ostilho vijé, vijé skabell warnè quoi. Ag ahé ’n ni vijé konduiñ vijé trankil. Ya, ma sènté i gézek tiontañ, mèt...

Quand il conduisait la faucheuse, il était assis sur le siège... Il y avait beaucoup d'outils [de machines] sur lesquels il y avait un siège. Et alors celui qui le conduisait était tranquille. Oui, à condition que ses chevaux lui obéissent, mais...

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

A-wechoù ne vije ket aezet ivez. Geo, ar c'hezeg 'nije an abitud da vezañ asambles. Met kez da lakat ur gazeg na 'nije ket an abitud da vezañ gant unan all... un taol, un taol troad ha a bep sort, ne vije ket gwall interesant.

Wêjo vijé ked èzet ie. Gè, hézek nijé ’n abitut te véañ sames. Mè kês te laked gazek na nijé ke ’n abitut te véañ gan un all... En tol, en tol troat a bop sort, vijé ke gwèll intérésan.

Ce n'était pas toujours facile. Si, les chevaux habitués à être ensemble. Mais va mettre une jument qui n'est pas habituée à être avec une autre... Un coup de pied et tout, ce n'était pas très agréable.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)