Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

formiñ

Stummioù : formet ; formiñ ;

former

Ya, ar re-se a vije ret formiñ anezhe deus a-drek aze. Ha neuze, aze e oa ul las, ha hennezh, hennezh a starde amañ evel-hemm a-drek, da serriñ, da serriñ un tamm ar c'hoef en-traoñ amañ.

[ja ʁe'ze viʒe ʁɛt 'fɔʁmi 'nɛ døz 'dʁek ahe – a nœhe ahe wa 'las – a hẽs hẽs 'staʁde ãmã vɛ'lɛm 'dʁek – də 'zɛi də 'zɛɾi tãm 'hwef 'tʁɔw ãmã]

Oui, il fallait les former [les coiffes] par l'arrière. Et il y avait un lacet qui se serrait ici comme ça derrière, pour fermer un peu la coiffe en bas ici.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)