Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

reizh

Stummioù : reishoc'h ; reizh ;

Gwelet an tem Bezañ reizh

docile

ur gazeg reizh

[ˌgɑ:zɛk're:s]

un cheval docile

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

honnête

un den reizh, un den eu...

[nden'ʁe:s - de:n ə]

un homme droit et juste, un homme euh...

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)

ordre

lakat an traoù war o reizh

[’lɑkə ntrɛw war o re:s]

mettre les choses en ordre

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

ar re-mañ zo laket war o reizh aze 'ba 'r voest aze

['remɑ̃ zo 'lɑkə war o re:z 'ɑhe bah west 'ɑhe]

ceux-ci sont bien rangés là dans la boîte là [biscuits]

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

ma 'mez ket... ma ne vez ket ar paperoù war o reizh, n'eo ket mat kwa

[ma me kə ma ve kə pa'pero war o re:s ne̞ kə mɑ:t kwa]

si je n'ai pas... si les papiers ne sont pas en règle, ce n'est pas bons quoi

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)

n'eo ket arri... n'eo ket arri tout an traoù war o reizh

[nɛ kəd ɑj nɛ kəd ɑj tut tɾɛw waɹ o ɹe:s]

toutes les choses ne sont pas revenues... revenues en ordre

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)