Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

da-unan

Stummioù : da-unan ; da-unanig ;

seul

Anfin, ya, ne oas ket da-unan evel se. Nann, kalz reoù all a oa. Tremenet dre aze ivez.

Añfin ya, oas ket tehun vesé. Nann, kales réw all oa. Tréménet dré ahé ie.

Enfin oui, tu n'étais pas la seule comme ça. Non, il y en avait beaucoup d'autres qui en étaient passées par là aussi.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Met ur wezh e oamp bet e Gwengamp, o kas ne 'meus ket soñj pet kochon, eizh pe dek a gav din, met lavaret 'ma dezhañ : Aze deui ganin. Ya ya emezañ, ne laoskin ket ac'hanout da vont da-unan da Wengamp emezañ gant kargad ar seurt-se.

Mèd er wêj oam bé Gwéniom, kas meus ke joñj pét kochon, èis pé dék, gaf tin, mè laat ma déañ : Ahé di genin. Ya ya, méañ, loskin ked añwt te von tehun de Wéniom méañ, gan kargat sort-sé.

Mais une fois nous étions allés à Guingamp, pour amener je ne sais plus combien de cochons, huit ou dix, mais je lui avait dit : là tu viendras avec moi. Oui, qu'il dit, je ne te laisserai pas aller seule à Guingamp, avec un chargement de ce genre.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)