Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

war-blad

Stummioù : war-blad ;

plat (à –)

peogwir en he sav e vez ar blakenn, n'eo ket war e blad

[py'gy:ʁ ɛn i zɑ: ve 'blɑkən nɛ kə waʁ i blɑ:t]

puisque la plaque est debout, elle n'est pas à plat

Roje Ar Falc'her, 1927, Bear (dastumet gant Tangi)

plat (sur le –)

ha neuze e vez graet war blad a-wezhioù ivez

[a ’nœɛ ve gwɛd war blɑ:d we:ʒo ie]

et alors on fait à même le sol parfois aussi [débroussaillage]

Aleñ Toudig, 1968, Bear (dastumet gant Tangi)