Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

eur

Stummioù : eur ; eurioù ; eurvezhioù ;

Gwelet an temoù An eurioù ha An eur

heure

Ha e vijemp hom-div oc'h ober. Div eur 'mijemp ezhomm da c'horo hañ. Hom saout.

A vijèm om-diw 'h or. Diw eur mijèm émm de horo añ. Om zowt.

Et nous étions toutes les deux à le faire. Il nous fallait deux heures pour traire. Nos vaches.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha hennezh ne sava ket abred hañ, hennezh a vez eizh eur a-benn e vez o tremen.

A heñ sava ked abréd añ, heñ vé èiz eur bènn vé trémen.

Et lui il ne se lève pas tôt, il est huit heures quand il passe.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Met e vez eizh eur deus noz a-benn 'h arru da c'horo goude deus noz ivez.

Mè vé eiz eur deuz noz bènn 'h ai de horo goudé deuz noz ie.

Mais il est huit heures du soir quand il arrive traire aussi.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha goude a-benn e vez o retorn e vez arru hanter... unnek eur pe evel se, pa vez o retorn da gousket.

A goudé bènn vé rétorn vé ai hanter... unnèg eur pé vesé, pé vé rétorn de gousket.

E après quand il revient, il est... onze heures environ, quand il revient se coucher.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha deus noz, deus noz, a-benn seizh eur 'nije fin e labour hañ.

A deuz nos, deu nos, bènn sèiz eur nijé fin i labour añ.

Et le soir, pour sept heures il avait fini son travail.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ya, merenn a oa da gentañ, ha goude feiz e oa bet koan, ha e oa achuet moarvat da div eur pe deir eur deus beure, ha goude e oa dañset betek ar beure, pe dost.

Ya, mèrnn oa de gêntañ, a goudé fé oa bé koan, a oa achuet mahat de diw eur pé dèr eur deuz beuré, a goudé oa dañset béték beuré, pé dost.

oui, il y avait d'abord le repas de midi, et ensuite le repas du soir, qui s'était terminé je crois à deux ou trois heures du matin, et ensuite on avait dansé jusqu'au matin, ou presque.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Betek div eur, div eur hanter deus ar beure.

Bétêk div eur, div eur anteur deuz beuré.

Jusqu'à deux heures, deux heures et demie du matin.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

C'hwec'h eur pemp. Ya. N'emañ ket kont ac'hann seizh eur. Pa gari 'h i hañ. Ma 'teus fin bremañ.

Hwèh eur pèm. Ya. Mañ ke kon hann sèiz eur. Pé gari ’h i añ. Ma teus fin brœmañ.

Six heures cinq. Oui. Il n'est pas encore sept heures. Tu partiras quand tu voudras. Si tu as fini maintenant.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Amañ a oa partiet dec'h da seizh eur...da seizh eur da noz a oa partiet betek...betek eizh eur hanter evit ar beure.

[ˈɑ̃mɑ̃ paʁˈtiət deχ də ˈsɛjzəʁ də ˈsɛjzəʁ də nɔ̃ːs wa paʁˈtiət də ˈbekɛ ˈbekə ˈɛjzəʁ ˈhɑ̃ntəʁ wi ˈbœːʁe]

Ici il est parti hier à sept heure du soir jusqu'à huit heure et demi ce matin. [le courant]

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Ha ezhomm e nez ? (Ya ezhomm e nez.) Un tamm kousk da greisteiz, apeupre... div eur ?

[a eːm ne tɑ̃m kusk də gʁesˈte apəˈpʁɛ ˈdivəʁ]

Et il a besoin [de dormir] ? (Oui il en a besoin.) Une petite sieste, à peu près... deux heures ?

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Me pa oa o terc'hen menaj ma ezhomm etre seizh eur hag eizh bepred.

[me pe wa ˈtɛhɛn ˈmenaʃ ma eːm tʁe ˈsɛjzəʁ a ˈɛjzəʁ ˈbopət]

Moi quand je tenais la ferme j'avais besoin [de dormir] entre sept et huit heures en tout cas.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

En-dro eizh eur a sav apeupre met se n'eo ket ken diwezhat se c'hoazh. (T : N'eo ket nann nann nann.) Pa vezer en retred hañ, normalamant !

[dʁo ˈe̞zəʁ zɑv apəˈpʁɛ mɛ ze ˈnɛ kə ken diwɛː se hwɑs – pe vɛːʁ ˈʁətʁɛt ɑ̃ normaˈlɑ̃mɑ̃n]

Je me lève autour de huit heures mais ça n'est pas encore si tard que ça. (T : Oui ça n'est pas tard.) Quand on est en retraite hein, normalement !

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Met bezañ zo a sav abred, bezañ zo a sav... sav... pemp eur hanter c'hwec'h eur, bemdez hañ.

[mɛ be zo zɑv aˈbʁed be zɑ zɑ ˈpɛməʁ hɑ̃təʁ ˈwɛhəʁ ˈbɑ̃wde ɑ̃]

Mais il y en a qui se lèvent tôt, il y en a qui se lèvent à cinq heures et demi, six heures, tout les jours hein.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

N'on ket kat en em gousket war serten eurioù (?) da... da nav eur pe dek eur aze.

[ˈnɔ̃ːŋ kat də nɔ̃n ˈguske war ˈsɛʁtɛn ˈœʁjo də də ˈnɑvəʁ pe ˈdegəʁ ˈɑe]

Je ne peux pas dormir à certaines heures, vers neuf ou dix heures.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Gwelet frazennoù all...