Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

dougerez

Stummioù : dougerez ;

Gwelet an tem Bezañ dougerez

enceinte

Te a oa dougerez d'ar c'houlz-se.

Té oa dougéres de houls-sé.

Tu étais enceinte à cette époque.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya ya, me a oa dougerez deus... Unan deus... X e oa, dougerez deus X.

[ja ja me wa du'geːʁəs døz – yn døs – X wa – du'geːʁəs døs X]

Oui, j'étais enceinte de... Un de... C'était de X, enceinte de X.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya avat, 'meus soñj, pa oan dougerez deus X, feiz, 'ma lavaret da X : Ha feiz emezon-me, an trakteur zo fin eviton bremañ evit ur pennad. Kar se a oa kat da vezañ laket ac'hanon da goll anezhañ quoi.

Ya hat, meus choñj, pé oan dougêres deus X, fé, ma laat te X : A fé, moñmé, ’n trakteur zo fin witoñ brœmañ wid pènnat. Ka zé oa kat te véañ laked añw de goll néañ quoi.

Oui, je me rappelle, quand j'étais enceinte de X, j'avais dit à Y : Ma foi, le tracteur c'est fini pour moi pour un moment. Parce que ça c'était susceptible de me faire le perdre.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)