Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

dek

Stummioù : degad ; degenn ; degvedoù ; dek ;

dix

Oh ya, heu, nann, dek a vije peogwir e oa plas da lakat tregont asambles quoi ma kerez e-barzh ar regenn.

O ya, eu, nann, deg vijé, pegur oa plas te laket trégon sam(l)es quoi, ma kées, bah rigienn.

Non, il y en avait dix, puisqu'il y avait la place d'en mettre trente, si tu veux, dans une rangée.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Met ur wezh e oamp bet e Gwengamp, o kas ne 'meus ket soñj pet kochon, eizh pe dek a gav din, met lavaret 'ma dezhañ : Aze deui ganin. Ya ya emezañ, ne laoskin ket ac'hanout da vont da-unan da Wengamp emezañ gant kargad ar seurt-se.

Mèd er wêj oam bé Gwéniom, kas meus ke joñj pét kochon, èis pé dék, gaf tin, mè laat ma déañ : Ahé di genin. Ya ya, méañ, loskin ked añwt te von tehun de Wéniom méañ, gan kargat sort-sé.

Mais une fois nous étions allés à Guingamp, pour amener je ne sais plus combien de cochons, huit ou dix, mais je lui avait dit : là tu viendras avec moi. Oui, qu'il dit, je ne te laisserai pas aller seule à Guingamp, avec un chargement de ce genre.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

N'on ket kat en em gousket war serten eurioù (?) da... da nav eur pe dek eur aze.

[ˈnɔ̃ːŋ kat də nɔ̃n ˈguske war ˈsɛʁtɛn ˈœʁjo də də ˈnɑvəʁ pe ˈdegəʁ ˈɑe]

Je ne peux pas dormir à certaines heures, vers neuf ou dix heures.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)