Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

fiselenn

Stummioù : fiselenn ;

ficelle

Un espes rod a oa en-dro ha neuze, honnezh, ha e serre bep da 'h ae, e droc'he, ar machin a droc'he gwinizh da gentañ, ha neuze ar rod a deue en-dro ha neuze e lakae anezhe da vont e-barzh, da vont e-barzh ar machin, abalamour dezhe da en em serriñ un tamm bihan, ha neuze, goude gant ur fiselenn neuze, ar fiselenn a rae he skoulm quoi, abalamour da derc'hen ar fagodenn quoi, ha neuze goude e skoe anezhe en-dro. Ha neuze e derc'he da vont evel se quoi.

'N èspes rod oa 'ndro, a neuzé, hoñs, a sèrré bop te 'h ê, drohê, machin drohê gwinis de gèntañ, a neuzé rod dé 'ndro, a neuzé lakê nè de von bars, de von bah machin, bañw tè de non sè(rr)iñ tamm bïen, a neuzé, goudé gan fisélenn neuzé, fisélenn rè i skourm quoi, bañw te dèrhen vagoenn quoi, a neuzé goudé skoé nè 'ndro. A neuzé dèrhé de von vesé quoi.

Il y avait une sorte de roue autour, et elle ramassait à mesure qu'elle avançait, d'abord la machine coupait le froment, ensuite la roue tournait et le faisait rentrer dans la machine, pour qu'ils soient ramassés, et ensuite la ficelle faisait un noeud, pour maintenir le fagot, et alors elle les expulsait. Et elle continuait comme ça.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

lakat ar fiselenn en-dro d'e c'hoûg

['lakə fi'se:lən dʁo di 'huk]

mettre la ficelle à son cou

Ivona Toudig, 1934, Bear (dastumet gant Julien)