Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

kentañ (da g–)

Gwelet an tem Da gentañ

d'abord

Ya. Ya, da gentañ e vije an dud war-lerc'h ar faucheuse. Ha ar faucheuse a derc'he da vont prim mat.

Ya, ya, de gèntañ vijé 'n dut war-lèrh focheuz. A focheuz dèrhé de von prim mat.

Oui, d'abord les gens étaient derrière la faucheuse. Et la faucheuse continuait d'avancer rapidement.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Un espes rod a oa en-dro ha neuze, honnezh, ha e serre bep da 'h ae, e droc'he, ar machin a droc'he gwinizh da gentañ, ha neuze ar rod a deue en-dro ha neuze e lakae anezhe da vont e-barzh, da vont e-barzh ar machin, abalamour dezhe da en em serriñ un tamm bihan, ha neuze, goude gant ur fiselenn neuze, ar fiselenn a rae he skoulm quoi, abalamour da derc'hen ar fagodenn quoi, ha neuze goude e skoe anezhe en-dro. Ha neuze e derc'he da vont evel se quoi.

'N èspes rod oa 'ndro, a neuzé, hoñs, a sèrré bop te 'h ê, drohê, machin drohê gwinis de gèntañ, a neuzé rod dé 'ndro, a neuzé lakê nè de von bars, de von bah machin, bañw tè de non sè(rr)iñ tamm bïen, a neuzé, goudé gan fisélenn neuzé, fisélenn rè i skourm quoi, bañw te dèrhen vagoenn quoi, a neuzé goudé skoé nè 'ndro. A neuzé dèrhé de von vesé quoi.

Il y avait une sorte de roue autour, et elle ramassait à mesure qu'elle avançait, d'abord la machine coupait le froment, ensuite la roue tournait et le faisait rentrer dans la machine, pour qu'ils soient ramassés, et ensuite la ficelle faisait un noeud, pour maintenir le fagot, et alors elle les expulsait. Et elle continuait comme ça.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

début (au –)

Ha nann, me ne oaran ket ober se emezañ. Daon, me ne ouien ket ivez da gentañ.

A nann, mé oaran ked or zé méañ. Dañwn, mé ouièn ked ie de gèntañ.

Ah non, moi je ne sais pas faire ça, dit-il. Dame, moi non je ne savais pas au début.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha da... da gentañ a lâre... a 'na komzet deus kant ugent pe kant tregont neuze (T : Ya ya.) abaoe eo bet fortoc'h, fortoc'h eo bet (T : Ah ya.) met c'hwezhañ a rae da vat dec'h da noz amañ hou ! XXX(?) hent (?), evel des rafales aze.

[a da də ˈgɛntɑ̃ ˈlɑːʁɛ na kɔ̃m døs kɑ̃n ˈygən pe kɑ̃n ˈtʁegɔ̃n nœː bwe e̞ be ˈfoʁtɔh ˈfoʁtɔh ɛ bet mɛ hwe ʁɛ də vat deχ tə nɔ̃ːz ˈɑ̃mɑ̃ (?) wɛl ʁafal ˈɑe]

Le premier jour ils ont dit...il a parlé de 120 ou 130 depuis ça a été plus fort, ça soufflait pour de bon ici hier soir (?) comme des rafales là.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

premier (en –)

« arru eo ar goukoug », neuze an hini a gleve anezhañ da gentañ a veze an hini gaouiatañ

[ɑj ɛ 'gukuk 'nœhe ə 'ni:ni 'klɛwɛ neɑ̃ də 'gentɑ̃ viʒe n:i gɔw'jɑtɑ̃]

« voilà le coucou », alors celui qui l'entendait en premier était le plus menteur

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)